Elzas

Rannvro Bro-C'hall

Elsass en elzaseg, Elzas e brezhoneg, Alsace e galleg, zo ur rannvro istorel ha sevenadurel e Bro-C'hall.
Ur rannvro eus Alamagn e oa gwechall, Elsaß he anv alamanek.

Elzas
Yezhoù hengounel en Elzas

Ar Rot un Wiss
Kan broadel Elsässisch Fàhnelied

Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Rannvro Grand Est
Departamantoù Roen-Izel [67]
Roen-Uhel [68]
Pennlec'hioù Strossburi [67]
Kolmer [68]

Yezhoù Elzaseg
Frankeg
Galleg (ofisiel)

Gorread 8 280,17 km²
Poblañs
hep kontoù doubl
1 872 949 (2014)
Stankter 2 231 ann./km²

Etre 640 ha 1012 e voe bet meret Elzas evel un dugelezh.

Daoust ma voe aloubet ar vro gant Bro-C'hall er XVIIvet kantved, an Elzasianed a gendalc'has da gomz elzaseg. E skol-veur Strasbourg e teue tud alamanek da studiañ, Goethe da skouer. Goude an Dispac'h Gall, evit bountañ galleg war an dud aesoc'h e voe divizet gant ar republik divodañ ar vro ha diazezañ daou zepartamant en o lech e 1790. (Bas-Rhin ha Haut-Rhin)

Adstaget e voe ouzh Alamagn e 1871, adstaget ouzh Bro-C'hall e 1918, ouzh Alamagn e 1940 hag ouzh Bro-C'hall e 1944. Abaoe eo aet ar gallekaat war-raok ha koazhet niver an elzasegerien.

Douaroniezh

kemmañ

Tremen a ra ar Roen dre Elzas. Dispartiañ a ra Elzas diouzh Alamagn er reter. De Gross Belche (Grand Ballon e galleg, Großer Belchen en alamaneg) eo ar menez uhelañ, 1 424 m dezhañ. Er c'hornôg emañ menezioù ar Vogezoù, lec'h ma kaver kalz koadeier.

Straßburg eo ar gêr-benn. Ar c'hêrioù pennañ all :

Melestradurezh

kemmañ
 
Istor bevennoù an departamantoù gall e Loren hag Elzas

E 1790 e voe rannet Elzas etre daou zepartamant :

E 1871 e voe kemeret Elzas gant an Impalaeriezh alaman, hag ul lodenn c'hallek a oa bet lakaet e Haut-Rhin a chomas e Bro-C'hall d'ober an Territoire de Belfort. Stag e chomas an douaroù anvet Elzas-Loren ouzh Alamagn betek dibenn ar Brezel-bed Kentañ.

Ardamezouriezh

kemmañ

Meur a ardamez elzasat zo bet e red Istor ar vro.

 

Ar Rot un Wiss ("Ruz ha Gwenn") troc'het etre gul hag argant eo ardamez istorel Elzas abaoe an XIvet kantved, pa oa hini Gerhard Elzas (c. 1030-1070). Alies e veze dibabet al livioù argant ha gul da vare an Impalaeriezh santel roman german, peogwir e oant re marc'heien ar Groaz.

 

   D'ar 25 a viz Mezheven 1912 e tivizas Breujoù Elzas-Loren kemmañ ar Rot un Wiss dre gargañ ar gul gant ur groaz Loren en aour war tu kleiz ar banniel, kement-se evit diforc'hañ Elzas ha Loren diouzh Alamagn dre "Republik Elzas-Loren".
   Biskoazh avat ne voe anzavet "Banniel Reichsland Elsaß-Lothringen" gant pennadurezhioù Prusia.

Evel Breizh ez eo rannet Elzas etre Elzas-Uhel (Oberelsass) – ar Roen-Uhel – hag Elzas-Izel (Unterelsass) – ar Roen-Izel, pep unan gant he ardamez.

 
Oberelsass : en gul e sourin en aour eilet gant c'hwec'h kurunenn gevliv, 3 ouzh kab ha 3 eilpennet ouzh beg.
 
Unterelsass : en gul e wifrell en argant kostezennet gant div eilenn vleuñvellet kevliv.

D'ar 5 a viz Mae 1948 e tivizas prefeded an daou zepartamant elzasat lakaat sevel ur banniel evit ar rannvro velestradurel ; en ardamezour gall Robert Louis (1902-1965) ha Jacques Meurgey de Tupigny, pennvirour Dielloù broadel Frañs, e voe fiziet al labour.
Diwar skouer an Union Jack e tivizjont kendeuziñ skoedoù Oberelsass hag Unterelsass.

E 2003 e voe kendeuzet an daou skoed adarre gant pennadurezhioù ar rannvro Elzas, dre eilañ sourin en argant Unterelsass gant kurunennoù en aour Oberelsass.

Timbrouriezh

kemmañ
 
Timbroù alaman a veze implijet en Elzas e-kerzh an Eil brezel-bed, pa oa bet staget Elzas ouzh an Trede Reich.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.