Marie-Antoinette Aostria
(Adkaset eus Marie-Antoinette Bro-C'hall)
- Ur pennad Marie-Antoinette zo ivez.
Marie-Antoinette Aostria (Vienna, 2 a viz Du 1755 - Pariz, 16 a viz Here 1793), Maria Antonia Anna Josepha Johanna Habsburg-Lorraine hec'h anv klok, a oa ur briñsez impalaerel aostrian, arc'hdugez Aostria, priñsez Hungaria ha Bohemia, dimezet d'an daofin gall Loeiz a voe roue Bro-C'hall goude-se, ha dre-se daofinez Bro-C'hall ha rouanez Bro-C'hall goude.
Dibennet e voe e-kerzh an Dispac'h gall. Lesanvet e voe « l’Autrichienne » kenkent hag erruet e lez Bro-C'hall, « Madame Déficit » goude, ha « Madame Véto » diwezhatoc'h.


Buhez Aozañ
Merc'h e oa da Frañsez Iañ an Impalaeriezh Santel ha d’e bried an impalaerez Maria Theresia.
C'hoar e oa d'an impalaerien santel Joseph II ha Leopold II, a renas o-daou, an eil war-lerc'h egile.
Levrioù Aozañ
- Marie-Antoinette, romant he buhez gant Stefan Zweig
- Marie-Antoinette gant Antonia Fraser, Flammarion, Paris, 2006
- Marie-Antoinette, gant André Castelot, Librairie académique Perrin, Paris, 1962
- Marie-Antoinette. La captivité et la mort, gant G. Lenotre, Librairie académique Perrin, Paris 1908
- Journal de Léonard, coiffeur de Marie-Antoinette gant Léonard Autié, Les éditeurs libres, Paris, 2007
- Marie-Antoinette, buhezskrid gant Stefan Zweig.
Filmoù Aozañ
- Marie Antoinette - ur film stadunanat renet gant W.S. Van Dyke e 1938, ha Norma Shearer eo ar rouanez;
- Marie Antoinette - ur film stadunanat renet gant Sofia Coppola e 2006, ha Kirsten Dunst en rouanez.