Ac'heron

An Ac'heron (Αχέρων / Akhérôn e gregach), pe Akeron[1], zo war un dro ur stêr eus Epiros en Hellaz, hag unan eus stêrioù an Ifernioù hervez mojennoù Hellaz kozh.

An Ac'heron en Epiros.
An Ac'heron en Epiros.

An douaroniezhAozañ

Emañ ar stêr o redek en Epiros, e gwalarn Hellaz, damdost da gêr Parga, hag er vro a zo dirak enez Korfou. En em deurel a ra el lenn Acherusia. Div adstêr zo d'an Ac'heron-se: ar Piriflegetontes hag ar stêr Kokitos.

Ar vojennAozañ

 
C'haron o treizhañ Ac'heron an Ifernioù.

Mab eo da Helios, an Heol, ha Gaia, an Douar. Dimezet eo d'an nimfenn Orfne, ha tad eo da Askalafos. Taolet e voe gant Zeus en Ifernioù dre an abeg ma en doa roet e zour d'evañ d'an Ditaned emsavet enep an doueed.

C'haron eo anv an treizher a vez gant e vag o roeñvat war an Ac'heron etre ar melloù kerreg ruilhet-diruilhet gant an doue-stêr.

Pennadoù kar allAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Roparz Hemon, Geriadur brezhonek-gallek p. 27.
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.