Hektor
Hektor (henc'hresianeg : Ἕκτωρ Héktôr) a oa un haroz eus Troia, mab d'ar roue Priamos ha d'e bried Hekabe. Perzh a gemeras e Brezel Troia. Lazhet e voe gant ar gouron akean Ac'hilleüs.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Troia |
Anv e yezh-vamm an den | Έκτορας |
Lec'h ar marv | Troia |
Killed by | Akilles |
Tad | Priam |
Mamm | Hekabe |
Breur pe c'hoar | Paris, Kasandra, Poliksene, Deiphobus |
Pried | Andromac'he |
Bugel | Astyanaks, Oxynius, Laodamas, Amphineus |
Azeulet gant | Relijion er gevredigezh hellazek |
Brezel | Brezel Troia |
Prizioù resevet | heroic honors |
Present in work | Ilias, Divina Commedia |
Narrative role | main character |
Enemy | Akilles |
Hektor en hengoun Henc'hres
kemmañMab d'ar roue Priamos ha da Hekabe, ha breur da Baris, pried Andromac'he ha tad Astyanaks. Priamos ne oa ket gouest d'en em gannañ ken da vare Brezel Troia abalamour d'e oad hag e reas anezhañ penn brezel an Droianed. Ar c'hardarnañ eus holl vrezelourien eus ar brezel eo, war-bouez Ac'hilleüs. Faezhañ a ra kalz gouroned akean hag e lazh 24 anezhe, unan eus ar sifroù brasañ (Ac'hilleüs a lazh 28 Troian).
Disklêriañ a ra an tonkad ne gouezho ket mogerioù Troia keit ha ma vo bev. Goude bezañ lazhet Patrokles, Keneil Ac'hilleüs, hemañ a gemer an armoù en-dro. Stourm a reont an eil ouzh egile ur wezh kentañ goude m'en dije lazhet Ac'hilleüs Polydoros. Hektor a daol e saezh ouzh Ac'hilleüs, mes Athena a zistro an taol. Pa fard Ac'hilleüs war an Troian ez eo kuzhet gant an doue Apollon en un nivlenn.
Daoust d'e dud aspediñ anezhañ e tistro Hektor d'an emgann, sachet gant Athena he deus kemeret neuz e vreur gwellañ karet, Deifobos. E deroù an emgann-daou e c'houlenn gant Ac'hilleüs doujañ d'e gelan, met nac'hañ a ra hemañ. Hektor a daol e c'houzifiad outañ met c'hwitañ a ra war e daol ha tizhet eo en ibil e skoaz gant kleze e enebour. Staget ouzh karr e drec'her ez eo stlejet e gelan etrezek ar c'hamp akean, ha goude en-dro da vez Patrokles. Hervez Virgilius e oa stlejet teir gwezh en-dro da vogerioù Troia ivez (Dont a ra ar munud-se eus Kelc'hiad Troia moarvat).
Dont a ra e dad Priamos da aspediñ Ac'hilleüs er c'hamp akean da gaout e gorf hag asantiñ a ra an haroz. Devet eo Hektor hag e ludu zo lakaet en ur jarl aour, gronnet gant gwiad limestra, ha beziet nepell diouzh mur Troia. Echuiñ a ra an Ilias gant ar werzenn-mañ :
Ὣς οἵ γ’ ἀμφίεπον τάφον Ἕκτορος ἱπποδάμοιο.
« Evel-se e oa enoret Hektor e gezeg mat. »
Tad mat, pried mat, leun a furnez, Hektor a vez sellet outañ alies evel haroz gwirion an Ilias.
Eus an oadvezh barok d'an XIXvet
kemmañDarvoudoù zo eus buhez Hektor zo bet implijet stank gant al liverien, hini kimiad Hektor hag Andromac'he peurgetket, implijet dija er c'hoariva gant Jean Racine (Andromaque), pe hini ranngalon Andromac'he[1]. A-drugarez d'e livadenn, La Douleur d'Andromaque, e voe resevet Jacques-Louis David en Akademiezh.
Mammennoù
kemmañ- (fr) Pseudo-Apollodoros, Bibliotheke, lenn enlinenn (III, 12, 5-6), Epitome lenn enlinenn (IV, 2).
- (fr) Homeros, Ilias, lenn enlinenn (passim).
- (en) Kanoù Kiprenez, lenn enlinenn
Levrlennadur
kemmañ- Jacqueline de Romilly, Hector, éd. de Fallois, Paris, 1997.