Christlich Demokratische Union Deutschlands
Unvaniezh kristen-demokrat Alamagn (Christlich Demokratische Union Deutschlands, CDU) a zo ur strollad politikel alaman savet e 1945. Strollad politikel pennañ an tu-dehou alaman eo, stag ouzh al luskad kristen-demokrat european. En Alamagn a-bezh e kaver CDU, nemet e Bavaria ma kaver CSU (unvaniezh kristen-sokial). Kenlabourat a ra an daou strollad er c'hevredad alaman dindan an anv CDU/CSU. Abaoe dilennadegoù 2005 ez eo Angela Merkel, ha hi prezidantez CDU, hag a zo kañsellerez Alamagn. Ur gouarnamant a genunvaniezh ennañ izili CDU ha re SPD eo.
Istor
kemmañGoude diskar an Trede Reich e 1945 e voe savet CDU e Berlin hag e Rheinland. Peuraozet e voe ar strollad etre 1945 ha 1949, ha peurunvanet en Alamagn a-bezh e 1950. Ul lodenn vras eus izili CDU (Konrad Adenauer en o zouez) a oa bet er Zentrum, ur strollad politikel levezonet gant ar gatoligiezh, a oa anezhañ a-raok an Eil Brezel-Bed. Katoliked ha protestanted a gaver e CDU.
Ken abred hag e 1949 e teuas da vezañ strollad politikel pouezusañ Republik Kevreadel Alamagn. Ur politikerezh levezonet gant an denelouriezh kristen, etre komunouriezh ha kevalaouriezh eo a oa kinniget gant CDU. Konrad Adenauer, hag eñ prezidant CDU, a zeuas da vezañ kentañ kañseller Alamagn ar C'hornôg goude ar brezel. Lakaat a reas Alamagn da gemer perzh e Kumuniezh Europa ar glaou hag an dir hag e Kumuniezh Ekonomikel Europa. Kañseller e voe ivez da vare ar burzhud ekonomikel er bloavezhioù 1950 ha 1960. Kenlabourat a reas CDU gant FDP, met etre 1966 ha 1969 e rankas mont e-barzh gouarnamantoù a genunvaniezh veur gant izili SPD. Goude-se e chomas pell diouzh ar galloud betek 1982, pa voe kaset gant Helmut Kohl. Ar c'henlabour gant FDP a gendalc'has, ha kemmoù a voe degaset : frankizour e teuas CDU da vezañ, oc'h embann e oa ret degas kemmoù da batrom ar Roen a-benn heuliañ lusk armerzh ar bed. Brudet mat e voe Kohl a-drugarez da adunvanidigezh Alamagn e 1990.
Koulskoude e koustas ker, ha pignat a reas aniver a dud dilabour. Kendeuzet e voe CDU ha CDU DDR e 1990. Trec'h e voe CDU en dilennadegoù kannad e 1990 hag e 1994, ha Kohl a chomas kañseller.
Trec'het e voe CDU gant SPD e 1998. CDU a savas a-du pa lakaas Edmund Stoiber (prezidant CSU) e anv da vezañ kañseller e 2002, met daoust ma voe tapet muioc'h a vouezhioù gant an emglev CDU-CSU e teuas a-benn SPD da chom e penn ar galloud peogwir e oa kevredet gant Bündnis '90/Die Grünen. Angela Merkel eo a gasas kabal CDU e 2005. Ne savas ket a-du holl izili CDU ganti, peogwir e kave dezho e oa re frankizour ar pezh a ginnige. Trec'h e voe CDU, met bihan-tre e voe an diforc'h a-fet mouezhioù, neuze e voe rediet da asantiñ ur gouarnamant an genunvaniezh vras gant SPD.
Pennoù-bras CDU
kemmañPrezidanted
kemmañ- 1949 - 1966 : Konrad Adenauer
- 1966 - 1967 : Ludwig Erhard
- 1967 - 1971 : Kurt Georg Kiesinger
- 1971 - 1973 : Rainer Barzel
- 1973 - 1998 : Helmut Kohl
- 1998 - 2000 : Wolfgang Schäuble
- 2000 - 2018 : Angela Merkel
- 2018 - 2021 : Annegret Kramp-Karrenbauer
- 2021 - : Armin Laschet
Sekretourien-veur
kemmañGouarnamantoù Alamagn ma kemeras perzh izili CDU
kemmañ- 1añ prantad-lezenniñ (1949-1953) : kañseller Konrad Adenauer
- Eil prantad-lezenniñ (1953-1957) : kañseller Konrad Adenauer
- 3de prantad-lezenniñ (1957-1961) : kañseller Konrad Adenauer
- 4re prantad-lezenniñ (1961-1965) : kañseller Konrad Adenauer (betek ar 15 a viz Here 1963), kañseller Ludwig Erhard (azalek ar 16 a viz Here 1963)
- 5vet prantad-lezenniñ (1965-1969) : kañseller Ludwig Erhard (jusqu'au 30 novembre 1966), kañseller Kurt Georg Kiesinger (azalek ar 1añ a viz Kerzu 1966)
- 9vet prantad-lezenniñ (1980-1983) : kañseller Helmut Kohl (azalek ar 1añ a viz Here 1982)
- 10vet prantad-lezenniñ (1983-1987) : kañseller Helmut Kohl
- 11vet prantad-lezenniñ (1987-1990) : kañseller Helmut Kohl
- 12vet prantad-lezenniñ (1990-1994) : kañseller Helmut Kohl
- 13vet prantad-lezenniñ (1994-1998) : kañseller Helmut Kohl
- 16vet prantad-lezenniñ (2005-...) : kañsellerez Angela Merkel
Izili CDU e penn Stadoù (Länder) Alamagn
kemmañ
|
Liamm diavaez
kemmañPorched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |