8 Gouere
deiziad
(Adkaset eus 8 a viz Gouere)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1497 : loc'hañ a ra Vasco da Gama evit e veaj kentañ war-zu India.
- 1859 : dont a ra Karl XV da vezañ roue Sveden, ha roue Norvegia gant an anv Karl IV.
- 1941 : en em gavout a ra ur bodad skrivagnerien, e ti ar gazetenn nevez-c'hanet La Bretagne e Roazhon, da zegemer an doare-skrivañ peurunvan (pe KLTG).
- 2006 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Gregor ha Roazhon (a-benn d'an eur).
- 2012 : aet Didier Deschamps da zibaber broadel skipailh Bro-C'hall ar vell-droad.
- 2022 : muntret eo ar politiker japanat Shinzo Abe, bet kentañ ministr Japan e-pad meur a vloaz.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1478 : Gian Giorgio Trissino, barzh italian.
- 1593 : Artemisia Gentileschi, livour italian.
- 1621 : Jean de La Fontaine, barzh gallek.
- 1815 : Adélaïde-Louise d'Eckmühl de Blocqueville, lennegourez ha barzhez c'hall.
- 1836 : Joseph Chamberlain, den-Stad saoz.
- 1838 : Ferdinand Graf von Zeppelin, ijinour alaman.
- 1841 : Charles Henry Tilson Marshall, ofiser er British Army hag evnoniour breizhveuriat.
- 1867 : Käthe Kollwitz, kizellerez ha livourez alaman.
- 1877 : René Navarre, aktour (c'hoariva ha sinema) gall.
- 1976 : Ellen MacArthur, bageerez saoz.
Marvioù
kemmañ- 1623 : Gregor XV, Pab.
- 1695 : Christiaan Huygens matematikour ha steredoniour eus an Izelvroioù.
- 1822 : Percy Bysshe Shelley, barzh saoznek.
- 1827 : Roparzh Surcouf, kourser breizhat.
- 1855 : Sir William Edward Parry, amiral hag ergerzher saoz.
- 1859 : Oscar Iañ, roue Sveden.
- 1913 : Louis Hémon, skrivagner gallek, brudet e romant Maria Chapdelaine (skrivet gantañ e Kebek).
- 1943 : Jean Moulin, politikour gall.
- 1994 : Kim Il Sung, politikour korean.
- 2012 : Ernest Borgnine, aktour amerikan.
- 2022 : Shinzo Abe, bet kentañ ministr Japan.
- 2022 : José Eduardo dos Santos, bet prezidant Angola.
- 2022 : Luis Echeverría Álvarez, bet prezidant Mec'hiko.