Ifernioù
Hervez mojennoù Henc'hres e oa an Ifernioù[1] unan eus an anvioù a veze graet eus al lec'h ma 'c'h ae an dud da chom war-lerc'h o marv. Dindan an douar emañ al lec'h-se, hag eno emañ an doue Hades o ren. Se zo kaoz e vez graet anv eus "rouantelezh Hades" a-wechoù, hag eus an Hades zoken, pa gomzer eus ar vro-hont.
Meur a gornad zo eno hervez an hengoun :
- Ar Parkoù ar Gwenva[2] a oa annez an harozed hag an eneoù leun a vertuz war-lerc'h o marv ;
- Pradoù ar Milad, ma vez skeudoù ar re varv o kas ur vuhez divlaz, dispis ha dibal ;
- an Tartaros, allec'h donañ ha duañ ma vez kastizet da viken an dud o deus graet gaou pe goap ouzh an doueed.
Etre an Ifernioù ha bro an dud vev ez eus ur stêr, pe meur a hini hervez an dud : ar Styks peurvuiañ, an Ac'heron a-wechoù.
Pa vez bet beziet an dud evel a zo dleet e vezont lakaet da dreizhañ ar stêr gant C'haron war e skaf, goude paeañ ur gwennegig dister. Diwar-se eo e teu ar boaz da lakaat ur pezh e genoù ar re varv. Teir stêr all a dremen dre an Ifernioù : ar Flegethon[3], ar Gokytos[4] hag al Lethe.
E toull an nor emañ ar c'hi Kerberos, a vir ouzh an dud varv da vont kuit. Koulskoude ez eus bet gwelet tud o kuitaat al lec'h dizamant : Herakles, [Psyc'he]], Theseüs, Orfeüs hag Aineias.
Ulises zo bet tost da vont e-barzh, e trovezh an Nekyia, e kan XI an Odysseia.
Meur a zor zo d'an Ifernioù : tost da Lenn Averno, tost da Gab Tenaro[5] hag e bro ar Gimmerianed[6].
Tri barner zo : Minos, an hini nemetañ er mojennoù koshañ, Radamanthys hag Aiakos. Ganto e vez degemeret an dud varv ha lavaret dezho da belec'h mont, ha chom, a-hed ar beurbadelezh.
Notennoù
kemmañ- ↑ Anv lies, disheñvel diouzh an Ifern, anv unan.
- ↑ Henc'hresianeg : Ἠλύσιον πεδίον / Êlúsion pedíon ; diwezhatoc'h e voe graet μακάρων νῆσοι / makárôn nễsoi "Inizi ar Wenvidien" anezhe.
- ↑ Henc'hresianeg : Φλεγέθων / Phlegéthôn "an hini flamm".
- ↑ Henc'hresianeg : Κωκυτός / Kôkytós "ganet gant an daeroù".
- ↑ E penn Su Peloponnesos.
- ↑ Henc'hresianeg : Κιμμέριοι / Kimmérioi.