Hermann Wilhelm Göring, ganet d'an 12 a viz Genver 1893 ha tremenet d'ar 15 a viz Here 1946, a oa ur politikour, ur rener milourel, un ezel-sturier eus an NSDAP, eil penn an Trede Reich goude Adolf Hitler ha rener al Luftwaffe. Göring en doa gounezet brud e pad ar brezel bed kentañ e lec'h m'en doa diskouezet kalonegezh.

Poltred ofisiel e 1935

Tamallet e oa bet e-pad Prosez Nürnberg evit torfedoù a-enep an denelezh e-doug ar brezel, e 1945 ha 1946, ha kondaonet e oa da vezañ krouget. En em lazhañ a reas avat oc'h ober gant un ampoezon a-raok ma vefe disklêriet e gastiz.