Liepaja
Liepāja, en alamaneg: Libau, a zo ur gêr e Kornôg Latvia e-tal ar mor Baltek, ha kreizenn velestradurel rannvro Liepaja. Ar gêr vrasañ e rannvro Kurzeme eo, an trede kêr vrasañ e Latvia da heul Riga ha Daugavpils hag ur porzh bras. E miz Genver 2007, ez eus e Liepāja 85 132 annezad.
Ur gêr bet raktreset eo Liepāja, frammet e oa bet evit bezañ heñvel ouzh ur valafenn. Lec'hiet eo Liepāja e 21°E.
Liepāja | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Art Nouveau e kreiz-kêr Liepaja | |||||
Ditouroù | |||||
Gorread | 60,4 km² | ||||
Poblañs | 78 144 | ||||
Stankted | 1 294 annezad/km² | ||||
Maer | Uldis Sesks | ||||
Lec'hienn ofisiel | www.liepaja.lv |
Anavezet eo Liepāja dre Latvia evel "ar gêr ma oa savet enni an avel", marteze abalamour d'an avel-c'hwezh diehen. Savet e voe ur ganaouenn gant an anv-se gant Imants Kalniņš ha deuet eo da vezañ meulgan ar gêr. Dre brud Liepāja evel ar gêr aveliekañ e Latvia eo deuet da vezañ ar greizenn rod-avel brasañ er vro (33 rod-avel a zo bet savet e-kichen).
Degemeret e voe ardamez Liepāja pevar deiz goude m'o doa tapet ar gêr he gwirioù d'an 18 a viz Meurzh 1625.