Liorzh an Hesperidezed zo ul liorzh vojennel.

Ar ramz Atlas o tegas da Herakles avaloù aour liorzh an Hesperidezed, war-dro 490480 kent. J.-K., Mirdi broadel hendraouriezh Aten.
Herakles o kutuilh an avaloù-aour.

Mojenn

kemmañ

Avaloù-aour liorzh an Hesperidezed a oa bet roet da Hera gant he mamm, Gaia (an Douar) evel prof da zeiz hec'h eured gant Zeus. Miret e oant gant merc'hed yaouank, a veze graet an Hesperidezed anezhe, en o liorzh, er penn all d'ar bed.

Dont a reas Herakles d'o laerezh, peogwir e oa unan eus an dek trevell a oa bet roet dezhañ da ober gant e genderv Eurystheüs. Met kalz a boan en doe o kavout e hent, ha ret e voe dezhañ derc'hel war Nereüs da glevout digantañ penaos mont di.

Hervez ur vojenn all eo Prometheüs an hini a ziskouezas an hent dezhañ evit e drugarekaat da vezañ dieubet anezhañ eus ar menez ma oa bet staget outañ.

Lazhañ a reas an aerouant Ladon, a oa o tiwall al liorzh, ha mont kuit gant ar frouezh.

Hervez ur vojenn all avat e lavaras da Atlas mont da gerc'hat an avaloù dezhañ, hag e chomas da zougen an oabl war e chouk e-lec'h ar Ramz. Darn a lavar e nac'has Atlas adkemer e samm, ma voe ret da Herakles c'hoari fin evit e gendrec'hiñ.

Hervez tud zo ne vije bet an avaloù aour-se nemet orañjez, rak ne oa ket anavezet ar frouezh-se gant tud Hellaz, ha moarvat e kavent iskis al liv anezho.

Pennadoù kar

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.