Loeiz XVI (Bro-C'hall)
Loeiz XVI (Louis XVI e galleg), a voe roue Bro-C'hall ha Navarra (1774–1791) ha goude se roue ar C'hallaoued (1791–1792).
Ganet e voe d'an 23 a viz Eost 1754 e Versailles ha dibennet d'an 21 a viz Genver 1793 war Plasenn an Dispac'h (bet Plasenn Loeiz XV kent) e Pariz.
Bez' e voe roue diwezhañ Bro-C'hall er marevezh a vez graet « Renad kozh » anezhañ.
Rann eus | Louis XVI and Marie Antoinette |
---|---|
Reizh pe jener | paotr |
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Bro-C'hall |
Anv e yezh-vamm an den | Louis XVI |
Anv-bihan | Louis |
Anv-familh | Borbone |
Titl noblañs | dug |
Deiziad ganedigezh | 23 Eos 1754 |
Lec'h ganedigezh | Kastell Versailhez |
Deiziad ar marv | 21 Gen 1793 |
Lec'h ar marv | place de la Concorde |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | decapitation by guillotine |
Lec'h douaridigezh | Basilica of Saint-Denis, Madeleine Cemetery |
Tad | Louis-Ferdinand de France |
Mamm | Maria Josepha von Sachsen |
Pried | Marie-Antoinette Aostria |
Bugel | Marie-Thérèse Bro-C'hall, Louis Joseph, Dauphin of France, Loeiz XVII, Princess Sophie of France |
Familh | Tiegezh Bourbon |
Godparent | August III, Princess Marie Adélaïde of France |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, spagnoleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Kondaonet evit | treason |
Micher | politiker, rener, art collector, monark |
Karg | King of France and Navarre, King of the French, French co-prince of Andorra, Grand Master of the Order of Our Lady of Mount Carmel and Saint Lazarus of Jerusalem |
Bet studier da | Alexandre Frédéric Jacques de Masson Pezay, Claude-François Lysarde de Radonvilliers |
Lec'h annez | Kastell Versailhez |
Relijion | Katoligiezh |
Liv an daoulagad | green |
Kan broadel | Marche Henri IV |
Perc'henn war | Italianate landscape with boats |
Bet erlec'hiet gant | Loeiz XVII |
Erlec'hiañ a ra | Loeiz XV |
Prizioù resevet | Knight of the Order of the Holy Spirit, Knight of the Order of Saint-Michel, Knight of the Order of the Golden Fleece |
Deskrivet dre | Portrait of Louis XVI, King of France and Navarre (1754-1793) |
Oberennoù zo en dastumad | National Gallery of Art, Royal Collections of the Netherlands |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
E vuhez
kemmañLouis-Auguste e oa e anv. Mab e oa da Louis-Ferdinand de France, Daofin Bro-C'hall ha d'e eil pried Maria Josepha von Sachsen (1731-1767).
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimezet e voe da Maria Antonia Aostria (1755-1793), anavezet ivez evel Marie-Antoinette Bro-C'hall. Roue e voe a c'houde e zad-kozh Loeiz XV e 1774. Breur henañ e oa da Loiz XVIII ha Charlez X a zeuio da vezañ roueed Bro-C'hall.
Ren
kemmañPignat a ra war an tron da 19 vloaz. Diouzhtu e voe o talñ ouzh kudennoù lies dreist-holl goude ma voe bet kemeret perzh gant rouantelezh Bro-C'hall e Brezel dieubidigezh Stadoù Unanet Amerika, ouzhpenn da-se e oa kudennoù arc'hant drastus gant e vro. Adkempenner gwan, o cheñch ali alies, klask a rae degas kemmoù d'ar vonarkiezh gant sikour e maodierned. Adlakaet e voe e-plas ar parlamantoù, kempennet gwir an dud (fin ar jahinerezh aotreet e 1781 ha 1788, lammet statud ar served en domani roueel e 1779, roet lamm d'ar gwirioù-treizh korfel evit yuzevien Elzas e 1784, skrid-emglev lez-ober evit ar brotestanted e 1787).
Stankañ a reas da geñver an tailhoù hag arc'hantaouiñ ar rouantelezh (adkempennoù e 1774-1776, 1781, 1787 div wech). Mennozh lakaat e-plas un tailh eeun ingal evit holl sujidi ar vro e-plas an tailh dizingal taille. An noblañs a robenn a-sav a-enep kreñv, difenn a reont o dreist-gwirioù e parlamant Pariz ha lez Versailles e voe an enebiezhioù kreñvañ. Louis XVI en devoa klasket tremen e-bioù e enebourien evit degas adkempennoù en ur ginnig e vennozhioù dirak un emvod pennoù-bras e 1787 ha goude-se e-pad emvod ar Stadoù-meur e 1789.
Darvoudoù pouezus
kemmañKenarroud
kemmañEn e raok: Loeiz XV |
Roue Bro-C’hall Roue Navarra 1774 – 1791 |
War e lerc'h: Loeiz XVII |
En e raok: Loeiz XV |
Roue ar C'hallaoued 1791 – 1792 |
War e lerc'h: Loeiz-Fulup Iañ |