Digeriñ al lañser pennañ
Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu
C'hwevrer
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29            
C'hwevrer e Les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486
C'hwevrerLeandro Bassano, c. 1595-1600

Eil miz ar bloaz eo C'hwevrer en deiziadur gregorian.

Miz berrañ ar bloavezh eo, 28 deiz ennañ ; un devezh ouzhpenn a vez bep pevar bloaz, er bloavezhioù bizeost evel 2020.

LidoùAozañ

KrennlavaroùAozañ

  • « An Ened sec'h, Pask kailharek / A laka an arc'h da varrek »[1]
  • « Ar voualc'h a gan e miz C'hwevrer eo gwelloc'h dezhi tevel »
  • « Da c'houel Chandelour / Deiz da c'hwec'h eur da bep micherour / Nemet d'ar c'hemener ha d'ar gwiader »
  • « Da c'houel Maria ar gouloù / Kuzhet ar c'hantolerioù / Ha torret ar c'hegeloù / Hanter greun, hanter bloaz / An had diavaez / An ozhac'h en e aez »
  • « Da c'houel Mathiaz / Ar piged a ra o neizh »
  • « Da c'houel Mathiez / Vi e revr an houadez / Hag ar big a choaz he farez »[2]
  • « Da c'houel ar Chandelour / Deiz da bep micherour / Nemet d'ar c'hemener / Ha d'al luguder »
  • « Deuet Meurlarjez pa garo / Pask pe Gazimodo / En Ebrel en em gavo »
  • « Diouzh an heol Meurlarjig / Diouzh an etev, Paskig »
  • « Etre Pask ha Meurlarjez / Seizh sizhun nemet daou zeiz / Etre Pask ha Pentekost / Seizh sizhun penn ha lost »
  • « Gouel Mari ar Chandelour / Deiz da bep micherour / Ar c'hantolorioù en tan / Hag ar vatezh da gousket / Pa vez debret he c'hoan »
  • « Gouel Mari ar gouloù, gora ar chandelour / Hir a-walc'h an deiz d'an ozhac'h da labourat / Ha d'ar wreg da gribat »
  • « Gouel sant Mathiaz / Ne savo ket ar c'hoad e glas / Troc'het hiziv, sec'h warc'hoazh »
  • « Mar deuje Meurlarjez teir gwech ar bloaz / E lakaje an dud da redek en noazh »
  • « Meurlarjez 'tal an tan, Pask en nor »
  • « Meurlarjez kailharet / Arc'h ha solier barrek »
  • « Meurlarjez me 'garfe 'vefe bemdez / an eost div wech ar bloaz / Ha gouel Mikael bep seizh vloaz »[3]
  • « Miz C'hwevrer : hanter blouz, hanter foenn, hanter gerc'h / Hag al lodenn vrasañ c'hoazh war-lerc'h »
  • « Miz C'hwevrer a c'hwezh, a c'hwezh / Hag a lazh ar voualc'h war he neizh »
  • « Ret eo lakaat piz e glec'h / N'eo ket hiziv evel dec'h [4]
  • « Tremenet gouel sant Mathaiz / An heol d'e liv, an dour d'e blas / Ha lezenn an hent da vezañ glas »

NotennoùAozañ

  1. Ened : predad gouelioù etre gouel ar Rouaned (06/01) ha Merc'her al Ludu (deiz kentañ ar C'hoariz, 46 devezh a zioueroù etre Meurlarjez ha Pask) ; e 2019 e red an Ened eus ar 06/01 betek ar 06/03, Meurlarjez o vout d'ar 05/03 hag e red ar C'hoariz adalek ar 06/03 betek an 21/04.
  2. Mathiez : 24/02.
  3. Da c'houel Mikael e veze paeet ar feurmoù, ha tutaet mevelien.
  4. Da Verc'her al Ludu. »



Sellit ouzh ar ger C'hwevrer er
wikeriadur, ar geriadur frank.