Brezel-bed kentañ

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar Brezel-bed kentañ pe Brezel Bras a zo ur brezel hag a c'hoarvezas en Europa dreist-holl etre 1914 ha 1918. Eno eo e c'hoarvezas an emgannoù brasañ met brezel a voe en holl gevandirioù hag en holl gornioù ar bed, war zouar ha war vor, hag en oabl ivez evit ar wech kentañ.

Perzhidi er Brezel-Bed kentañ
  • ██ Kevredidi hag o zrevadennoù
  • ██ Impalaeriezhioù Kreiz hag o zrevadennoù
  • ██ Stadoù neptu
  • An emglevioù etre ar stadoù

    Brezel-bed, a vez laret, rak ar wech kentañ e voe gwelout kemend-all a vroioù o kemer perzh. Koulskoude, a-raok ma strakas an Eil Brezel-bed e veze anvet ar Brezel Bras, ha soñjal a rae d'an dud e vije an hini diwezhañ. E galleg e oa bet savet al lesanv La Der des Ders.

    Ar "Poilus" breton skeudennet en ur gazetenn. "Yann-Vari, ur breton an hini-se, gomz ket kalz met marc'h labour eo."

    E-pad an hañv 1914 e strakas ar brezel-se da-heul Gwalldaol Sarajevo d'an 28 a viz Mezheven, drouklazh an arc'hdug Franz Ferdinand von Österreich-Este, pennhêr impalaeriezh Aostria-Hungaria, hag e bried, dugez Hohenberg, gant ar broadelour serb, eus Bosnia, Gavrilo Princip.

    Bloavezh 1918, ar Galloudoù kreiz a oa krog da gouezhañ; Bulgaria a sine un arsav-brezel d'an 29 a viz Gwengolo, an Ottomaned d'an 31 a viz Here, Aostria-Hungaria d'an 3 a viz Du. E-unan, gant an Dispac'h Alaman o sevel hag ul lu o vont da emsevel, ar C'haiser Wilhelm a zilez an tron d'an 9 a viz Du, hag ar gouarnamant alaman nevez a sin an arsav-brezel d'an 11 a viz Du 1918, oc'h echuiñ ar brezel. D'an 11 a viz Du 1918 e Koadeg Compiègne e voe sinet an arsav-brezel, ha d'an 28 a viz Mezheven 1919 e voe sinet ar peoc'h (Feur-emglev Versailhez).

    Ar Brezel Bras a zo bet unan eus gwasañ brezelioù istor Mab-den gant un 9 milion soudard lazhet gant 23 milion gloazet, ouzhpenn 5 milion trevour a oa bet lazhet gant obererezhioù milourel, naonegezh ha kleñvedoù.

    Anvioù ar brezel Aozañ

    An anv brezel-bed a zo bet krouet e miz Gwengolo 1914 gant ar biologour ha prederour alaman Ernst Haeckel. Embannet en doa "there is no doubt that the course and character of the feared 'European War' ... will become the first world war in the full sense of the word," er gazetenn The Indianapolis Star d'an 20 a viz Gwengolo 1914. An droienn Kentañ Brezel-bed a oa bet implijet gant al Letanant-koronal Charles à Court Repington, evel titl e skrid-buhez embannet 1920). Skrivet en doa e oa bet o eskemm a-zivout an droienn-se gant ar Major Johnstone eus Skol-veur Harvard d'an 10 a viz Gwengolo 1918.

    Breizh hag ar C'hentañ Brezel-bed Aozañ

    Drastus e voe ar Brezel bras evit Breizh war meur a zachenn, sokial, denel.

     
    E Pariz - Les Invalides - Plakenn koun d'ar soudarded breton marvet e-pad ar C'hentañ Brezel-bed

    El lennegezh Aozañ

    Nebeut oberennoù en brezhoneg a zo bet a-ziwar ar C'hentañ Brezel-bed.

    Talbennoù Aozañ

    Emgannoù Aozañ

    Pennadoù kar Aozañ

    Liammoù diavaez Aozañ

    Notennoù ha daveennoù Aozañ

    1. "Waraok, Kelt mat! Ha tenn ha sko! Kouezh mar kouezezh, 'vit ar vro eo! Met sko, sko, sko! O breur, sko! Hep ehan, hep diskuizh, hep truez, tan dezhañ! Lazh ha tag, p'en deo ret! O breur lazh! Bez ar frailh hag a val, ar garreg hag a flastr, ar gurun a freuz, ar mor a veuz: bez ar C'hadour. Dalc'h koun e oa da gourdadoù kaored divent a grene Germania dirak sell o lagad."
    2. «en kreizig-kreiz rannvro Arras, e-deroù miz Here 1914. Toullet hon devoa trañcheoù en derc'hent. Hag e oamp distroet a-drêk evit kousket er c'hraoù-foen. An deiz war-lerc'h e oamp prest da vont e-barzh hon trañcheoù. Reiñ a reas kement-se ar C'horonal gourc'hemenn deomp : «Baïonnette au canon, en avant!». «Ha ni neuze da vont war-raok. Ar blaenenn an hini e oa, parkeier ken plaen hag an dorn. O kregiñ da glevet ar boledoù o c'hwibanaat em divskouarn e oan pa welis a-daol-trumm brageier ruz o fontañ er pradoù beterabez. Redek hon devoa graet evel-henn e-pad un degad a vunutennoù kent kavout goudor a-drêk ur c'hleuzig. Steudennet e voemp koulskoude gant an Alamaniz ha setu an obuzioù oc'h arruout dre amañ. Klevout a ris unan dioute o lavarout : «Celui-là est pour moi, je vais mourir». Un aspedenn a ris neuze : «Santez Anna Wened, savetaet din ma buhez!». An amzer em boe bet da gas ma fal d'un dorn d'egile pa flastras un obuz daou vetrad ac'hane. Stekiñ a reas kement-mañ ma fal. Un frapadig amzer goude e saven hag e c'halven ma c'hamaladed. Den na respontas din : a-gleiz kement hag a-zehoù, bez' e oa pemp pe c'hwec'h den astennet, marv. An hini manet bev nemetañ e oan
    3. Dastumad embannet gant TIR, 2018