Abergwaun
Abergwaun (Fishguard e saozneg) zo ur gêr en arvor Sir Benfro, e Kembre. Emañ en hanternoz Sir Benfro, war aod bae Abergwaun, a zo un darn eus Bae Ceredigion.
GerdarzhAozañ
Dont a ra anv ar gêr eus hini ar stêr Gwaun en em daol er mor eno.
PorzhAozañ
Ul linenn listri zo etre porzh nevez Abergwaun, en Wdig, ha porzh Ros Láir en Iwerzhon. Liammet eo Abergwaun ouzh Londrez war-bouez ul linenn hent-houarn hag ur gourhent.
Tud brudetAozañ
- D. J. Williams (David John Williams), ur skrivagner brudet, o voe kelenner en Abergwaun e-pad bloavezhioù.
GevelliñAozañ
Bro | Kêr |
---|---|
Breizh | Loktudi |