Mengleuz

Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur vengleuz zo ul lec'h ma vez tennet danvezioù fetis eus an douar.

Chuquicamata-002.jpg

Dindan an amzer emañ ar mengleuzioù evit eztennañ ar vein pe ar pri implijet er sevel tiez, ar mein-glas en o zouez. Ar pri-gwenn (kaolin e galleg) a vez eztennet diouzh mengleuzioù digor koulz ha dre gleuziañ ribouloù. Ret e vez kleuziañ ribouloù evit klask danvezioù priziusoc'h all evel ar metaloù (houarn, kouevr, aour, arc'hant, plom, staen, aour-gwenn, talk...). Graet e vez min ivez (diwar ar galleg mine) eus ar mengleuzioù-se. An holl vengleuzioù a zo renet dindan kod ar mengleuzioù e Bro-C'hall. Hervezañ ret eo goulenn digant ar velestradurezh un aotre evit eztennañ a-yoc'h traoù eus an douar.

Danvezioù pennañ eztennet eus douaroù BreizhAozañ

Sell ouzh Mengleuzerezh e Breizh

P'eo ledenez Breizh ur rann eus an tolzennad karregadoù bras ha kozh-tre a ya d'ober an torosad Arvorig ez eus meur a vetal ha meur a seurt maen a c'hell bezañ eztennet. Sell ouzh douarouriezh Breizh.
Hiziv e vez eztennet un tammig houarn hag uraniom ha kalzik a garregadoù : greuvaen (50% eus produadur Bro-C'hall), pri-gwenn e Berrien, kerfalit e Groñvel.
Gwechall e veze mengleuzioù staen (korvoet en Henamzer hag e dibenn ar XXvet kantved), plom hag arc'hant (mengleuzioù An Uhelgoad, Pont-Pagan, Henwig-ar-C'houenon), maen-glas (pe sklent) kavet e-leizh e Menez Are, met serret diwar kevezerezh mengleuzioù Anjev ha Spagn.

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.