Meurvor Atlantel
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Unan eus meurvorioù ar blanedenn Douar eo ar Meurvor Atlantel, er reter da gevandir Amerika, hag er c'hornôg da Europa hag Afrika, hag an eil brasañ eo ivez. Goleiñ a ra tost d'ur bempvedenn (1/5) eus gorread ar blanedenn.
Rann eus | meurvor ar bed |
---|---|
Adstêr | Una River, Una River (Una, Bahia), Amazon |
Anvet diwar | Atlas |
Anv annezidi | Atlantic |
Stad | talvoud ebet |
E tiriad | Dourioù etrebroadel |
Daveennoù douaroniel | 0°0′0″N 30°0′0″W |
Lowest point | Milwaukee Deep |
A zo stok ouzh | Baetic Depression, Afrika an Norzh |
Staget ouzh | Atlantic Continental Shelf |
E Norzh ar Meurvor Atlantel e kaver Meurvor Arktika, hag er Su Meurvor ar Su.
3×1017m³ eo kementad ar meurvor.
An anv
kemmañDont a ra e anv eus hini Atlas, a oa un Titan e mojennoù Hellaz kozh. Talvezout a ra kement ha "Mor Atlas" eta. Koshañ meneg anezhañ a gaver en Istorioù Herodotos war-dro 450 kent J.-K.
E brezhoneg e vez graet ar Mor-Bras pe an Atlantik eus ar meurvor-se ivez.
Er yezhoù keltiek
kemmañMuzulioù
kemmañ3 338 metrad eo donder well-wazh ar meurvor, ma talc'her ar morioù amezek er gont, pe 3 926 metrad ma ne reer ket. Donañ ma'z eo eo 8 605 metrad e Foz Puerto Rico.
Evit al ledanded a ya eus 2 848 kilometrad etre Brazil ha Liberia da ur 4 830 kilometrad etre SUA hag Afrika an Hanternoz.