E gwengelouriezh Hellaz e oa Agamemnon (henc'hresianeg : Ἀγαμέμνων / Agamémnôn, « divrall, pennek ») roue Mykenai a rene ar c'hresianed e brezel Troia. Mab, (pe douaren) ar roue Atreus hag ar rouanez Aerope e oa, breur Menelaos, pried Klytaimnestra ha tad Ifigeneia, Elektra, Laodike, Orestes ha C'hrysothemis.[1] Ar gwengeloù a ra roue Argos, pe Mykenai, anezhañ (anvioù lec'h disheñval evit an hevelep takad).[2] Agamemnon a voe lazhet e kerzh e zistro a Droia, pe gant gwaz-kleiz e wreg Aegisthus pe gant e wreg he-c'hunan.

Agamemnon en e goazez, e vazh-roue en e zorn, tamm eus golo ul lekanis attikat dremmoù ruz warnañ, war-dro 410-400 kent JK, Mirdi Broadel Hendraouriezh Tarenta.
Maskl mikenaiat, anvet « maskl Agamemnon », XVIvet kantved kent JK, Mirdi Broadel Hendraouriezh Aten.

Etymology

kemmañ

E anv, Ἀγαμέμνων, a dalv "kadarn", "diwevn" pe "youlek".[3] Ar ger a za ag Ἀγαμέδμων (*Agamédmōn), ag ἄγαν, "kalz" ha μέδομαι (*médonai), "prederiañ".[4]

Mab e oa da Atreüs, roue Mykenai (pe Argos) ha d'ar rouanez Aerope, ha breur da Venelaos. Hervez mammennoù all e vefe mab da Bleisthenes (a oa mab pe tad Atreüs), a vije bet kentañ pried Aerope.

Yaouankiz

kemmañ

War-lerc'h muntr Atreüs gant Aigisthos ha Thyestes, a gemeras penn rouantelezh Argos, e voe ret da Agamemnon ha Menelaos kemer hent an harlu. Repu a gavjont e ti Tyndareos, roue Sparta, ha dimeziñ a rejont gant e verc'hed, Klytaimnestra hag Helene.

Teir merc'h en doe Agamemnon gant e wreg : Ifigeneia, C'hrysothemis ha Laodike. Diwezhatoc'h e voe lakaet Elektra er vojenn ; ur mab o doe ivez, Orestes e anv.

Brezel Troia

kemmañ

Kontet eo Brezel Troia en Ilias, meurgan Homeros.
Skrapet e oa bet Helene, pried Menelaos, gant Paris, ur mab da Briamos,roue Troia.

Agamemnon a gemeras penn un arme da vont da vrezeliñ ouzh Troia.

Prest e voent da vont kuit a Aoulis, ur geoded e Beotia, pa reas Agamemnon an anoaz d'an doueez Artemis. Meur a abeg a gaver d'he brouez, hervez ar gwengelioù : hervez Aesc'hulos e oa fuloret Artemis rak ar wazed yaouank hag a varvo e Troia. Met, hervez Sofokles e teuas ar bec'h eus disevender Agamemnon pa hemolc'has ul loen sakr d'Artemis ha pa lavaras bezañ par-ha-par dezhi a-fet helmoc'hiñ. Ur vosenn a zegouezhas-hi war ar bobl hag an avel a yeas kuit, ne c'hellent ket merdeiñ neuze. An diouganer Kalc'has a gemennas e vefe sioulaet brouez Artemis ma vefe aberzhet Ifigeneia, merc'h Agamemnon. Met Artemis a asantas ma vefe berzhet un heizez wenn, arpezh a voe graet, ha sevel a reas an avel en-dro.

Agamemnon a oa penn-komander ar C'hresianed e-pad Brezel Troia. E-kerzh ar stourm e voe lazhet Antifos ha pemzek Troian hervez ar skrivagner latin Caius Julius Hyginus[5]. Met en Ilias emañ diskouezet evel lazher ur c'hantad ouzhpenn e-kerzh e aristea ("Deiz ar c'hlod", ur prantad ma vez graet devoudoù uhel gant ur brezeler hag a ya da vout un haroz karet bras gant an doueed)

Lakaet e veze Agamemnon da unan eus tri brezeler gwellañ ar C'hresianed, a-raok e aristea zoken. Taolennet eo e c'halloud gant Akilles e kan XXIII an Ilias, ma anzav ec'h eo Agamemnon "an hini kreñvañ hag ampartañ er goafata"[6]. Ouzhpenn da se ne vez ket goulennet skoazell an doueed gantañ morse. Hepte e c'hallas degas an dismantr e-touesk renkadoù an Droianed memestra, tost kement hag Akilles.

An Ilias a gont istor ar bec'h a savas etre Agamemnon hag Akilles e bloavezhioù diwezhañ ar brezel.

Notennoù

kemmañ
  1. Homer, Iliad 9.145.
  2. Leeming, David (2005). Argos. Oxford : Oxford University Press. ISBN 9780199916481. 
  3. Graves, Robert (2017). The Greek Myths - The Complete and Definitive Edition. Penguin Books Limited. 418 & 682 p. ISBN 9780241983386. 
  4. R. S. P. Beekes, Etymological Dictionary of Greek, Brill, 2009, p. 8.
  5. (la) Caius Julius Hyginus, Fabulae 114, 115.
  6. (fr) Kan XXIII