23 C'hwevrer
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1455 : embannadur kentañ Bibl Gutenberg.
- 1797 : soudarded c'hall a glask dilestrañ e-kichen Abergwaun, e Kembre, da aloubiñ Breizh-Veur.
- 1898 : toullbac’het eo ar skrivagner Émile Zola goude m’en deus embannet e lizher "J'accuse", da damall oberoù ar gouarnamant gall zo o paouez lakaat ar c’habiten Alfred Dreyfus er vac’h.
- 1917 : deroù Dispac'h Rusia.
- 1919 : krouidigezh ar Fasci italiani di combattimento en Italia gant Benito Mussolini.
- 1944 : miliadoù ha miliadoù a Tchechened zo kaset kuit da stepennoù Kazakstan dre nerzh, dindan un devezh.
- 1965 : penn-kentañ filmañ Help! gant ar filmaozer amerikan Richard Lester hag ar strollad The Beatles evel aktourien.
- 1981: klask a ra gwarded sivil ober un taol-stad e Madrid ha bac'hañ kannaded e Parlamant Spagn.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1417 : Paol II (Pietro Barbo), 211vet Pab eus 1464 betek 1471.
- 1800 : Sir William Jardine, naturour skosat.
- 1807 : Julien-Marie Le Huërou, kelenner hag eontr Fañch an Uhel.
- 1865 : Georg Friedrich Händel, sonaozer alaman.
- 1884 : Maurice Duhamel (Maurice Bourgeaux e anv gwir), sonaozer ha politikour brezhonek.
- 1899 : Erich Kästner, skrivagner alaman.
Marvioù
kemmañ- 1821 : John Keats, barzh saoznek.
- 1822 : Johann Matthäus Bechstein, loenoniour ha naturour alaman.
- 1824 : Blasius Merrem, bevoniour alaman.
- 1848 : John Quincy Adams, c'hwec'hvet prezidant ar Stadoù-Unanet.
- 1855 : Carl Friedrich Gauss, jedoniour, steredoniour ha fizikour alaman.
- 1940 : Charlez Rolland, kanaouenner.
- 1954 : Jacques Mieses, mestrc'hoarier echedoù alaman e Londrez.
- 1955 : Paul Claudel, barzh ha skrivagner gall.
- 1965 : Stan Laurel, aktour saoz.
- 2000 : Sir Stanley Matthews, melldroader etrebroadel saoz.
Lidoù
kemmañ- Rusia : Devezh Difennerien ar Vammvro en enor da soudarded an Arme Ruz.
- Deiziadur henroman : VII ante calendas Martias / Terminalia = VIIvet deiz kent In Meurzh; gouestlet d'an doue Terminus
- Relijion katolik :
e Breizh: