Emgann Melle
Emgann Melle a c'hoarvezas e penn-kentañ ar Brezel-bed kentañ, adalek an 9 betek an 11 a viz Here 1914, e Melle (Belgia) hag er c'hêriadennoù tro-dro. Ar Vrigadenn Ronarc'h ha Belgiz en em gannas a-enep d'al Lu alaman en ur zifenn bourc'h Melle. Pal ar Fransizion ha Belgiz a oa derc'hel digor an hent evit ma c'hellje al lodennoù bras eus Lu Belgia tost kelc'hiet en Antwerpen achap betek Kornôg-Flandrez. Dont a rejont a-benn. Ar Vrigadenn Ronarc'h a gollas daouzek martolod (bet lazhet), un hanter-kant bennak a voe gloazet hag unan a voe prizoniet d'an Alamaned. Lazhet e voe eizh soudard belgiat da nebeutañ. E-tro tri c'hant soudard alaman a voe lazhet en afer.
Emgann Melle | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel-bed kentañ | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Belgia Bro-C'hall | Impalaeriezh alaman | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Amiral Ronarc'h | Jeneral Jung | ||||||
Kolloù | |||||||
soudard Belgia : 8 Bro-C'hall : 12 | soudard Impalaeriezh alaman : 300 |