Tuad an Arme Ruz (en alamaneg: Rote Armee Fraktion; RAF), anavezet alies gant an dud dre an anv bet roet gant ar c'helaouennoù ar Strollad Baader-Meinhof, a oa anezhañ strollad pe luskad kleizour pennañ oc'h ober gant ar feulster e Alamagn goude an Eil Brezel Bed. Oberiant e oa etre ar bloavezhioù 1970 ha 1998 hag int deuet da vezañ ur gudenn vras evit ar vro en diskar-amzer e 1977 dreist-holl. Lazhet e oa bet meur a den a-bouez gante en un 20 vloaz bennaket.

Tuad an Arme Ruz
aozadur sponterezh, armed non-state actor, urban guerrilla group, aozadur armet
Deiziad krouiñ1970 Kemmañ
Anv er yezh a orinRote Armee Fraktion Kemmañ
Anv berrRAF Kemmañ
Anvet da sponter gantRepublik Kevreadel Alamagn Kemmañ
Diellaouet gantInternational Institute of Social History Kemmañ
Anvet diwarLu Ruz Kemmañ
DiazezerUlrike Meinhof, Gudrun Ensslin, Andreas Baader, Horst Mahler Kemmañ
PrezidantAndreas Baader, Ulrike Meinhof, Gudrun Ensslin, Horst Mahler, Jan-Carl Raspe Kemmañ
StadAlamagn, Republik Kevreadel Alamagn Kemmañ
Ideologiezh politikelMarksouriezh-leninouriezh, revolutionary socialism, anti-imperialism Kemmañ
Palproletarian revolution Kemmañ
Deiziad divodañ20 Ebr 1998 Kemmañ
URLhttp://casacomum.org/cc/visualizador?pasta=06828.178.27989#!15, http://casacomum.org/cc/visualizador?pasta=06828.178.27991, http://casacomum.org/cc/visualizador?pasta=06828.178.27992#!8 Kemmañ
Operating areaRepublik Kevreadel Alamagn, Alamagn Kemmañ
Rummad evit an iziliRummad:Izili Rote Armee Fraktion Kemmañ

Savet e oa ar strollad er penn kentañ diwar luskadoù ar studierion en Alamagn er bloavezhioù 1960. Pa teuas Mohammed Reza Pahlavi, Shah Iran, da weladenniñ Berlin ar Reter ez-ofisiel d'an 2 a viz Mezheven 1967 e troas al luskad studierion da daol-strap. Da heul ar manifestadegoù en o fenn Iraniz en harlu harpet gant ar studierion alaman ez eas ar Chah d'an opera. Da geñver-se e varvas ur studier alaman, Benno Ohnesorg e anv, pa oe tennet warnañ gant polis Alamagn ar Reter.

Abalamour da se hag ivez d'ar stourm a-enep d'ar brezel e Viêt Nam ec'h en em gavas Thorwald Proll, Horst Söhnlein, Gudrun Ensslin hag Andreas Baader evit ar wech kentañ. Divizout o doa graet neuze lakaat an tan e-barzh ur re stalioù bras en Alamagn. Da vare o barnedigezh goude bezañ harzet e 1968 e savas ar gelaouennerez Ulrike Meinhof un nebeud pennadoù pozitivel diwar o fenn evit ar gazetenn bolitikel Konkret.

Aet e oa Baader hag Ensslin da guzh goude o barnedizgezh, met adtapet e oa bet Baader e miz Ebrel 1970. D'ar 14 a viz Mae 1970 e tec'has kuit deus an toull-bac'h dre un taol feulster. Da c'houde ez eas Baader, Ensslin, Mahler ha Meinhof d'ar Reter Kreiz evit tapout un tamm stummadur milourel.

O tont en-dro d'an Alamagn e voe kroget gante ar stourm a-enep d'an impalaerouriezh hag ouzhpenn lakaat an tan e-barzh lec'hioù milourel ar Stadoù Unanet staliet en Alamagn ha komiserdioù e voe laeret en tiez-bank dre feulster evit dastum an arc'hant o deveze ezhomm dioutañ.

D'ar mare-se e voe embannet un disklêriadur bet savet gant Meinhof e-lec'h ma veze implijet evit ar wech kentañ an anv "RAF" (Tuad an Arme Ruz) hag arouez ar steredenn ruz enni ur vindrailherezig. Tapet e oa bet Baader, Ensslin, Meinhof, Holger Meins ha Jan-Carl Raspe e 1972 goude meur a viz a strivoù taer o klask war o lerc'h.

Bac'het e oa bet bep ezel eus an Tuad war e-benn e-unan, troc'het an eil re deus ar re all hag ivez deus ar brizonidi all. Kavet e voe an tu gant Ensslin avat da gas lizhiri kenetreze oc'h implijout anvioù faos evit pep hini. Evel-se o doa gellet kas da benn ur re stourmadoù nac'hañ-debriñ a-unvan. Rediet e oant bet da debriñ bewech, met a-benn ar fin e varvas Meins d'an 9 a viz Du 1974].

War o lerc'h a vat e teuas an eil rummad a stourmerion nevez hep liamm eeun ebet gant ar brizonidi. Gante e oa bet skrapet e 1975 Peter Lorenz, danvez-maer evit Berlin hag ezel eus strollad Unvaniezh Kristen-Demkratel Alamagn (CDU) ha rediet e oa bet ar gouarnamant da leukskel da vont ar prizoniad Lorenz en eskemm.

Kregiñ a reas ar Proses Stammheim d'ar 21 a viz Mae 1975 evit barn Baader, Ensslin, Meinhof ha Raspe began. Marteze a-walc'h e oa anezhi barnedigezh polemikoc'h e istor an Alamagn, rak Breujoù ar vro (ar Bundestag) en doa cheñchet al lezennoù evit ma ne vefe ket posupl d'un toullad alvokaded reiñ difenn an damallidi o vezañ ma oant bet tamallet int-i d'o zro ivez da vezañ bet implijet evit ma c'hellfe ar brizonidi kenderc'hel da gaout liammoù kenetreze keit ha ma oant en toull.

D'an 9 a viz Mae 1976 e voe kavet Ulrike Meinhof marv en he c'hellig, mouget gant ur serviedenn. Hervez an enklask ofisiel he doa en em lazhet, met meur a hini n'en gred ket.

Kenderc'hel a reas an taolioù-feulster a-hed ar prosez ha lazhet e voe zoken Prokulor ar Republik Siegfried Buback hag e vlenier gant daou ezel eus ar RAF e 1977.

A-benn ar fin ec'h echuas ar prosez d'an 28 a viz Ebrel 1977 goude 192 devezh ha barnet e voe an tri damallad a chome bev da vezañ bac'het betek fin o buhez goude bezañ disklêriet kablus da veur a vuntr, meur a vuntr c'hwitet ha da vezañ krouet un aozadur sponterezh.

Skrapet ha drouklazhet e oa bet Jürgen Ponto, penn Ti-bank Dresdner, e miz Mezheven 1977 dirak e di. Kiriek e oa Brigitte Mohnhaupt, Christian Klar ha Susanne Albrecht, merc'h-bihan Ponto.

Skrapet e voe ivez e miz Gwengolo 1977 Hans-Martin Schleyer, bet un ofiser en SS ha d'ar c'houlz-se Prezidant kevredigezh Implijerion Alamagn ar C'hornôg. Lazhet e oa bet en un taol tri archer a yae da heul gwetur Schleyer hag e vlenier gant pemp ezel eus ar RAF.

Da heul e voe resevet ul lizher gant ar Gouarnamant o c'houlenn groñs e vefe leusket da vont 11 den a oa en toull, en o zouez ar re bet barnet e Stammheim. Ar c'hañseller, Helmut Schmidt, a divizas chom hep plegañ dezhe hag a klaske gounit amzer evit diskoulmañ an afer. War an taol e oa bet difennet groñs kavout darempred etre an damallidi ha difennet e oa bet dezhe bezañ gweladennet nemet e vefe gant tud ar gouarnamant pe veleien an toull-bac'h.

Padout ouzhpenn miz a rae an afer keit ha ma vefe klasket an dorfedourion gant ar polis. Ha neuze ez eas an traoù kalz war washaat e-kreiz miz Here pa voe skrapet ur c'harr-nij sañset da vont eus Palma de Mallorca da Frankfurt gant ur strollad ennañ pevar arabat. Pa degouezhas ar c'harr-nij e Roma e voe disklêriet gant penn ar skraperion ar memes tra a oa bet goulennet gant ar re o doa bet skrapet Schleyer, ouzhpenn leuskel da vont daou brizoniad palestinat bac'het e Turkia hag ivez 15 milion a dollaroù.

Gant Bonn voe divizet chom hep kilañ ha kenderc'hel a reas ar c'harr-nij da vont gant e hent betek Oman e lec'h ma voe lazhet ar c'habiten. Loc'hañ a reas ar c'harr-nij adarre war-du Muqdisho, kêrbenn Somalia. D'an 18 a viz Here e voe saveteet an dud skrapet a-drugarez d'un arsailhadenn kaset da-benn gant begennoù gwarded an Alamagn, o lazhañ tri skraper diwar ar pevar a gemeras perzh en taol.

Daoust da vec'h an arsailhadenn e doa bet hounnezh efedoù grevus-tre evit izili ar RAF a vane c'hoazh en toull, rak goude selaou ar c'heleier ouzh ar skingomz e oa bet kavet marv en e bep e gell Baader, bet tennet warnañ gant ur bistolenn, hag Ensslin, bet mouget. Mervel a reas ivez Raspe en antronoz en ospital. Gloazet e oa bet Irmgard Möller ha leusket e voe da vont kuit eus an toull-bac'h e 1994. Ur wech all e voe disklêriet e oant en em lazhet ar vac'hidi, met diaes eo krediñ pa soñjer pegen dibosupl e vije bet ma vije tapet ur bistolenn e mod pe vod gant Baader.

An deiz war-lerc'h, d'an 19 a viz Here 1977 e tisklêrias skraperion Schleyer e oa bet lazhet gante.

E deroù ar bloavezhioù 1980 e voe krouet liammoù etre izili nevez deuet da RAF hag ar strollad gall Action Directe. Met goude ma voe skarzhet ar gomunouriezh diouzh an ez-Unaniezh Soviedel ne vanas nemet re RAF ken da geñver ar bloavezhioù 1990.

Betek ar bloavezhioù 1990 e kendalc'has RAF da gas da benn taolioù feulster. Da skouer : muntr ar greantour meur, Ernst Zimmermann; an taol bombezenn a-enep da aerborzh milourel ar Stadoù Unanet tost da Frankfurt ha tri den lazhet; marv Karl-Heinz Beckurts lazhet gant ur vombezenn bet lakaet en e garr-tan; marv Gerold von Braunmühl, unan eus kargidi veur Ministr alaman an Aferioù Diavaez, lazhet gant un taol pistolenn.

Tamallet eo bet RAF da vezañ kaset da benn meur a daol all, da skouer muntr Alfred Herrhausen, met n'eo ket diskwelet e oant-i kiriek e gwirionez.

Goude Adunvanidigezh an Alamagn e voe dizoloet e oa bet roet arc'hant ha harp all da RAF gant servijoù kuzh Republik Demokratel Alamagn. Gant Alamagn ar Reter e oa bet kuzhet izili RAF ha neuze e c'hellfent bezañ adkavet ha barnet.

An oberiadenn diwezhañ a-enep da RAF kaset da benn e 1993 a echuas gant harzhadenn Birgit Hogefeld ha marv Wolfgang Grams. Ez-ofisiel en em lazhas Grams, met lod a gred e voe lazhet evit dialañ Rüdiger Newrzella, un archer a varvas en afer-se.

E 1992 e tisklêrias RAF e oa bet divizet gante izelaat live ar feulster o chom hep kas da benn taolioù a-enep d'an dud. Degouezhout a raes an taol diwezhañ e 1993 pa voe tarzhet un toull-bac'h nevez-savet e Weiterstadt.

D'an 20 a viz Ebrel 1998, Reuters a resevas ur belleilenn, 8 pajennad enni, o tisklêrian e oa bet divodet ar strollad da vat.

Izili bennañ

kemmañ
Remziad kentañ
 
Galv gant ar CDU, 1977

 Ar feulster, ar spont, ar muntrañ... Ne c'hall ket an traoù kenderc'hel. Muntr ar prokulor meur Buback en deus lakaet anat d'an holl geodedourion ne gil ket ar sponterien a-zirak an torfedoù.
 Ar boutinekadur gant an SPD/FDP en deus miret ouzh al lezennoù rekis. Ret eo deoc'h oberiañ bremañ.
 Gourc'hemenn a ra ar CDU darbaroù gwirel ha stadel hag a stourm ouzh ar sponterezh en un doare efedus.
Ret eo paouez da c'houzañv ar feulster digor hag an ensiladeg, ret eo embann ar strourm ouzh enebourien an urzh frank hag an demokratelezh.
CDU – Surentez foran ha frank
Eil remziad
Trede remziad

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Marvet pa darzhas ur vombezenn e kannati Alamagn e Stockholm. Gantañ e oa Hanna Krabbe, Karl-Heinz Dellwo, Lutz Taufer ha Bernhard Rössner.