Ar fed sevel ouzh un nerzh, un urzh diazezet eo ar rezistañs. Rezistanted a vez graet eus an dud a stourm evit reiñ lamm d'an urzh-se, pe da nebeutañ herzel outañ a ren anezho. Daou dra a c'haller lavarout diwar-benn ar ger Rezistañs :

  • n'eo ket neptu, diskouez a ra eus peseurt tu emañ ar re a ra gantañ. Rezistanted a reont anezho o-unan, pa ra an urzh enebour gant gerioù negativel kentoc'h, evel tud disuj, estremourien pe spontourien zoken. Eus o zu e implij ar Rezistanted gerioù negativel evit komz eus an urzh a zo kaoz : gwaskerien, diktatouriezh, impalaerouriezh, oligarkiezh, establishment, etc. Gerioù arbennik a vez a-wechoù hervez ar broioù hag ar mareoù istor : nomenklatura en Unvaniezh Soviedel da skouer.
  • ur ger ledan eo, implijet evit stourmoù liesseurt ha niverus er bed hag en istor. Ar ger brezhonek-se a zeu eus ur ger gallek strishoc'h avat, Résistance, da lavaret eo ar rezistañs c'hall e-pad an Eil Brezel-bed. Kavet e vez luskadoù rezistañs e-leizh en oberennoù faltazi ivez.
Rezistañs
Iskevrennad euspolitical activity Kemmañ
Pleustret gantresistance fighter Kemmañ
Implijet gantRezistañs Kemmañ
Rezistanted spagnol ouzh arme Buonaparte hag he doa aloubet ar vro, e 1808 e Valdepeñas e Proviñs Ciudad Real.
Gandhi en deus implijet an disenterezh keodedel pa oa e penn ar Rezistañs indiat a-enep Impalaeriezh Breizh-Veur.

Enebiñ a ra ar Rezistanted ouzh ur gouarnamant (estren pe diabarzh), un arme, ur galloud bennak eta, en un doare kuzh pe get, hag e-maez lezenn an aliesañ. War div dachenn e stourm ar Rezistanted enep an urzh a zo anv anezhañ :

Ar galloud milourel ha politikel a c'hall bezañ armerzhel, sokial ha sevenadurel dre astenn-ster, da skouer ar rezistañs a-enep ar bedeladur, pe c'hoazh an Emsav breizhek.

Ar Rezistañs en istor

kemmañ
 
Ar gouvrezel a oa unan eus doareoù ar Chouaned da vrezeliñ e Breizh.

Luskadoù rezistañs e-leizh zo bet en XXvet kantved, a-enep an hollveliouriezhioù (ar gomunouriezh hag ar faskouriezh), an drevadennouriezh, hag urzhioù politikel ha sokial a bep seurt.

 
Emsavadeg Ghetto Varsovia e 1943, un darvoud bras eus ar Rezistañs yuzev enep al Loskaberzh e Polonia.

E-touez ar rezistañsoù-se e vez anv alies eus ar Rezistañs e-pad an Eil Brezel-bed, da lavaret eo al luskadoù rezistañs enep nerzhioù an Ahel. E-touez ar re bouezusañ en Europa e c'haller menegiñ : ar rezistañs poloniat, ar rezistañs yougoslavat, ar rezistañs soviedel, ar rezistañs c'hresian, ar rezistañs norvegat, ar rezistañs vreizhat, ar rezistañs c'hall, ar rezistañs velgiat, ar rezistañs danat, ar rezistañs tchek, ar rezistañs albanat, ar rezistañs izelvroat, ar rezistañs italian hag ar rezistañs alaman. Rezistañs ar Yuzevien a-enep an naziegezh a oa ivez.

A-wechoù ez eus gerioù arbennik evit envel ul luskad resis : Arbegnoch e vez graet gant ar Rezistañs etiopiat a-enep Italia faskour etre 1936 ha 1941, ha Shiftaed a veze graet eus ar Rezistanted-se gant an Italianed.

Implijet e vez ar ger Rezistañs hiziv hon deiz gant luskadoù zo, evel :

Ar rezistañs en oberennoù faltazi

kemmañ

Gant ur bern oberennoù ez eus bet taolennet rezistañsoù pe rezistanted, el lennegezh (da skouer ar c'homics V for Vendetta gant Alan Moore), er sinema (da skouer filmoù sinema diwar-benn emgannnoù dieubidigezh vroadel evel Braveheart (1995) gant Mel Gibson, The Wind That Shakes the Barley (2006) gant Ken Loach), er c'hoarioù-video, hag all hag all.

Diwar-benn ar Resistañs e-pad an Eil Brezel-bed moarvat eo bet savet ar muiañ a oberennoù : danevelloù ha romantoù e-leizh, ha filmoù ivez, da skouer Schindler's List (1993) en Alamagn, aozet gant Steven Spielberg, Black Book (2006) en Izelvroioù gant Paul Verhoeven... E Breizh e c'haller menegiñ ar film stadunanat Assignment in Brittany (1943). Kavet en deus gwelloc'h ar sinema gall alies kontañ ar Rezistañs c'hall e-pad an Eil Brezel-bed dre gomediennoù : La Traversée de Paris, La Grande Vadrouille, Mais où est donc passée la septième compagnie ?, Papy fait de la résistance, hag all hag all.

Levrlennadur

kemmañ

Diwar-benn ar Rezistañs e Breizh :

  • (fr) La résistance bretonne du XVème siècle à nos jours, gant an istorour Philippe Tourault, 2002, Perrin, (ISBN 2-262-01539-2)
  • (fr) Résistance et conscience bretonne, 1940-1945, l'hermine contre la croix gammée, gant an istorour Jean-Jacques Monnier, 400 p., Yoran embanner, Fouesnant, 2007

War dachenn ar gwir :