Daouzek trevell Herakles
Daouzek trevell Herakles a zo un aridennad mojennoù eus Hellaz hag a ra dave da droioù-kaer an haroz Herakles goude ar binijenn roet dezhañ gant an doueez Hera. Dodekathlos a vez graet eus ar mojennoù-se e gregach.
An trevelloù a voe gourc'hemennet gant ar roue Eurystheüs. An daouzek trevell a voe meneget gant Peisandros en ur meurgan skrivet tro-dro 600 kent JK, aet da gollet abaoe[1].
Treiñ foll a reas Herakles ma lazhas e wreg hag e vugale. Hag eñ da-gaout Pythia, evit gouzout penaos kaout an daspren. Apollo a guzulias dezhañ mont da servij Eurystheüs, roue Mykenai, e-pad dek vloaz, hag er c'heid-amzer-se eo e sevenas e gurioù[2].
Istor an danevelloù
kemmañKenstaget eo bet an daouzek danevell-se diwezhatoc'h, daoust ma'z eus re all c'hoazh diwar-benn an haroz-se. Lakaet e vez aozadur an daouzek trevell war gont ur varzhoneg, kollet abaoe, a zo bet skrivet gant Persandros, eus Enez Rodos, war-dro 600 kent JK.
Ar vojenn
kemmañHerakles, mab d'ur vaouez ha d'an doue Zeus, en devoa sachet warnañ, kasoni an doueez Hera, pried Zeus. Gwarizi e-leizh a oa enni abalamour ma n'he doa bet mann d'ober e-barzh ganedigezh an haroz. Ha hi, droug enni, da lakaat ennañ ur barrad follentez, ma lazhas e wreg Megara hag o mibien.
Pa zeuas e skiant en-dro dezhañ ez eas da welout ar Pythia, da c'houzout penaos reiñ an dic'haou eus e dorfed. Hag ar velegez da ober Herakles anezhañ (Alkides e oa e anv a-raok) da lavarout dezhañ labourat evit Eurystheüs, e enebour a-gozh, ha d'ober ar pezh a c'hourc'hemennje.
Da gentañ ne oa nemet dek trevell da gas da benn, met Eurystheüs a lavaras ne gonte ket lazhañ naer-zour Lerna peogwir e oa bet sikouret gant Iolaos. Goude-se, war-lerc'h tro marchosioù Augeias e lavaras heñvel, war-zigarez m'en devoa Herakles goulennet arc'hant digant ar roue.
An daouzek trevell
kemmañSetu int en urzh m'o c'haver gant Apollodoros (2.5.1-2.5.12):
- Lazhañ leon Nemea, ha n'halled ket toullañ e groc'hen, ha degas e groc'hen en-dro d'ar gêr ;
- Lazhañ naer-zour Lerna, a greske he fennoù outi en-dro kerkent ha ma vezent troc'het ;
- Bezañ trec'h da heizez Keryneia he zreid arem, krouadur sakr Artemis, hag he degas d'ar roue ;
- Degas hoc'h-gouez Erymanthos en-bev ;
- Naetaat marchosioù Augeias ha ne oant ket bet skarzhet gwech ebet ;
- Lazhañ evned lenn Stymfalos hag o devoa pluñv arem ;
- Degas tarv Minos, laeret gantañ, d'e zaskor d'e wir berc'henn Poseidon ;
- Tapout kezeg Diomedes, loened gouez a zebre kig ;
- Degas gouriz Hippolyte, rouanez an Amazonezed ;
- Laerezh oc'hen Geryon hag o degas da Hellaz ;
- Degas avaloù-aour liorzh an Hesperidezed, diwallet gant Ladon ;
- Diskenn d'an Ifernioù da chadennañ Kerberos, diwaller an Hades.
En e drevelloù e veze ur c'hompagnun gant Herakles peurvuiañ (un eromenos) : hervez lod e oa Likymnios, hervez lod all e oa e niz Iolaos.
Labourioù bihan
kemmañDek vloaz e voe Herakles o klask echuiñ an dek trevell-se. Troioù all a reas e-keit-se avat — pa oa o chom e-kichen Omfale da skouer : darn a vez graet trevelloù bihan anezho :
- lazhañ erer ar c'hKaokaz ha dichadennañ Prometheus a oa bet chadennet gant Zeus ;
- lazhañ ar ramz Antaios ;
- lazhañ ar roue Bousiris ;
- tapout Kerkopes Ephesos;
- lazhañ Syleüs...
Ha re all c'hoazh.
Meneget eo evel unan eus an Argonaoted. Aet e vije war vor gant e niz Iolaos, a varvas e-kerzh an dro.
Levrlennadur
kemmañ- Burkert, Walter (1987) : Greek Religion – Archaic and Classical, Wiley-Blackwell, 1991 (ISBN 978-0-631-15624-6)
- Hard, Robin : The Routledge Handbook of Greek Mythology: Based on H.J. Rose's "Handbook of Greek Mythology", Routledge, 2003 (ISBN 978-0-415-18636-0)
Gwelout ivez
kemmañ- Daouzek trevell Herakles hervez Apollodoros Aten :
- (en) Labors of Heracles
- (fr) Apollodore
- (fr) Fichenn diwar-benn pep hini eus an daouzek trevell : klask war-lerc'h Herakles
Mammennoù
kemmañ- ↑ Hervez Walter Burkert, 1987.
- ↑ Hard, p. 253.