Ur pennad Republik Iwerzhon zo ivez.

Iwerzhon (Éire en iwerzhoneg) eo trede enezenn vrasañ Europa. War ribl ar Meurvor Atlantel emañ. Republik Iwerzhon (ez ofisiel, Éire pe Ireland), zo enni pemp c'hwec'hvedenn eus ar gorread an enezenn a bez. Er Biz emañ Norzhiwerzhon, dindan gouarnamant Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon.

Emañ Iwerzhon e kornôg kevandir Europa

Sevel a ra Poblañs an enezenn a-bezh hogos da 7 milion a dud : 5,1 milion e Republik Iwerzhon (1,9 milion e tolpad-kêr Dulenn) hag 1,9 milion e Norzhiwerzhon (0,8 milion e tolpad-kêr Belfast).

Douaroniezh kemmañ

 
Gwelet a reer elfennoù zo eus torosennadur Iwerzhon war ar gartenn-mañ. (Sellet ivez ouzh un doare brasoc'h gant muioc'h a ditouroù).

Ur blaenenn a gaver e kreiz Iwerzhon gant aridennadoù bihan a venezioù tro-war-dro, ha gronet gant ar mor. Ar gern uhelañ, ar C'harrauntuohill (Corrán Tuathail), a sav betek 1041 m. Ar stêr Shannon, an hini hirañ (259 km), a red dre greiz ar blaenenn hag he zraoñienn a droc'h ar vro en div lodenn. Gant un hin gleb ha klouar e kresk ur struj glas (pradoù, geunioù ha lanneier peurvuiañ) douret mat gant ar glaveier stank a-walc'h. Abalamour da se e vez graet eus Iwerzhon an Enezenn c'hlas pe an Enezenn glaz-emrodenn. 84 079 km² eo gorread an enez.

Rannet eo Iwerzhon e peder froviñs istorel: Connachta, Laighin, Mumhan hag Ulaid. En iwerzhoneg e reer anv eus ar Cúige ( = pempvet). Gwechall e oa ur pempvet Cúige anvet , homañ a endalc'he kontelezhioù Meath, Westmeath ha Longford. Pelloc'h e voe divizet krouiñ 32 kontelezh evit melestradur ar vro. C'hwec'h kontelezh en Ulaid a zo chomet dindan beli ar Rouantelezh-Unanet, cheñchet an anv da Norzhiwerzhon pa voe rannet Iwerzhon e 1922. E Republik Iwerzhon e toujer da harzoù kozh ar c'hontelezhioù, nemet e Tipperary ha Dulenn hag a zo bet isrannet. Evit ar votadegoù, ar pastelloù-bro a vez savet diwar kontelezhioù (Countys) rannet pe deuzet gant ma vo doujet d'o harzoù dre-vras evel m'eo bet termenet gant ar Vonreizh. War an 32 kontelezh e c'heller spurmantiñ ez eo stank-tre an identelezh troet war-zu ar sportoù hag ar sevenadur lec'hel.

Lodenn vrasañ an douaroù a c'heller gounid zo lec'hiet e kontelezhioù ar c'hornôg. Eno emañ ivez ar menezioù brasañ ha kaerañ a ya kalzig a douristed da welet, evit arvestiñ ouzh gweledvaoù kenedus hag ar mor glas diharz.

Istor kemmañ

Pennad dre ar munud : Istor Iwerzhon.

Tud brudet kemmañ