Brezel Troia (pe Troja) a oa padet dek vloaz. Un danevell eus ul lodenn eus ar brezel a gaver e-barzh an Ilias, hag ar fin en Odysseia. Dre ma oa bet skrapet Elena gant ar priñs Paris eus Troia e tisklêrias ar C'hresianed ar brezel d'an Droianed.

Brezel Troia
mythical war, oberiadur brezel
Rann eusMitologiezh Henc'hres Kemmañ
Anvet diwarTroia Kemmañ
Lec'hTroia Kemmañ
Deiziad kregiñ1258 BCE Kemmañ
Deiziad echuiñ1180 BCE Kemmañ
PerzhiadAkeaned, Troia Kemmañ
Emgann ar bigi e-tal Troia, sarkofagenn eus Mirdi Thessalonika, eil kard an IIIe kantved

An Ilias a gont kounnar Ac'hilleus. Dre ma oa bet kemeret digantañ ur sklavez gant ar roue Agamemnon e paouezas da gentañ da gemer perzh en emgannoù. Pa voe lazhet e genderv Patrokles gant Hektor, avat e touas en em veñjiñ hag e lazhas Hektor. Tonket e oa Troia da vezañ trec'het adal neuze.

Ul lodenn all eus Brezel Troia a zo danevellet en Odysseia. Trec'h e voe ar C'hresianed war dTroia a-drugarez da Odysseüs. Lakaat a reas sevel ur marc'h bras goullo e prenn ha lezet e voe leun a vrezelourion war an aod, evel ur prof da Boseidon, e-keit ha ma rae van an Akeaned da zistreiñ d'o bro. An Droianed a lakaas ar mell Marc'h prenn da zont tre e diabarzh mogerioù kêr. Diouzh an noz neuze e voe digoret dorioù kêr gant ar vrezelourion a oa er marc'h prenn, ha distrujet e voe kêr Droia penn-da-benn.

Orin harozed an Ilias hag o zonkad