Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu
Mezheven
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30          


C'hwec'hvet miz ar bloaz eo Mezheven en deiziadur gregorian.

Mezheven e les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486

Hervez ar steredoniezh eo an 21 a viz Mezheven goursav-heol an hañv en hantervoul norzh, ha gousav-heol ar goañv en hantervoul su, a verk kreiz pep rannamzer. Kentañ deiz an hañv ofisiel eo avat en Norzh, ar goañv ofisiel er Su.

Gerdarzh

kemmañ

Keltiek eo anv miz Mezheven, eus *mediosaminos, "kreiz an hañv".

Yezhoù all

kemmañ

Junius e oa e latin, en enor d'an doueez roman Juno hervez Ovidius. Ur gerdarzh all a c'hallfe bezañ, diwar anv Lucius Junius Brutus, diazezer ar Republik roman.

Krennlavarioù

kemmañ
  • « Noz ar Wenngaouenn / Etre Mae ha Mezheven », diwar-benn noz kentañ ar miz. »[1]
  • « Da c'houel ar Pentekost / Al lin a ra an dro da gern an tog »[2]
  • « Da c'houel Barnabaz / Gant ur forniad poazh / Hag un all en arc'h / E paseo a-walc'h »[3]
  • « Da c'houel Pêr / E yay ar goukoug d'ar gêr »[4]
  • « Da c'houel Pêr, plantañ kignen / Da c'houel Pêr, skoulmañ kignen / Da c'houel Pêr, tennañ kignen »
  • « Da c'houel Yann / E yay ar goukoug d'al lann »[5]
  • « Da c'houel Yann e vez eizh eur da guzh-heol »
  • « Gouel Yann a rann an deiz e daou damm »
  • « Miz Even a ra al lin / Ha Gouere er gra fin »
  • « N'eo ket graet gant e vamm / Neb a glev ar goukoug nav devezh goude gouel Yann »
  • « Sant Ronan, dilost Mae / A laka kerc'h el lec'h na vez »[6]
  • « Ur park zo gwall fall / Mar da viz Even ne dalv »

Notennoù

kemmañ
  1. Devri
  2. Pentekost : d'an hanterkantvet deiz ha seizhvet Sul goude Pask (d'an 09/06 e 2019).
  3. Barnabaz : 11/06.
  4. Pêr : 29/06.
  5. Yann :24/06
  6. Ronan : 01/06.