Saks-Izel
Niedersachsen, pe Saks-Izel e brezhoneg, a zo unan eus länder gwalarn Alamagn. Savet eo bet e 1946, ha klotañ a ra gant lodenn gornôk Saks istorel. Hannover eo ar gêrbenn.
Saks-Izel Land Niedersachsen | |
---|---|
Lec'hiadur | |
Ardamez ha banniel | |
Titouroù | |
Gorread | 47 624,22 km² |
Poblañs | 7 996 942 (2006) |
Stankted | 167,92 annezad/km² |
Pdk | 197,094 md € |
Pdk dre annezad | 24 600 € |
Politikerezh | |
Ministr-prezidant | Stephan Weil, SPD |
Landtag | CDU: 54 SPD: 49 FDP : 14 Bündnis 90/Die Grünen: 20 |
Lec'hienn ofisiel | niedersachsen.de |
Tiriad
kemmañ47 438 km² eo gorread al land, gant-se ez eo an eil brasañ goude Bavaria. En hanternoz dezhañ emañ Mor an Hanternoz ha Schleswig-Holstein, Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg ha Saks-Anhalt er reter, Hessen ha Thüringen er su, ha Nordrhein-Westfalen hag an Izelvroioù er c'hornôg.
Kêrioù pennañ :
- Hannover (kêr-benn): 596 000 annezad (31/12/2006)
- Braunschweig: 245 872 annezad
- Osnabrück : 164 489 annezad
- Oldenburg: 158 394 annezad
- Göttingen : 122 187 annezad
- Wolfsburg : 122 148 annezad
- Salzgitter : 108 763 annezad
- Hildesheim : 102 937 annezad
- Wilhelmshaven : 84 118 annezad
- Delmenhorst : 76 094 annezad
- Celle : 71 536 annezad
- Lüneburg : 71 306 annezad
Div enezennad a zo ivez : Land Bremen eo.
Istor
kemmañA-viskoazh eo bet aloubet an tiriad gant pobloù german. Bro orin ar Saksoned eo ivez, sed orin anv al Land. E Kalkriese e vije c'hoarvezet emgann Teutoburg ma paouezas emastenn ar Romaned war-du an hanternoz. Eno eo o dije armeoù Arminius flastret lejionoù roman Varus er bloavezh 9. Hervez tud all e vije lec'h emgann Pontes longi (er bloavezh 15).
Pa voe kendalc'h Vienna e voe divizet leuskel peder stad dizalc'h gant Saks-Izel : rouantelezh Hannover, dugelezh Oldenburg, dugelezh Braunschweig-Lüneburg ha priñselezh Schaumburg-Lippe.
Goude ar brezel etre Prusia hag Aostria e 1866 e voe aloubet ha staget rouantelezh Hannover ouzh Prusia, hag ur broviñs e teuas da vezañ. E 1922 e voe staget kontelezh Pyrmont, hag a oa perc'hennet gant priñselezh Waldeck betek-henn. E 1937 e voe eskemmet un nebeud proviñsoù etre Hamburg ha proviñs Hannover : Cuxhaven a voe lakaet e proviñs Hannover, ha roet e voe kêr Harburg da Hamburg. E 1941 e voe kememt an harzoù etre Braunschweig ha Hannover. Pa voe aloubet Alamagn goude an Eil Brezel-Bed e voe cheñchet an traoù c'hoazh : kêrioù eus ar reter ha kanton Neuhaus a chomas e diavaez an tiriad meret gant ar Vreizhveuriz. Kêrioù ar reter a voe lakaet er Saks-Anhalt, ha kanton Neuhaus a voe staget ouzh Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg. Arondisamant kontelezh Schaumburg, hag a oa ul lodenn eus proviñs Hessen-Nassau, a voe staget ouzh proviñs Hannover.
E 1946 e voe staget proviñs Hannover ouzh Länder Braunschweig, Oldenburg ha Schaumburg-Lippe gant ar Saozon, ha savet e voe Saks-Izel evel-se.
D'an 13 a viz Ebrel 1951 e voe embannet bonreizh da c'hortoz Saks-Izel ha d'ar 1añ a viz Mae 1951 e voe lakaet da dalvezout.
E 1974 e voe aozet un hollvouezhiadeg ma voe goulennet ma vefe dizalc'h en-dro Land Oldenburg ha Schaumburg-Lippe. D'an 9 a viz Genver 1976 e voe votet ul lezenn gevreadel a embanne e vefent stag da viken ouzh Saks-Izel.
E miz Meurzh 1993 e voe ur feur-emglev ha kanton Neuhaus a voe adroet da Saks-Izel d'an 30 a viz Mezheven 1993. Betek-henn e oa ul lodenn eus Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg.
Goude adunvanidigezh Alamagn e voe aozet bonreizh Saks-Izel gant al Landtag : embannet e voe d'an 19 a viz Mae 1993, ha lakaet da dalvezout d'ar 1añ a viz Even 1993.
Poblañs
kemmañ7,5 million a dud a zo e Saks-Izel. 93 % anezho a gomz alamaneg. Ur rannyezh anvet Plattdeutsch a vez komzet war ar maezioù e norzh Saks-Izel. Daou vil den a gomz ivez frizeg ar reter (seeltersk). En arondisamant Cloppenburg (e gwalarn Saks-Izel) emaint o chom, nepell diouzh harzoù an Izelvroioù.
Melestradur an tiriad
kemmañEl Land e kaver :
- rannvro Hannover (Region Hannover), enni 21 gumun (Gemeinden)
- 8 kêr-arondisamant (kreisfreie Städte)
- 37 arondisamant (Landkreise) enno 994 kumun, 2 zistrig nann aozet (gemeindefreie Bezirke) ha 23 ziriad nann aozet (gemeindefreie Gebiete}}).
736 kumun a zo strollet e 140 kanton (Samtgemeinden) ma vez aozet ar melestradur. Er 287 kumun all ez eus ur melestradur kumun. (Einheitsgemeinden).
D'ar 1añ a viz Genver 2005 e voe divodet pevar distrig : hini Braunschweig, hini Hannover, hini Lüneburg ha hini Weser-Ems.
Arondisamantoù (Landkreise) ha kêrioù-arondisamantoù (kreisfreie Städte)
kemmañRannvro Hannover (statud ispisial):
37 arondisamant (Landkreise) Saks-Izel:
8 kêr-arrondisamant (kreisfreie Städte) Saks-Izel:
Liammoù diavaez
kemmañ
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |