Atlas (mitologiezh)
Atlas (Ἄτλας e henc'hresianeg, « an douger ») a oa un Titan, da lavarout eo un doue bihan, mab da Iapetos ha da d-Themis pe d'an Okeanidenn Klymene.
Breur e oa da Prometheüs, Epimetheüs ha Menoitios, Titaned eveltañ eta.
Gerdarzh
kemmañGwelout a ra lod en anv ar wrizienn τλάω / tláô, « dougen, derc'hel», met ur vartezeadenn n'eo ken.
Mojenn
kemmañTad e oa
- d'ar Pleiadezed, diwar Pleione
- d'an Hyadezed, diwar an Okeanidenn Aithra
- d'an Hesperidezed, diwar Hesperis
- da Galypso (hervez Homeros da vihanañ)
Savet e oa a-du gant ar Ramzed, a-enep an Doueed, kondaonet e voe gant Zeus da zougen bolz an neñv war e chouk da viken, da virout na gouezhje war an douar.
Pa oa deuet Herakles da gerc'hat avaloù-aour liorzh an Hesperidezed e oa bet o welout Atlas da c'houlenn digantañ dont d'o c'hutuilh gantañ. Mat e oa da Atlas reiñ e skoazell, nemet goulenn a reas digant Herakles dougen an oabl en e lec'h ur pennadig.
Implij an anv
kemmañ- Diwar-lerc'h e anv eo bet anvet menezieg an Atlas, e-lec'h m'emañ o chom.
- Atlasoù a vez graet eus strobadoù kartennoù douaroniezh
- Un askorn eo an atlas ivez, ar c'hentañ eus al livenn-gein dindan ar c'hlopenn.