Jacques-Louis David

livour galleg

Jacques-Louis David a oa ul livour hag ezel eus ar Goñvañsion vroadel c'hall, ganet d'an 30 a viz Eost 1748 e Pariz ha marvet d'an 29 a viz Kerzu 1825 e Brusel. Gwelet eo evel penn al luskad nevezklasel, el liverezh dreist-holl. Degaset en devoa un troc'h da geñver an arz galant ha pampalart a oa el livadurioù rococo eus an XVIIIvet kantved. Al luskad-se gant François Boucher ha Carl Van Loo na blije ket da David a yeas neuze gant un hent e-liamm gant an hengoun klasel doare Nicolas Poussin en ur adkemer tresoù Gres ha Roma kozh. Ar pal hervez David a oa klask « adneveziñ an arzoù en ur ziorren un doare livañ hag a c'hellfe bezañ degemeret evel o re a gant tud klasel Gres ha Roma gozh»

Emboltred gant Jacques-Louis David, 1794

Stummet en Académie royale de peinture et de sculpture, brudet e voe adal 1784 gant an daolenn le Serment des Horaces. Ezel eus an akademiezh roueel, deuet e oa da vezañ enebour dezhi e-pad an Dispac'h gall. Er memes mare e krog gant ur vuhez politikour en ur zont da vezañ kannad er Goñvañsion vroadel. Ouzhpenn da-se e voe unan eus pennoù meur Gouelioù ar Reveulzi.

Votet en devoa evit marv Loeiz XVI, kamalad bras e voe gant Maximilien de Robespierre ar pezh a zegasas dezhañ kudennoù pa voe roet lamm d'e ren. David a voe toullbac'het. E-pad mare ar Bodad-ren e reas un harz d'e obererezhioù politikel ha dont da vezañ ezel en Institut de France. Entanet bras e oa gant Napoleon Bonaparte. En em lakaat a reas en e servij pa voe erruet mare an Impalaeriezh, sevel a raeas neuze evitañ e bennoberenn Le Sacre de Napoléon.