Zeus (henc'hresianeg : Ζεύς Zeús ; gresianeg a-vremañ : Δίας), diwar ur wrizienn indezeuropat *dyēus, doue an oabl) zo roue an doueed e mojennoù Henc'hres. Ren a ra en Oabl, hag an erer hag an tan-taran eo e arouezioù.

Zeus
thunder deity, Greek deity, King of the Gods, Olympian god
Rann eusDoueed an Olimpos Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΖεύς Kemmañ
Anv er yezh a orinΖεύς Kemmañ
TadKronos Kemmañ
MammRea Kemmañ
PriedMetis, Themis, Hera Kemmañ
Annez ofisielOlympus Kemmañ
Iconographic symbolthunderbolt, Erer, mythological bull, remarkable oak Kemmañ
Azeulet gantMitologiezh Henc'hres, Relijion er gevredigezh hellazek Kemmañ
Tachenn ar sant pe douelightning, kurun Kemmañ
Labour da-heulZeus, Zeus, Zeus, Zuras Kemmañ
Present in workIlias, Odysseia, Hades Kemmañ
Deskrivet dreZeus statue in Sicyonian treasury, Olympia, Zeus statue at Megara Kemmañ
Penn ha bruched Zeus er British Museum e Londrez
Penn ha bruched Zeus, anvet « Jupiter Versailhez », Eil kantved, mirdi al Louvre

Mab eo da Gronos ha da Rea, ha dimezet eo d'e c'hoar Hera.

Kevatal eo an doue roman Yaou dezhañ. Tennañ a ra ivez da zoueed arall :

Bugeliezh

kemmañ

Kronos, dre m'en doa aon rak koll e c'halloud a roue an doueed, hag aon na vije graet dezhañ gant e vugale evel m'en devoa graet d'e dad, a zebre e vugale kenkent ha ma vezent ganet. Glac'haret e oa e wreg Rea gant kement-se, setu e tivizas kuzhat he c'hwec'hvet bugel Zeus, hag e kinnigas d'he gwaz ur pezh pikol maen paket e lienoù e-lec'h ar c'hrouadur c'hoantaet gant ar marlonk ha ne reas van ebet.

Lakaat a reas sevel he mab e kuzh e Lyktos, e Kreta, ma voe maget ar bugel en ur vougev, gant laezh ar c'havr Amaltheia, a vo graet gant unan eus he c'herniel ar c'horn puilhentez), ha Nimfezed oc'h ober war e dro,

Evit ma ne c'hallje ket Kronos klevout garmoù an hini nevez c'hanet e oa bet lakaet ar Goureted dirak ar vougev, brezelourion armet ha trouzus ma oant.

Pa oa deuet bras e tieubas Zeus e vreudeur ha c'hoarezed dre lakaat o zad da zislonkañ anezho an eil goude egile.

Danevell a ra an dastumer mojennoù anvet Antoninus Liberalis en e Metamorfoseon Sinagoge ur stumm disheñvel eus ar vojenn, kavet e skridoù Boios : Rea a c'han Zeus en ur vougev e Kreta. Eno oe oa maget ar bab gant gwenan. Pevar den eus ar vro a zeuas un do bennak er vougev evit kavout mel, ha gwelet a reont an doue yaouank. Droug ennañ e kinnig teurel ar foultr deus oute, met sioulaet eo gant Themis ha gant ar Moira, rak « difennet eo mervel el lec'h sakr-se ». Treuzfurmet int neuze gant Zeus en evned, dougerien kemennadoù. Kollet eo bet ar peurrest eus ar vojenn. N'eus ket pikol titouroù a ro tu da dostaat ar stumm-se eus ar vojenn gant he stumm e skridoù Hesiodos.

Hervez Homeros, avat, Zeus a oa mab henañ bugale Kronos, hag alese e teu e c'halloud. Abalamour da se e pleg Poseidon dirazañ e-pad Brezel Troia, rak « Ar memes orin o deus o-daou hag eus ar memes kerentiezh emaint ; met e vreur henañ eo Zeus ha gouzout a ra hiroc'h evitañ » (Ilias, XIII, 354–355).

E skridoù Homeros ez eo an Okeanidenn Dione zo e baredr hag a adkaver gantañ e santual Dodone.

 
Io ha Zeus, gant Correggio

Karantezioù

kemmañ

Brudet eo karantezioù niverus Zeus gant merc'hed yaouank pe gwragez eus an douar, koulz ha gant doueezed ha nimfezed :

Tad eo da veur a zoue :

Tad eo ivez da harozed e-leizh :

ha re all c'hoazh.

Dre ma ne vez ket feal atav d'e drede gwreg Hera (a-raok e oa bet dimezet da Vetis ha da Dhemis) e vez sach-blev alies etre mestr an doueed hag e wreg.

Ouzhpenn-se ne vez ket tener e wreg ouzh e vestrezed nag ouzh o bugale: klask a ra ober droug ha noaz dezho gwashañ ma c'hall : en gouzout a oar a-walc'h Io, Leto, hag Herakles.

An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes