Oberiadur brezel Korventenn Goañv
An Oberiadur brezel Korventenn Goañv (alamaneg: Unternehmen Wintergewitter) a oa bet un argadenn alaman e miz Kerzu 1942 war Dalbenn ar Reter en Eil Brezel-bed. Ar 4e Arme Panzer alaman ne oa ket deuet a-benn da derriñ ar seziz soviedat a gelc'hie ar 6vet Arme alaman e-kerzh Emgann Stalingrad.
Rann eus | emgann Stalingrad |
---|---|
Lec'h | Volgograd |
Deiziad | 23 Kzu 1942 |
Deiziad kregiñ | 12 Kzu 1942 |
Deiziad echuiñ | 23 Kzu 1942 |
E fin miz Du 1942 e oa deuet al Lu Ruz a-benn da echuiñ gant an Oberiadur brezel Uranus, o kelc'hiañ 300 000 ezel eus an Ahel e-barzh ha tro-dro kêr Stalingrad. An nerzhioù alaman e godell Stalingrad hag en trowardroioù a oa bet adurzhiet (22 a viz Du 1942) en ur Strollad Arme an Don ha lakaet dindan urzhioù ar Feldmarschall Erich von Manstein. An Arme Ruz he doa kendalc'het da zegas ar muiañ a nerzhioù posupl evit tizhout palioù an Oberiadur brezel Saturn da droc'hañ ar Strollad Arme A diouzh ar peurrest eus an Arme alaman. Evit klask talañ ouzh ar gudenn-se e oa bet al Luftwaffe o klask pourveziañ an nerzhioù alaman e Stalingrad gant ur pont aer. En desped da bromesaoù Göring, ne oa ket bet posupl d'al Luftwaffe tizhout ar pezh a oa bet rakwelet. Ne chome nemet, a-benn neuze, klask terriñ ar seziz dre un argadenn, ha kement-mañ ar buanañ ar gwellañ rak ar pourvezioù a groge da vankout. Evel respont d'an taol dreist gant ar Soviediz en doa savet Manstein an Oberiadur brezel Korventenn Goañv.
Ar steuñv diazez, a oa ennañ peder divizion arme panzer. D'an nebeutañ eo ar pezh a oa bet prometet da vManstein. E gwirionez, pennoù uhel al lu alaman ne oant ket gwall domm da wanaat lodennoù all eus an talbenn en ur fiñval divzionoù panzer. A-benn ar fin e oa bet fiziet ar gefridi da zigeriñ un hent kilañ evit ar 6vet Arme enkelc'hiet er 4e Arme Panzer hag a oa labezet dija, ha renet gant Hermann Hoth. An nerzh alaman a oa bet o stourm a-enep meur a arme soviedat hag a oa kefridiet da riñsañ an nerzhioù alaman enkelc'hiet.