Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Puzzle_stub_cropped.png/36px-Puzzle_stub_cropped.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (ruseg : Союз Советских Социалистических Республик Soyouz Sovetskic'h Sotsialistitcheskic'h Respublik), ent-berr an Unaniezh Soviedel, anavezet ivez gant an teskanv URSS (СССР SSSR e ruseg), krouet e 1922, a oa ur riez hag a zo aet da get e 1991. En em astenn a rae eus ar Mor Baltel d'ar Mor Du ha betek ar Meurvor Habask. Lodenn Norzh Eurazia e oa he ziriad, hini Impalaeriezh Rusia, war-bouez Polonia ha Finland, da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed. Riez vrasañ ar bed e oa dre he gorread, hag a-bell.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a9/Flag_of_the_Soviet_Union.svg/300px-Flag_of_the_Soviet_Union.svg.png)
Deiziad krouiñ | 30 Kzu 1922 ![]() |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Союз Советских Социалистических Республик ![]() |
Anv ofisiel | Союз Советских Социалистических Республик ![]() |
Anv er yezh a orin | Союз Советских Социалистических Республик ![]() |
Anv berr | СССР ![]() |
Relijion | secular state ![]() |
Perzhiad e | War of Attrition, Talbenn ar Reter, Brezel ar Meurvor Habask, Intermediate-Range Nuclear Forces Treaty ![]() |
Anvet diwar | soviet, sokialouriezh, Republik ![]() |
Diazezer | RSKS Rusia, Republik Soviedel Ukraina, RSS Bielorusia, RSKS Treuzkaokazek ![]() |
Yezh ofisiel | rusianeg ![]() |
Kan broadel | State Anthem of the Soviet Union ![]() |
Ger-stur | Workers of the world, unite! ![]() |
Kevandir | Europa, Azia ![]() |
Stad | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel ![]() |
Kêr-benn | Moskov ![]() |
Daveennoù douaroniel | 65°0′0″N 90°0′0″E ![]() |
Renad politikel | republik soviedel, parliamentary republic, single-party system, Stad kevreadel, communist dictatorship ![]() |
Office held by head of state | President of the Soviet Union ![]() |
Penn ar Stad | Mikhail Gorbatchev ![]() |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Chairman of the Council of Ministers of the USSR ![]() |
Penn an aotrouniezh | Ivan Silayev ![]() |
Korf lezenniñ | Supreme Soviet of the Soviet Union ![]() |
Devezh-gouel | October Revolution Day ![]() |
Ideologiezh politikel | Komunouriezh, Socialism in One Country, state capitalism, Marksouriezh-leninouriezh ![]() |
Moneiz | Soviet ruble ![]() |
Foundational text | Treaty on the Creation of the Union of Soviet Socialist Republics, 1924 Soviet Constitution, Declaration of the Creation of the Union of Soviet Socialist Republics ![]() |
Diazezet war | Impalaeriezh Rusia ![]() |
Raklec'hiet gant | RSKS Rusia, Republik Soviedel Ukraina, RSS Bielorusia, RSKS Treuzkaokazek, Eil Republik Polonia ![]() |
Heuliet gant | Post-Soviet states, Kenglad ar Stadoù Dizalc'h ![]() |
Erlec'hiañ a ra | Russian Socialist Federative Soviet Republic, Interwar Latvia ![]() |
Yezh implijet | rusianeg ![]() |
Studiet gant | Soviet studies ![]() |
Deiziad divodañ | 26 Kzu 1991 ![]() |
Domani internet | .su ![]() |
Testenn ar pennreolennoù | Constitution of the Soviet Union, Biełavieža Accords, Declaration of the USSR Council of the Republics regarding the establishment of the Commonwealth of Independent States ![]() |
Banniel (deskrivadur) | Banniel Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel ![]() |
Ardamezioù | emblem of the Soviet Union ![]() |
Douaroniezh an danvez | geography of the Soviet Union ![]() |
Istor | history of the Soviet Union ![]() |
Relijion ofisiel | state atheism, dizoueegezh, secular state ![]() |
Ekonomiezh an danvez | economy of the Soviet Union ![]() |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of the Soviet Union ![]() |
Trunk prefix | 8 ![]() |
Tikedenn Stack Exchange | https://history.stackexchange.com/tags/soviet-union ![]() |
![Map](https://maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,65,90,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Unaniezh_ar_Republiko%C3%B9_Sokialour_Soviedel&revid=2095082&groups=_71c13bb25c81c35676ed0d454083e00721c0b980)
En amzer ma oa staliet an URSS e oa bet enteuziet pe zispartiet diouti un nebeud riezoù ha tiriadoù. Koulskoude, ma oa 15 republik enni en diwezh, e oa Republik Sokialour Kevreadour Soviedel Rusia an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs. E-keñver an darempredoù diplomatel ez eo Stad Rusia warlerc'hiadez an URSS.
Istor
kemmañ-
Ur brezegenn gant Lenin.
-
Lenin, Sverdlov hag Avanesov e 1918.
-
An naonegezh a lazhas tremen ur milion a dud e 1921-1922.
Disoc'h pennañ an Dispac'h rusian, c'hoarvezet e 1917 pa voe skarzhet an Tsar Nikolaz II diwar e dron, e oa krouidigezh an URSS.
Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannas Lenin, penn ar strollad bolchevik, e vefe renet ar vro gant pennaennoù ar gomunouriezh ha bev e chomas ar bennaenn-se betek an diwezh.
Un aozadur politikel hepken a voe aotreet adalek 1923, Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS) ha daou urzhaz a rene ar riez : hini ar SKUS ha hini ar pennoù politikel dilennet, met lec'hiet dindan kazel-gê ar Strollad.
-
Soudarded alaman o vont d'en em rentañ d'ar Soviediz e miz Kerzu 1941 e-pad Emgann Moskov.
-
Soudarded soviedat e-kerzh Emgann Stalingrad d'an 2 a viz C'hwevrer 1943 pa voent trec'h war ar Wehrmacht.
-
Leningradiz e-kerzh ar Seziz.
-
Mindraouilhourion soviedat e-doug Emgann Koursk.
-
Banniel an Trec'h skourret ouzh ar Reichstag gant soudarded soviedat d'an 2 a viz Mae 1945.
Goude an Eil Brezel-bed
kemmañ-
An egorlestr Vostok.
Diskar an Unaniezh Soviedel
kemmañEr bloavezhioù 1980 e oa krog an Unaniezh Soviedel da vont war e gement all. Klask a reas sekretour meur diwezhañ an URSS, Mic'hail Gorbatchev, da derriñ an diskar-mañ dre bolitikerezh ar Perestroika (Перестройка, « Adsavadur », « Adframmadur ») hag ar Glasnost (Гласность, « Foranded » ar breudoù) adalek 1985. A-benn ar fin e voe diflosket an impalaerezh soviedel e 1991, ha roet he flas da Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.
War div dachenn e c'haller kavout abegoù freuzadur an URSS :
- tachenn an armerzh, a yae gwashoc'h-gwashañ pa greske an dispignoù milourel dindan kevezerezh Stadoù-Unanet Amerika ;
- tachenn ar politikerezh, pa boueze an nerzhioù demokratel ha pa c'houlenne ar republikoù trobarzhel muioc'h-muiañ a emrenerezh.
Dre ma oa kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar renad da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h.
Ar Republikoù soviedel
kemmañ
|
Pennadoù kar
kemmañRepublikoù an Unaniezh Soviedel | |
RSS Armenia • RSS Azerbaidjan • RSS Bielorusia • RSS Estonia • RSS Jorjia • RSS Kazac'hia • RSS Kirgizia • RSS Latvia • RSS Lituania • RSS Moldavia • RSS Ouzbekistan • RSKS Rusia • RSS Tadjikistan • RSS Turkmenistan • RSS Ukraina
Republikoù berrbad : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936) |