Kerberos (eus an henc'hresianeg: Κέρβερος, latinekaet e Cerberus) a oa ur c'hi euzhus hag a ziwalle toull-dor an ifernioù e gwengelouriezh Hellaz. Tri fenn a oa ouzh e gorf, ha naered ouzh e dri gouzoug.

Herakles a ginnig Kerberos d'Eurystheüs. (Mirdi al Louvre, Paris)
Kerberos hervez William Blake

Ar vojenn

kemmañ

Mab e oa da Ec'hidna, dezhi dremm ur vaouez ha korf un naer, ha da dTyfon, un euzhvil all hag a dufe tan hag a rae aon d'an doueed zoken. Un toullad breudeur ha c'hoarezed en devoa, ken euzhus all, evel Orthos, ki daoubennek an Ifernioù, naer-zour Lerna, Leon Nemea ha Kimera.

Peurvuiañ e vez lavaret en deus tri fenn, ez eus naered e-lec'h blev war e benn pe en-dro d'e c'houzoug, un tamm evel Medousa, hag ul lost aerouant ouzh e benn a-dreñv.

Lavaret e veze e c'halle an tri fenn gwelout en tremened, en amzer-vremañ, hag en da-zont. E skridoù zo koulskoude e lavarer ec'h aroueziont ar c'hanedigezh, ar yaouankiz hag ar gozhni. Pep penn ne zebr nemet kig bev, setu perak e laoskont speredoù ar re varv da zont en ifernioù met ne lezont hini ebet da vont kuit. Kerberos eo ki-diwall feal Haides, chadennet ouzh toull-dor ar bed dindan-zouar. Euzhiñ a rae ar re varv hag a glaske e sioulaat o reiñ ur gouign vel hag a veze lakaet en o bez war un dro gant ar skodig da C'haron lakaet en o genoù.

Herakles

kemmañ

Eurystheüs, roue Argolis, a roas urzh da Herakles tapout Kerberos en e vev. Hag an haroz neuze da Eleusis, da vezañ kelennet a-zivout kevrinoù Eleusis, evit gallout mont e-barzh an ifernioù, ar bed dindan an douar, hag er-maez ac'hano, ha war un dro bout gwalc'het eus an torfed en devoa graet o lazhañ an dud-varc'h.

An toull da vont er bed-se a gavas neuze e Tainaros, ha skoazell en doe digant Athena da vont e-barzh da gentañ, digant Hermes da vont er-maez goude. Gant skoazell Hestia ez eas hebiou da C'haron. Dieubiñ a reas Theseüs, met ne deuas ket a-benn da dennañ Peirithoos ac'hano. An daou-se a oa bet tapet gant Haides, ha dre un taol-hud bennak e oant bet staget ouzh ur bank evel pinijenn penegwir o devoa klasket skrapañ Persefone : ken kreñv e oa an huderezh-se, pa voe distaget gant Herakles, ma chomas peget ouzh ar bank tammoù zo eus divvorzhed Theseüs, ha se zo kaoz ec'h anavezer e ziskennidi diouzh o divvorzhed treut.

En em gavout a reas Herakles gant Haides ha goulenn digantañ aotre da gas Kerberos gantañ war an douar, ha Haides da reiñ e asant gant ma teuje an haroz a-benn da vestroniañ ar c'hi hep kemer arm ebet. Hag a-benn e teuas. Gwaskañ a reas al loen ken e teuas da vezañ ki bihan, e zougen war e chouk, e sachañ e-maez an ifernioù, dre gev Peloponnesos. E gas a reas da Eurystheüs, ha ken spontet e voe ar roue ma c'houlennas ouzh Herakles e gas en-dro dindan an douar.

Pa dremenjont dre vMykenai e kouezhas takennoù eus e halv pistrius war un toullad plantennoù, ma servijont hiriv d'ar sorserezed da ober huderezh du.