Andreas Baader
Bernd Andreas Baader (bet ganet d'ar 6 a viz Mae 1943 e München, ha marvet d'an 18 a viz Here 1977 e Stuttgart) a oa ezel ha penn an aozadur stourm alaman « Tuad an Arme Ruz» (Rote Armee Faktion RAF), anavezet ivez gant anv «Bandenn Baader» ). Empleget eo gant 5 gwalldaol gant ar vombezenn e-pad ar bloavezh 1972. Arzet ar bloaz-mañ, lakaet eo bet en toull-bac'h er memes amzer e vignonez ha kendiazerez ar RAF, Gudrun Ensslin, ha Jan-Carl Raspe e 1977 hag int-o-tri kavet marv en o log. Ar mezeien lezennel a gloz gant un emlazhadenn a-stroll, ha ma kalz elfennoù a enkredeka tezenn ul lazherezh.
BuhezskridAozañ
YaouankizAozañ
En ur vro rannet e daou goude an Eil Brezel Bed, en deus kresket Andreas Baader e ti e vamm-gozh a-hed blavezhioù kentañ e vuhez, ha war lerc'h, en un tiegezh gant 3 flac'h : e vamm, e vamm-gozh hag e voereb. Bugale, adkaset eo bet digant kalz skolioù. Tremen a ra e yaouankiz hep e dad, an istourion Berndt Phillipp Baader, aet diwar wel e 1945 e pad ar brezel. Pa, o tont a vMunich, degouezh a ra e Berlin hag en em daol war al leurenn an tu-kleiz pellañ, en deus dija un dremened hir evel gwallgrennard (meur a felladenn war an hent ha kudennoù arall). Tost kement e felladennoù a zo e-keñver e entan evit ar c'hirri-buan ha dirolloù-tizh dre noz : laerezh kirri, falsañ paperoù.
Evit ar Baader yaouank, un dud a fiziañs a oa e eontr, korollour ha aktour Michael Kroecher, gant piv e miras darempred gantañ e-doug pell, memes pa e oas oadour.
A felliezh da stourmAozañ
Oberezhioù Baader a zo a bep seurt (a wezhoù manikin evit kazetennoù heñvelreizh). E-pad e vloavezhioù e Berlin, labour a ra evel saver tiez, ha hep berzh, evel kazetenour gant keleier «à sensations». Dedenet eo ivez gant al lennegezh hag ar prederouriezh.
An 2 a viz ebrel 1968 Baader, Gudrun Ensslin, [[Thorwald Proll] et Horst Shönlein a laka tan da galz gourmac'hat e Frankfort. An tanioù-gwall-mañ a goust un neubeut 675 000 marks, met gloazet ebet. An 31 a viz here 1968, Badder hag e vignonez Gudrun Ensslin zo bet kondaonet da zremen 3 bloaz en toull-bac'h rak an afer-se.
Goude ur goulenn da adwelaat e boan, Baader zo bet dieubet ha kemer perzh e Frankfort, gant Ensslin, d'ar c'houlzad e alamaneg Heimkampagne gant ar strollad «enebiezh ouzhpenn-breujoù». Pa en deus da zistreiñ en toull-bac'h e 1969, e kuit ar Vro Alamagn hag e kuzh e Pariz da gentañ, ha goude en Italia.
E miz meurzh 1970, distreiñ a ra e Berlin gant e vignonez Ensslin. Met flatret eo bet gant Peter Ubracht, ha arzet e-pad ur gaou kontroll war an hent, drevezet gant ar polisourion. Adlakaet eo bet en toull-bac'h e Tegel. Ar 14 a viz mae er memes bloavezh, e-pad e treuzkas d'an Institud-Sokial e Berlin, e oa bet dieubet gant ar gazetennerez Ulrike Meinhof, hag he doa aozet un toull-trap gant izili ar RAF dazont.
An RAFAozañ
D'ar 5 a viz mezheven 1970, an destenn « Sav a arme ruz» a zo embannet er gazetenn Agir 883 hag e oa an disklêriadur kefridie ha diazezet an RAF. An destenn a oa tonket gant ar frazennoù : «Kas war-raok stourm ar renkadoù – kenaozañ ar proleteriezh – Krog ar rezistañs armet – Sevel an arme ruz».
Eus miz mezheven betek miz eost, Andreas Baader, Gudrun Ensslin, Ulrike Meinhof, Horst Mahler, Peter Homann, Brigitte Asdonk hag un daouzek den all a zo bet chomet en ur c'hamp aozet gant ar Fatah, e Sisjordania, evit kaout ur stummadur soudard.
En amzer gentañ, Baader hag e strollad a sach an evezh ar gouarnamant rak o argadoù ouzh tiez-bank, laeradennoù kirri ha teulioù pouezus evit gounit o bara en o buhez evel tud kuzh. An 29 a viz gwengolo, 3 ti-bank a zo bet argadet da heul gant 16 ezel eus ar strollad, ha laeret o deus tro-dro 209 000 DM.
E miz ebrel 1971, a zo aet kuit gant an dizanv en ur skignañ en ur mod boutin un plegfollen anvet «meizad ar brezel kuzh e kêr». An dra-se a zo re evit ar gouarnamant, hag an aotrouniezhoù a grog un enklask bras en RAF a-bezh, evit kavout an 50 ezel ar strollad, askorn ar rumm kentañ an RAF.
E-doug mizioù kentañ ar bloavezh 1972, Baader hag e vrigadenn a darzho savadurioù lu an S.U.A., ha savadurioù publik. O 5 argad gant ar vombezenn a raïo 5 den marv ha 30 den goazet. E miz mezheven 1972, Baader, Ensslin, Meinhof, Raspe,ha Gerhard Müller, ar pennoù kentañ an RAF a vo arzet ha lakaet en toull bac'h.
Ar prederour Jean-Paul Sartre en em gavas gant Andreas Baader, d'ar 4 a viz kerzu 1974, en e log e Stuttgart-Stammhein, evit kaozeal diwar-benn stad karc'haridegezh ar prizoniadoù-se, diskrivet evel «jahinerezh dre zifuadur» gante.
E miz ebrel 1977, goude 192 devezh prosez e Stammheim, kondaonet eo bet Andreas Baader rak lazheadennoù d'ar bac'hadur hed-buhez.
MarvAozañ
D'an 13 a viz here 1977, 4 ezel ar Talbenn ar Bopl evit Dishualded Palestina a zihent ur c'harr-nij, ar nij 181 Lufthansa dibradet eus Palma de Majorque evit Frankfurt-am-Main, en ur skrapañ 81 mac'hiad. O fenn a c'houlenn an dieubidigezh evit 11 prizoniad izili an RAF toull-bac'het e Stammhein. Ar c'harr-nij az a evit echuiñ da Mogadiscio, e Somalia. An abadenn a echuo an 18 a viz here, gant emellerezh ur strollad ispisiallu Alamagn.
Hervez an testennoù kefridiel, Rapse en devoa desket ar c'hwitadenn an taol-esae dre ur skingomz ha komzet en devoa gant Baader, Ensslin ha Irmgard Möller, evit kenurzhiañ ur pakt emlazhadenn a-stroll. E-pad ar beure, Baader ha Rapse a zo kavet marv dre volet en o log, Ensslin zo kavet krouget, ha Möller laeret gant 4 zaol gontell e-barzh e gof.[Irmgard Möller|Möller]] a chomo bev.
Filmoù ha levrioùAozañ
- 1978 : Alamagn en diskaramzer, film a-stroll savet gant Alexander Kluge, Rainer Werner Fassbinder ha Volker Schlöndorff.
- 2002 : Baader, film alaman savet gant Christopher Roth.
- 2006 : Engroez, Genoù, Armoù (Des foules, des bouches, des armes) Levr skrivet gant Alban Lefranc a-zivout Baader, Ensslin ha Vesper (he mignon kentañ dezhi).
- 2008 : Bandenn Baader (Der Baader Meinhof Komplex), film alaman savet gant Uli Edel.
- 2011 : Piv, nemedomp (Wer wenn nicht wir) film alaman savet gant Andres Veiel.