Lüneburg zo ur gêr eus Alamagn, e stad Saks-Izel, un 50 kilometr bennak er gevred da Hamburg, en un tolead anvet Lüneburger Heide ("Lanneg Lüneburg"), war lez ar stêr Ilmenau. Annezet eo gant 70 000 den pe war-dro (2011 hag en tu-hont da 100 000 a dud en tolpad-kêr.

Er Grennamzer Uhelañ e oa Lüneburg unan eus kêrioù pinvidikañ hanternoz Alamagn hag unan eus kêrioù pouezus Kevre an Hansa e oa. Dont a rae ar binvidigezh-se eus ar vengleuz holen a oa er c'horn-bro. Anv a reer eus korvoerezh ar vengleuz-se en ur skrid eus 956 ha betek 1980 e voe eztennet holen enni.

Pennad kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.