Latvia
Ur vro en hanternoz Europa eo Latvia (latveg : Latvija), war aod reter ar Mor Baltel. Unan eus an teir bro valt eo.
Unaniezh Europa
| |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Latvijas Republika | |||||||
| |||||||
Kan broadel | Dievs, svētī Latviju! | ||||||
Yezh ofisiel | Latveg | ||||||
Kêr-benn | Rīga | ||||||
Gorread • En holl • % dour |
64 589 km² 3,6%% | ||||||
Poblañs • Hollad • Stankder |
1 862 6687 (2021) 29 ann./km² | ||||||
Prezidant | Egils Levits | ||||||
Kentañ ministr | Arturs Krišjānis Kariņš | ||||||
Gouel broadel | 18 a viz Du | ||||||
Moneiz | Euro (€) | ||||||
Kod pellgomz | 371 | ||||||
Kod Internet | .lv |
Douaroniezh
kemmañEr Su dezhi emañ Lituania, hag en Norzh emañ Estonia. Harzoù boutin he deus Latvia ivez gant Rusia ha Belarus.
Istor
kemmañ- D'an 20 a viz Eost 1991 e oa aet dizalc'h ar vro en-dro.
- Ezel eus Unvaniezh Europa eo ar vro abaoe ar 1añ a viz Mae 2004.
- Andris Bērziņš a voe prezidant etre an 8 a viz Gouere 2011 hag an 8 a viz Gouere 2015, ha Raimonds Vējonis abaoe an deiz-se.
Politikerezh
kemmañUr parlamant unkambrek anvet ar Saeima he deus Latvia, kant sez ennañ. Bep pevar bloaz e vez dilennet ar barlamantidi dre ar vouezhiadeg eeun. Dilennet eo prezidant ar republik gant kannaded ar Saeima gant an tu-gounid groñs. Vaira Vike-Freiberg a oa ar Brezidantez betek 2007. Addilennet e oa bet e 2003 evit pevar bloavezh (gallout a reer bezañ dilennet div wech). Valdis Zatlers zo bet prezidant d'he heul eus 2007 da 2011.
Gant ar prezidant e vez anvet ar C'hentañ ministr a ra, a-gevred gant e vinistred, galloud-oberiañ ar gouarnamant.
Rannoù melestradurel
kemmañRannet eo Latvia etre peder rannvro istorel hag o deus un dalvoudegezh velestradurel dister a-walc'h :
Betek 2009 e oa isrannet ar vro e c'hwec'h kanton warn-ugent (rajon a veze graet anezho) ha c'hwec'h kêr gant reolladurioù ispisial dezho (Lielpilsēta). Bremañ eo rannet ar vro e kant dek munisipaliezh (novads) ha nav c'hêr Republik (republikas pilsētas). An novadi (liester novads) a zo bet savet dre unvaniñ ur gêr gant pagasti, liester pagasts kumun diwar ar maez, pe dre unvaniñ pagasti.
Douaroniezh
kemmañRīga eo ar gêrbenn (753000 annezad) ; Daugavpils (112 000 ann.), Liepaja (84 000 ann.), Jelgava, Jürmala, Ventspils, Rezekne eo ar c'hêrioù bras all.
59,4 % a Latviz, 27,6 % a Rusianed, 3,6 % a Velarusiz ha 2,5 % Ukrainiz a ya d'ober poblañs ar vro.
Ken bras ha Danmark, Estonia, an Izelvroioù pe Suis eo Latvia.
Demografiezh
kemmañArmerzh
kemmañAl lats e oa moneiz Latvia betek ar 1añ a viz Genver 2014. Liammet e oa gant an euro abaoe miz Mae 2005. Abaoe ar 1añ a viz Genver 2014 eo an euro moneiz ar vro.
Yezhoù
kemmañKomzet e vez latveg a zo yezh ofisiel ar republik. Ar ruseg eo yezh-vamm 34 % eus an dud. Al Livoneg a zo anavezet gant ar stad ha gwarezet gant al lezenn. Al latgalianeg a zo gwarezet ivez, met lakaet e vez alies da vezañ ur rannyezh eus al latveg.