An Uhelgoad

kumun Penn-ar-Bed

An Uhelgoad a zo ur gumun eus Bro-Gerne, e Menez Are, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh. Penn kanton e oa betek 2015.

An Uhelgoad
Al lenn hag ar bourk
Al lenn hag ar bourk
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Huelgoat
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant  Penn-ar-Bed
Arondisamant Kastellin
Kanton an Uhelgoad (betek 2015)
Karaez (abaoe 2015)
Kod kumun 29081
Kod post 29690
Maer
Amzer gefridi
Jacques Thepaut
2021-2026
Etrekumuniezh Menez Are Kumuniezh
Bro velestradurel Kornôg Kreiz-Breizh
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 405 ann. (2020)[1]
Stankter 94 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 21′ 54″ Norzh
3° 44′ 37″ Kornôg
/ 48.365, -3.743611
Uhelderioù kreiz-kêr : 175 m
bihanañ 92 m — brasañ 267 m
Gorread 14,87 km²
Lec'hiañ ar gêr
An Uhelgoad

Ardamezioù kemmañ

  En gul e garv tremenant en aour; e gab kommet en geoted karget gant ur vrizhenn erminig en aour hebiaet gant div garpenn en aour ivez, treustellet tal-ouzh-tal; ur c'houdreustell en aour war al lodennadur.
  • Ger-ardamez: Ar mein kalet hag ar stêrioù arc'hant
  • Aozer: Bernard Le Brun
  • Diviz-kêr: 24 a viz Eost 1977

Istor kemmañ

Henamzer kemmañ

  • Ne gaver ket pikol tra a denn d'an Henamzer en Uhelgoad nemet al lenn, diwar ziouer a furchadennoù hag a enklaskoù moarvat. Koulskoude, dre ma n'emaer ket pell diouzh an hentoù pouezus a voe savet da vare ar Romaned ez eur techet da grediñ e veze darempredet an dachenn a ya d'ober parrez an Uhelgoad hiziv gant soudarded Roman. Soñjal a reer e oa bet Romaned o chom er c'hamp a vez graet « kamp Artus » anezhañ.

XVIIvet kantved kemmañ

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 93 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,36% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].

Eil brezel-bed kemmañ

 
Stourmerion ag ar Rezistañs en Uhelgoad
 
Karr hobregonet
M 20 SUAat en Uhelgoad

Brezel Korea kemmañ

Brezelioù didrevadennañ kemmañ

Brezel Indez-Sina kemmañ
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[6].
Brezel Aljeria kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

Lec'hioù heverk er c'hoat kemmañ

Un tamm-mat a reier iskis ha brudet a gaver en dro d'an Uhelgoad. En o zouez...

Ar Roc'h 'gren (ar Maen-Dogan) kemmañ

Ar Roc'h 'gren, ur pezh karreg bras-divent, chomet eus ar mare ma veze korvoet greunit er vro, un esperadenn a vaen er c'hoad, zo 137 tonenn a bouez enni! Bras-eston eo he ment: 7 metr hirder, 3 m uhelder ha 2,80m ledander. Diazezet eo war ur c'her moan 90 cm hed a ro an tu dezhi da brañsellat un tamm pa bouezer gant e gein.

War lein ar roc'h e c'haller gwellet toulloù. Klotan a reont gant al lec'hioù ma veze lakaet gennoù houarn; d'ar mare ma veze korvoet ar greunit en Uhelgoat o doa klasket mengleuzierien faoutañ anezhi.

Ar Pont Ruz kemmañ

Dont a ra an anv-gwañ "ruz" eus ar ger galianek "roudos". Soñjal a reer e oa bet savet ar pont-se da vare an Osismied, ur bobl c'halian eus strollad Kelted Arvorig. Vorgium (Karaez) e oa o c'hêr-benn.

Toull Artuz kemmañ

Artuz zo un adstumm eus Arzhur, un aotrou breton, difenner ar pobloù kelt eus Breizh hag eus inizi Breizh-Veur e deroù ar VIvet kantvet. Hervez ar vojenn e kouske Artuz en toull-se gant un nebeud eus e geneiled varc'heien feal. Gwa d'an neb a zihune anezhañ hep abeg, hennezh ne chome ket bev. Rak ne ranked direnkañ ar Roue mojennel-se nemet pa veze e vro en arvar. A-benn ar fin e adstagas gant ar stourm asambles gant e varc'heien evit adsevel Rouantelezh Breizh lakaet en arvar gant ar Saozon.

An Toull Don kemmañ

Erruout a ra ar stêr Arc'hant en Toull Don; en em deuler a ra-hi meur a vetr dindan hon treid. Ruziañ a ra an dour a-wechoù abalamour da liv ar c'hlegerioù.

Poull ar Boudiged kemmañ

Ul lec'h boemus eo.

Menaj ar Werc'hez kemmañ

Menaj ar Werc'hez zo bet krouet gant ur berniad reier bras. Ar mein, krignet gant ar dour-ruilh, o deus kemeret stummioù iskis. Gant un tamm ijin e c'haller gwelet armoù-kegin eus menaj ar Werc'hez: ur pofer, ul loa-gog, ur ribod, ur vegin.

Ar C'habell-touseg kemmañ

 
Ar roc'h Le Champignon

Douaroniezh kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793 kemmañ

Melestradurezh kemmañ

Tud brudet kemmañ

Tud bet marvet eno kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 106-109.
  3. Memorial Genweb
  4. Memorial Genweb
  5. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  6. Memorial Genweb
  7. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb