Haides (henc'hresianeg : ᾍδης Háidēs) pe ᾍδης Hades a-wechoù eo anv doue an Ifernioù e relijion Henc'hres. Mab da Gronos ha da Rea eo ha breur da Zeus ha da Boseidon.

Haides gant e gi Kerberos.

Kevatal eo Haides d'an doue roman Pluto, un anv latin deuet diwar an henc'hresianeg Πλούτων / Ploutōn "pinvidigezh", alese ar ger gallek ploutocrate, "gladveliour".

Ganedigezh

kemmañ

Lonket e oa bet gant e dad kerkent ha deuet er bed. Koulskoude e vo dislonket gantañ a-drugarez d'ar braoued aozet gant Metis, unan eus serc'hed niverus Zeus.
Kemer a reas perzh en holl stourmoù e vreur Zeus ha roet e oa bet dezhañ rouantelezh ar bed danzouar.

Aspedet e veze en ur skeiñ ouzh an douar gant an daouarn pe gant gwialennoù. Aberzhet e veze tirvi du pe dañvadezed du en enor dezhañ, diouzh an noz.

Skrapadenn Persefone

kemmañ
 
Hades gwisket gant ur c'hornucopia war un amforenn a orin eus Aten, livet gant an artizan Oionokles e 470 kent J.-K..

Skrapañ e nizez Persefone a reas gant asant Zeus. Pa oa-hi o kutuilh bleuñv gant nimfezed e kompezenn Enna, e Sikilia, e tigoras an douar dindan he zreid hag e tianadas gant ur c'harmadenn skrijus.

Merc'h Demeter ha Zeus e oa Persefone. Demeter a glaskas anezhi e pep lec'h hag a baouezas da gas e gefridioù doueez da benn, ar pezh a zegasas un naonegezh spontus. Rediet e oa Zeus da glask un emglev etre Haides ha Demeter kent na vije rivinet an Douar. Hag eñ ha kas Hermes davet Haides. Asantiñ a reas hemañ lezel ar plac'h da vont kuit gant ma n'he dije ket tañvaet boued ar re varv c'hoazh. Evel ma oa chomet war yun abaoe he skrapadenn e oa bet ret da Haides moustrañ war e imor ha lezel anezhi da vont kuit. Paouez a reas Demeter a ouelañ neuze. Met evel ma oa o vont kuit da Eleusis, unan eus lorzhourien Haides, anvet Askalafos, a lavaras dezhañ he doa kutuilhet ur greunaval ha debret seizh greunenn dioutañ (lod all a lavar e oa bet rediet da zebriñ ur c'hreunenn gant Hermes e-unan). Ret e oa dezhi bevañ en Ifernioù hiviziken. Gourdrouz a rae Demeter paouez da lakaat ar plant da greskiñ avat. Kinnig a reas Zeus e chomfe o merc'h en Ifernioù e-pad c'hwec'h miz bep bloaz hag ez afe davet he mamm e-doug ar peurrest eus ar bloavezh. Dont a reas da vezañ ar rouanez Persefone a veve gantañ an hanter eus ar bloaz met ne roas bugel ebet dezhañ.

Avanturioù

kemmañ

N'en deus ket bet kalz avanturioù. Feal e oa d'e wreg war-bouez div wezh. Un avantur en deus bet gant an naiadez Minthe a voe mac'het gant Persefone, ha gant an nimfenn Leuke, merc'h Okeanos.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.