Emgann Stalingrad
Emgann Stalingrad a zo bet un emgann drastus e-pad an Eil brezel bed adalek ar 17 a viz Gouhere 1942 betek an 2 a viz C'hwevrer 1943 etre al Lu Ruz (Soviediz) eus un tu hag an armeoù alaman, italian, rouman ha kevredidi all (An Ahel), eus an tu arall.
Emgann Stalingrad | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Eil Brezel-bed Talbenn ar Reter | |||||||
Plan an dagadenn alaman war Stalingrad | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
An Ahel: Trede Reich Roumania Italia Hungaria Kroatia | URSS | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Adolf Hitler Friedrich Paulus Erich von Manstein W.F. von Richthofen Petre Dumitrescu C. Constantinescu Italo Gariboldi Gusztáv Jány Viktor Pavičić † | Jozef Stalin Georgy Zhukov Nikolay Voronov A.M. Vasilevsky Andrey Yeryomenko Nikita Khrushchev K.K. Rokossovsky Nikolai Vatutin Vasily Chuikov | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Nerzh diazez 270 000 soudard 500 tank | 187 000 soudard 400 tank | ||||||
Kolloù | |||||||
728 000 soudard 6000 kanol | 1 129 619 soudard (478 741 lazhet pe steuziet 650 878 gloazet pe klañv) |
En-dro da gêr Stalingrad (Volgograd bremañ), e c'hoarvezas an emgann-se, unan eus ar re lazhusañ en Istor (tost d'ur milion a dud lazhet, 750 000 soudard, ha 250 000 trevour). Cheñch a reas mik doare ar brezel war Talbenn ar Reter, pa voe ar c'holl bras kentañ eus an arme alaman. Gronnet da heul enebargad ar Soviediz e rankas an Alamaned en em zaskoriñ. Un trec'h psikologel bras e voe ivez.
Pal an emgann a oa da zigentañ da dapout buan petrol ar C'haokaz met pa voe talet nerzhioù an Trede Reich e kêr Stalingrad e teuas da vezañ ur stourm evit ar gêr.
An emgann berr-ha-berr
kemmañD'an 28 a viz Even 1942, an Trede Reich a ro lañs d'an eil argadenn veur en URSS, graet e voe oberiadur brezel Fall Blau eus kement-mañ. Ar pal a oa da dapout petrol a C'haokaz.
A-benn difenn kostezenn norzh an dagadenn, an talbenn a ranke bezañ diazezet war daou stêr-veur: an Don hag ar Volga. Stalingrad a zo lec'hiet lec'h ma vez an nebeutañ a hent etre an daou stêr-veur. Ouzhpenn da-se ez eo ur greizenn sevel armoù hag un neud kehentiñ ha dezougen evit an trenioù hag ar bigi.
Ma vefe tapet ar gêr e vefe troc'het naet an hentoù dezougen brasañ norzh-su eus an URSS (dreist-holl a-fed ul lod eus ar sikourioù amerikan a dremene dre ar Volga[1] ).
O welet an nerzhioù tagañ o vont bliv, an Alamanted a choaz da vont fonnusoc'h gant an dagadennn war-zu ar C'haokaz dre ar su evit reiñ harp d'an dagadenn war-zu ar Volga er reter. Ar pouez o vezañ lakaet war pourvezi soudarded ar C'hoakaz, an argadenn war-zu Stalingrad a zo gwanaet. Dre-se e voe amzer a-walc'h gant ar Soviediz da adsevel o linennoù difenn ha da zegas nerzhioù harpañ d'an talbenn.
Argadenn alaman an hañv 1942
kemmañDre ma oa bet riset an nerzhioù alaman[2], ne oa ket tu ken da gas un argadenn hollek. An Oberkommando der Wehrmacht (Pennoù meur al lu alaman) a zivizas neuze da gas un argadenn war un dachenn bihanoc'h ha war un dachenn dic'hortoz d'an enebour, setu perak ne voe ket taget Moskov.
Ar steuñv divizet a voe neuze ar plan glas pe oberiadur brezel Fall Blau: un dagadenn dre su an URSS gant ar pal pennañ da dapout petrol ar C'haokaz.
Ar steuñv diazez
kemmañAr steuñv diazez a oa anvet dindan an anv « Urzh 41 » gant an deiziad d'ar 5 a viz Ebrel 1942 a choaz un dagadenn veur rannet e 4 pazenn o tegas an talbenn eus an Donetz etrezek an Don (200 km war-zu ar reter) hag o vont gant un hent rannet eus an norzh etrezek ar su.
An trede pazenn a wele nerzhioù tag ar gevrent hag a oa o vont gant hed ar ster Don adalek Voronej gant an nerzhioù tag ar reter o tagañ adalek Taganrog war aodou ar mor zu. Lakaet e oa bet anat ar pal da « dizhout kêr Stalingrad, pe d'an nebeutañ da lakaet ar gêr war hed-taol hor armoù ponner, efin ma vefe distrujet mik evel kreizenn sevel armoù ha neud kehentiñ. »
Un dachenn emgann dianav
kemmañEndroadur an argadenn a gas an Alamaned dres dirak kêr Stalingrad. Rediet int evit ar wech kentañ da dagañ ur gêr veur a-dal. Met ar Soviediz o deus difennet mat an dachenn. An talbenn a vez ledet war 50 kilometrad eus an norzh betek ar su, met ne ra nemet etre 3 ha 5 kilometrad eus ar reter d'ar c'hornôg.
Faziet e oa bet da vat gant pennoù an argadenn a soñje dezho e vefe riset an difennerien dindan doug un dek a devezh. Ar stourmoù e kreiz-kêr a bad 6 miz. Stalingrad a zeuas da vezañ ar c'hentañ emgann kêr pe urban ken hir en istor Mab-den (re Madrid pe Sebastopol a oa padet nebeutoc'h evit ur sizhun), an hini gentañ eo ivez o kemer plas war un dachenn greantel. Dre an endro nevez-se, ar Wehrmacht a goll darn eus e c'hounidoù:
- Ar fiñvoù bliv a zo dibosubl
- Diaesoc'h eo implij an armoù ponner
- Implij ar c'hanolierezh hag harp ar c'hirri-nij a zo diaes-spontus hep tennañ war soudarded kamalad.
- An tankoù ne c'hellont ket fiñval evel ma oant boaz
- Lu an Trede Reich n'he deus ket skiant-prenet eus an doare brezel-se
Buan a-walc'h e voe merzhet gant lod eus an ofiserien etre ne vije ket un emgann aes, ofiserien an tankoù a wele mat e oa kudennoù bras o tont war-wel. Rediet e oa implij an tankoù tostik-tost eus ar palioù da dizhout, ar pezh a lakae anezho da vezañ kizidik ouzh tagadennoù an difennerien, memes pa vezent oc'h implijout armoù enep-tankoù skañv, kuzhet pe war an toennoù pe er rivinoù.
E-maez ar propaganda hag ar selloù romantel e oa euzhus ha garv an emgann. Ar soudarded eus an daou du a oa stanket : ne c'hallent ket kilañ, ha mont war-raok a dalveze da nebeutañ bezañ gloazet don, paneveken ar marv.
Pazennoù an emgann
kemmañEmgann Stalingrad a oa bet ledet war c'hwec'h miz etre ar 17 a viz Gouhere 1942 betek an 2 a viz C'hwevrer 1943. Peder fazenn disheñvel a voe :
- An argadenn alaman war-zu kêr Stalingrad (Gouhere-Eost 1942)
- Tagadenn ar gêr gant an Alamanted (Gwengolo-Du 1942)
- An enep-argad soviedel a engelc'hias an alamaned er gêr o devoa tost tapet (adal an 19 a viz Du 1942)
- Adc'hounid ar gêr gant ar Soviediz betek kodianidigezh nerzhioù an Ahel enkelc'hiet.
Ouzhpenn ar pazennoù-se e vez kavet alies an oberiadurioù sevenet e kornôg d'an emgann veur betek ma vefe adc'hounezet : oberiadur brezel Wintergewitter sevenet gant an Alamanted a-benn saveteiñ al lu enkelc'hiet, hag emled an argadenn soviedelwar tiriad an Don-Donetsk (oberiadur-brezel Sadorn, an argadenn Ostrogojsk-Rossoch hag emgann Voronej).
Dalc'hoù strategel
kemmañEmgann Stalingrad a oa kêrel, an hini gentañ ken bras en istor Mab-den. Tachenn Stalingrad a zo dezhi kalz savadurioù greanterezh ponner evel uzin traktourioù Stalingrad ( STZ pe Stalingradski Traktorny Zavod) troet d'ar broduerezh kirri hobregonet T-34, uzin armoù Barrikady (Brezhoneg: Barikadenn, rusianeg: Кра́сные Баррика́ды) hep disoñjal ar greizenn metalerezh Here Ruz (rusianeg:КРАСНЫЙ ОКТЯБРЬ, Krasnyi Oktiabr').
An tri lec'h-se a oa bet dalc'hoù strategel meur e-pad an emgann.
Dalc'h Barrikady
kemmañEtre ar 14 a viz Here 1942 betek an 18 a viz Du 1942 e voe argad araok ziwezhañ an Alamanted e kêr Stalingrad. 90% eus ar gêr a oa bet tapet gant lu an Trede Reich. Dindan urzhioù Hitler e oa bet soñjet implij unvezioù bihan niver met arbenikaet a-benn trec'hiñ da vat al Lu Ruz.
An dagadenn a vezo e-kostez su Emgann Stalingrad, Uzin armoù Barrikady a oa e-kreiz.
Lec'hiet dres e-tal an enezennig Zaïtsevski, an uzin Barrikady a oa deuet da vezañ ul lec'h talañ d'an argadennoù alaman a glaske tapout kêr Stalingrad. Ar jeneral Lioudnikov gant e 138vet divizion a oa staliet war un enezennig anvet eveltañ. an dachenn a oa 700 metrad war 400 metrad. Gant 1500 soudard e talc'hjont an dachenn.
Nepel diouto er su ar jeneral Gorishnyï gant ar 95vet divizion troadegiezh an dachenn da zerc'hel ne ra nemet 500 metrad treuzkiz. 1500 soudard a oa staliet aze, gant ul lod anezho o vezañ martoloded eus Flodad ar Reter neshañ[3].
Keit a ma voe tu e gendalc'has ouvrierien an uzin da broduiñ obuzennoù da implij en emgann. Pa dage an Alamanted e veze kemeret armoù gant an ouvrierien evit sikour d'an difenn betek gellet distreiñ d'o labour.
-
Berr tres eus an dachenn difenn uzin armoù Barrikady e miz Here 1942
-
Deiz-ha-deiz, argadenn an Alamanted hag an enep-argadoù eus al Lu Ruz
-
Stalingrad argad alaman Here 1942 evit treuziñ an uzin armoù Barrikady
-
Stalingrad argad alaman Du 1942 evit treuziñ an uzin armoù Barrikady
-
16/11/1942 bombezadeg war Stalingrad, an uzin a vez gwelet a zo war-sav memestra
-
Stourm en un uzin
Argad, enep-argad a-bep tu e oa bet gwadus met an talbenn a chomas ar memes hini. Riset eo al lec'h gant ar bombezadegoù Stuka hag an taolioù-kanol. Pa veze echuet gant ar bombezadegoù e groge tagadenn an troadegiezh Alaman. An difennerien chomet kuzhet a zistro d'o postoù-difenn hag e groge an emgannioù.
Dalc'h uzin traktourioù Stalingrad
kemmañEtre ar 14 hag an 19 a viz Here 1942 e voe un argadenn a-berzh an Alamanted dre donedigezh an 305vet divizion war an dachenn emgann. An dagadenn a droc'h al linennoù difenn rusian e meur a lec'h. E norzh an uzin traktourioù Dzerjinski e vezo enkelc'hiet strolladoù-stourm al Lu Ruz, d'ar c'hornôg e-kostez an uzin armoù Barrikady e voe memestra. An uzin traktour a gouez e daou devezh, tizhet e voe ar Volga ha kregiñ a rae an Alamanted da vont e-barzh an Uzin Barrikady. An 62vet lu aoa troc'het e daou damm.
Unvezhioù stourm an 305vet Divizion a zo bet distrujet betek 70 %, n'eus ket mui an nerzh ganto da echuiñ gant krabanata an uzin Barrikady. Ouzhpenn-se, an difenn enep-tankoù soviedel a zo kreñvaet a-walc'h evit risañ an alamanted. Ar re-se ne c'hellont mui kaout d'ar muiañ 30 karr hobregon ouzh ar stourm. E-penn kentañ an emgann e oa bet taolet div divizion panzer gant harp unvezioù Sturmgeschütze (kanolioù arsailh).
E norzh ar stêr Mechteka, an nerzhioù soviedel eus ar strollad Ghorokov a zo o-unan e kêriadennoù Rynok ha Spartakovka. An tiriad-se difennet mat a vo ken bombezet ma voe lesanvet "Ar Verdun bihan"; Ar soviediz a zalc'ho mat eno betek fin an emgann.
Propaganda a-bep tu
kemmañImplij ar propaganda a voe uhel uhel e-pad an emgann, pep tu oc'h implij an emgann evit diskouez e oa gouest da vezañ trec'h war an enebour. Hizi-an-deiz c'hoazh e vez tuet an dud gant elfennoù propaganda bet krouet er mare-se.
-
Kazetenn en Italia faskour Gazzetta dell'Emilia - 2 a viz Gwengolo 1942 - titlet Battaglia di Stalingrado
-
Ur soudard rusian pozet gant ur grenadenn en dorn evit ar poltrijer
-
Strollad prizonidi brezel an Ahel poltrijet evit ur gazetenn
-
Soudarded soviediz tennerien ar gwellañ pozet evit ur poltred (Kerzu 1942)
-
Vasili Zaitsev pozet evit ur poltred propaganda (Kerzu 1942). Un implij meur a voe graet eus an tenner ar gwellañ-se evit propaganda ar soviediz
Goude ar c'hentañ sizhunvezhioù a stourm, holl kazetennoù ar bed a grog da vont gant heuliañ darvoudoù an emgann. Mammenn ez eo d'ar propaganda, an daou du a zo dindan evezh ar bed, ar gêr a zeu da vezañ ur simbol bedel.
Dont a ra neuze en emgann da vezañ un arouez evit an daou du engouestlet, lakaet e vez neuze muioc'h-mui a nerzh evit bezañ trec'h. N'eo ket mui nemet un emgann milourel met ivez unan ideologel, arouezg, ekonomikel; ur brezel hollel gant an daou nerzh engouestlet a-bezh evit bezañ trec'h.
Ar sikour Amerikan
kemmañEvit ar propaganda eus tu ar soviediz ha gant ar Brezel Yen o kregiñ e voe chomet dammguzh e oa bet fonnus ar sikour amerikan e-pad Emgann Stalingrad met ivez e-pad holl mare ar brezel er reter.
Graet e oa bet Lend-Lease (Brezhoneg: Prest-feurm) eus ar programm sikour-brezel sevenet gant ar Stadoù-Unanet e-pad an Eil Brezel-bed. E-penn kentañ ar pal a oa da gemer perzh er brezel met gant un doare dammguzh, gant tagadenn Pearl Harbor d'ar 7 a viz Kerzu 1941 ha donedigezh SUA er brezel e greskas ar sikourioù c'hoazh ha dindan un doare ofisiel.
Heuliadoù
kemmañAr jeneral Von Paulus a oa deuet a-benn da zerc'hel dindan e grabanoù 9 dekvedenn eus Stalingrad met a-benn ar fin ne voe ket tu dezhañ da drec'hiñ nerzh kalon ar Soviediz nag o vrasañ niver, nag an nerzh teknikel brasaet dezho dre ar sikour amerikan.
Prizonidi brezel
kemmañD'an 2 a viz C'hwevrer 1943, muioc'h evit 91 000 Alaman[4] a zo prizoniet, gant 2 500 ofiser, 24 jeneral hag ur marichal : Paulus. Ar c'hentañ wech ez eo en istor milourel Alamagn e vez prizoniet un ofiser gant ur renk ken uhel.
Al lu soviedel n'en doa ket prientet netra evit degemer kement a brizonidi, «an hanter anezho a oa marvet da nevez-amzer 1943»[5] gouzañverien eus ur c'hementad a abegoù « dibosubl da dedermeniñ» etre « stad [...] truezeg [ar soudarded pa voent prizoniet], jahinerez boaz [...] ha feblijenn an dafariñ »[5].
Levrlennadur
kemmañStudiadennoù hollek d'an emgann
kemmañ- (en) (fr) Anthony Beevor, Stalingrad, embannadur Le Livre de Poche (5 a viz Gwengolo 2001)(605 pajenn) (ISBN 9782253150954)
- (en) William Craig, Enemy at the Gates, the Battle for Stalingrad, embanner Penguin Books, C'hwevrer 2001, New York, kentañ embannadur 1973 (455 pajenn) (ISBN 9780142000007)
- (en) Anthony Beevor, Stalingrad: The Fateful Siege: 1942-1943, embannadur Penguin Books (1añ a viz Mae 1999)(528 pajenn) (ISBN 9780140284584)
Studiadenn an dudennoù engouestlet
kemmañ- (en) (de) Wilhelm Adam hag Otto Ruhle, With Paulus at Stalingrad, embannadur Pen and Sword (240 pajenn), 19 a viz Gwengolo 2015 (ISBN 9781473833869)
Studiadenn ar rejimantoù engouestlet
kemmañ- (en) Jason D. Mark, Death of the Leaping Horseman: The 24th Panzer Division in Stalingrad, embannadur Stackpole Books; Revised ed. edition (15 a viz Gouhere 2014)(560 pajenn) (ISBN 9780811714044)
Prizonidi brezel Alaman
kemmañ- (en) Adelbert Holl, Tony Le Tissier, After Stalingrad: Seven Years as a Soviet Prisoner of War, embannadur Pen and Sword (256 pajenn); 19 a viz Even 2016 (ISBN 9781473856110)
- (en) Reinhold Busch, Survivors of Stalingrad: Eyewitness Accounts from the 6th Army, 1942-1943, embannadur Frontline Books (256 pajenn); 1añ embannadur, 5 a viz Du 2015 (ISBN 9781848327665)
Adkemer er sevenadur
kemmañAdsevel istorel
kemmañLod adsevel istorel a vez graet e Rusia hiziv-an-deiz gant diaz, emgann Stalingrad.
Romantoù
kemmañ- Sven Hassel, SS-generalen "Jeneral SS" (1969)
- (en) Christoph Fromm, Stalingrad: The Loneliest Death, embannadur Primero Verlag GmbH( 474 pajenn), 21 a viz Mae 2015
C'hoarioù video
kemmañ- Stalingrad, embanner ha produerv Nobilis ha DTF Games, 22 a viz Ebrel 2015
- Red Orchestra 2 : Heroes of Stalingrad, embanner ha produer 1C Company ha Tripwire Interactive, 13 a viz Here 2011
- IL-2 Sturmovik : Battle of Stalingrad, embanner ha produer 777 Studios ha 1C Company, 2014
- Company of Heroes 2, ouzhpennadur DLC Victory at Stalingrad Mission Pack, embanner ha produer Relic Entertainment ha Sega, 25 a viz Even 2013
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ [ http://www.persee.fr/doc/receo_0338-0599_1984_num_15_3_2510 Al lend-lease amerikan evit an Unvaniezh soviedel (pennad) gant Henri Dunajewski] : "En degouezh-se Stadoù-Unanet Amerika a bourvezas d'an URSS, etre an 22 aviz Even 1941 hag an 20 a viz Gwengolo 1945, muioc'h evit 5 milion a donenn bouedoù [...] an danvez boued-se a oa keñver gant ezhommoù ul lu, savet gant 7,7 milion a soudarded e-pad ur bloavezh]"
- ↑ D'an 20 a viz Meurzh 1942 ar c'holloù soudard a zo: 225559 lazhet, 50991 steuziet ha 796516 gloazet, gant muioc'h evit an hanter a vo dibosubl dezho da adkemer ar stourm; 35 % eus nerzhioù an Oberiadur-brezel Barbarossa met 50 % ofiserien anezho gant 32 485 kollet.Lopez,2008 pajenn 35
- ↑ Emgann Stalingrad gant Pierre Montagnon embannadur du Rocher, 2012 (fr)
- ↑ Ar chifr a 91000 prizoniad a zo bet lakaet war-raok gant ar soviediz goude adkemer Stalingrad, ar studioù a-vremañ a istim ez eo 110000 prizoniad a voe bet graet.
- ↑ 5,0 ha5,1 Antony Beevor, Stalingrad, 1999, Le livre de poche, pajennoù 543 betek 557.