Emlazh (diwar em- ha lazhañ) a reer eus doare unan bennak da lakaat un termen d'e vuhez a-youl gaer. Alies e tegouezh diwar an dic'hoanag, hag a c'haller santout abalamour da gleñvedoù spered, da ziasterioù arc'hant pe sokial.

Marv Seneca (1684), gant Luca Giordano. Eus marv Seneca ar Yaouankañ, rediet d'en em lazhañ gant Neron, eo ez eus anv.

Doareoù d'en em lazhañAozañ

Diforc'hioù zo hervez ar broioù. Setu an doareoù gwelet ar muiañ:

E Japan ez eus un doare hengounel d'en em lazhañ, anvet seppuku pe hara-kiri. Mervel a reer diwar zivouzellañ.

AbegoùAozañ

Kemmañ a ra an abegoù hervez an amzer (istor), hervez ar vro, hervez oad an dud, ha hervez ar micherioù zoken.

OadAozañ

En em lazhañ a ra krennarded abalamour d'ar poanioù gouzañvet pe en o familh, pe er skol, a-wechoù abalamour da heskinerezh krennarded all.

En em lazhañ a ra tud kozh abalamour ma ne fell ket dezho gouzañv poanioù ar gozhni hag ar c'hleñved.

MicherioùAozañ

Brudet eo bremañ an emlazhoù kouerien, abalamour alies d'ar wask etre daouarn ar bankoù, ha d'al labour kalet.


Tud o deus en em lazhetAozañ

Tud vrudet zo bet en em lazhet, a-wezhioù dre levezon ur spered romantel. En oberenn Die Leiden des jungen Werther, bet skrivet gant Goethe, en em lazh an dudenn bennañ dre ma ne c'hall ket seveniñ e garantez.

Da ziwall : klevet e vez a-wechoù e vije en em lazhet Sokrates, ar filozof gresian brudet. Evit gwir, barnet d'ar marv e oa bet : ha, d'ar mare, doare an Ateniz a veze lakaat an den kondaonet da lonkañ kontamm (kegid) ; dre se, ne oa bourev a lazhfe ebet, nemet an den kablus e-unan. A-hend-all, test eo Platôn (Phaidôn, 61 c - 62 c) e prezege groñs Sokratez a-enep d'an emlazh.

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.