Stefan Zweig, bet ganet e Vienna (en Impalaeriezh Aostria-Hungaria d'an ampoent) d'an 28 a viz Du 1881, ha marvet d'an 22 a viz C'hwevrer 1942 e Petrópolis, e-kichen Rio de Janeiro (Brazil), a zo ur skrivagner, saver pezhioù-c'hoari, buhezskridour ha kazetennour alamanek. En e amzer e oa unan eus brudetañ skrivagnerien ar bed.

Stefan Zweig

Buhez Aozañ

Dre ma oa pinvidik a-walc'h evit chom hep labourat e tremen bloavezhioù o veajiñ en Europa, Indez (e 1910) hag ar Stadoù-Unanet (1912). Deskiñ a ra meur a yezh estren, ha dizoleiñ sevenadur hag arzoù-kaer Europa. Dont a ra da vezañ mignon da Romain Rolland, Sigmund Freund, Charles Vildrac hag ar barzh flandrezat Emile Verhaeren. Treiñ a ra en alamaneg oberoù Charles Baudelaire, Arthur Rimbaud, Paul Verlaine ha John Keats.

Sevel a ra a-enep ar Brezel Bras, ur brezel hag a zo kontrol d'ar spered european, hervezañ. E vuhez skrivagner a zo bet dalc'hmat ur menoz hepken : sevel liammoù etre sevenadurioù Europa.

E 1934 ez a kuit eus Aostria evit en em staliañ e Londrez (Bro-Saoz), ken dic'houzañvus e teu da vezañ an tagadennoù enepyuzev en e vro. An nazied a sav a-enep e oberenn, ha taolet e vez e levrioù en tantad, war ur blasenn foran e Berlin zoken.

Kuitaat a ra ar Rouantelezh-Unanet avat evit kaout repu e Brazil e 1941. Skoet eo gant follentez Mab-Den, ar brezel-bed nevez, trec'h an nazied, ha marv e uhelbal a beoc'h. Divizout a ra en em lazhañ, asambles gant e wreg Lotte, d'an 23 a viz C'hwevrer 1942 e Petrópolis, e-kichen Rio de Janeiro.

Savet en deus Stefan Zweig un oberenn liesseurt : romantoù, danevelloù (Ar c’hoari-echedoù), buhezskridoù (Fouche, Hölderlin, Balzac, Mary Stuart…), pezhioù-c'hoari (Volpone).

Oberennoù Aozañ

  • Vergessene Träume (1900), danevell
  • Silberne Saiten (1901), barzhonegoù
  • Der Stern über dem Walde (1904), danevell
  • Die Liebe der Erika Ewald (1904), danevell
  • Tersites(1907)
  • Brennendes Geheimnis (1911), danevell
  • Geschichte in der Dämmerung (1911), danevell
  • Erstes Erlebnis. Vier Geschichten aus Kinderland (1911)
  • Angst (1920), danevell
  • Amok (1922), danevell
  • Die Augen des ewigen Bruders (1922), danevell
  • Verwirrung der Gefühle (1927), danevell
  • Sternstunden der Menschheit (1927)
  • Untergang eines Herzens (1927), danevell
  • Drei Dichter Casanova – Stendhal - Tolstoi (1928), buhezskridoù
  • Joseph Fouché (1929), buhezskrid
  • Die Heilung durch den Geist. Mesmer - Mary Baker Eddy - Freud (1930)
  • Marie Antoinette (1932), buhezskrid
  • Maria Stuart (1935), buhezskrid
  • Triumph und Tragik des Erasmus von Rotterdam (1935)
  • Die schweigsame Frau (1933)
  • Castellio gegen Calvin oder Ein Gewissen gegen die Gewalt (1936)
  • Baumeister der Welt (1936)
  • Die gleich-ungleichen Schwestern (1937), danevell
  • Magellan (1938), buhezskrid
  • Ungeduld des Herzens (1939)
  • Schachnovelle (Ar c’hoari-echedoù) (1941), danevell
  • Die Welt von Gestern (1942), Emvuhezadur
  • Balzac, buhezskrid
  • Rausch der Verwandlung, romant diechu
  • Brief einer Unbekannten (Lizher ur vaouez dianavez)
  • Ben Johnson's "Volpone", reuzc'hoari

Oberennoù troet e brezhoneg Aozañ

  • War al lenn, troet gant Herve Gouedard in Al Liamm Niv. 323 (Du-Kerzu 2000)
  • Ar c'hoari-echedoù, troet gant Gérard Cornillet, An Alarc'h embannadurioù, 2013
  • Lizher ur vaouez dianavez, troet gant Gérard Cornillet, An Alarc'h embannadurioù, 2013