Trede Reich (alamaneg : Deutsches Reich "Impalaeriezh alaman", ha Großdeutsches Reich "Impalaeriezh veur alaman" diwezhatoc'h) a reer eus ar Stad alaman renet gant Adolf Hitler pan erruas er galloud ha pan aozas e c'halloud hollveliek.
Daouzek vloaz e padas : adalek dilennadeg Hitler evel kañseller d'an 30 a viz Genver 1933 betek diskar ar Reich d'an 8 a viz Mae 1945 ha betek ma voe harzet penn diwezhañ ar gouarnamant alaman, Karl Dönitz. Hervez ar propaganda nazi, an IIIe Reich a oa da badout « mil bloaz ».

Deutsches Reich
Impalaeriezh alaman
Banniel Ardamezioù
Banniel Ardamezioù
Kan broadel Das Lied der Deutschen
Horst-Wessel-Lied
Yezh ofisiel Alamaneg
Kêr-benn Berlin
Gorread 633 786 km² (1939)
Poblañs 69 314 000 (1939)
Prezidant Adolf Hitler
1933 - 30 Ebrel 1945
Karl Dönitz
30 Ebrel - 23 Mae 1945
Moneiz Reichsmark

Anvioù ar ren

kemmañ

E-keñver ar Gwir ne oa ket bet roet lamm da Republik Weimar, an anv ofisiel neuze a oa Deutsches Reich. Adal 1943 e teuas war-wel an anv nevez Großdeutsches Reich.
An anv "Trede Reich" adkemeret gant an nazied a zo tennet deus ar romant Das Dritte Reich embannet e 1923 gant Arthur Moeller van den Bruck.

En Alamagn hiziv-an-deiz e reer gant Zeit des Nationalsozialismus ("mare broadel-sokialour"), Nationalsozialistische Gewaltherrschaft ("tirantiezh broadel-sokialour") pe simploc'h gant Dritte Reich ("Trede Impalaeriezh").

Ideologiezh

kemmañ

Dindan ren Hitler, strollad nemetañ an III Reich a oa ar Strollad broadel sokialour al labourerien alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei / NSDAP). Ar ger nazi (Nationalsozialismus) a zo savet o kemer div silabenn gentañ ar ger alamanek national. Un arouez eus ar c'helennadurezh lakaet e plas gant Hitler eo dreist-holl.

An nazional-sozialismus ("sokialouriezh vroadel") e oa ideologiezh ar renad.

Pa raer anv eus ar bomm "Alamagn nazi", diveret eus national-sozialismus, o vezañ ur berradur eus nazi-smus = nazismus, ez eo direizh a-fed ster peogwir ne glot ket gant deiziadoù istorel ar strollad. En Alamaneg n'eo ket ur ger a vez implijet evit termeniñ ar prantad-se.

Meizad al Lebensraum ("egor bevañ ") e oa diazez an IIIe Reich alaman. Met muioc'h c'hoazh, an emled tiriadel kaset da benn gant Hitler a oa sturiet dre mennozh al Lebebsraum-se hag ar mennozh-se oa harpet gant reoù glannded ar ouenn arian, an enepyuzevegezh, ar c'hoant digoll goude efedoù feur-emglev Versailhez, an enepkomunouriezh ha lazhadegoù ha gouennlazhioù e-leizh kaset en-dro gant ar renad nazi.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.