Pierre-Alexis Ronarc'h
Pierre-Alexis Ronarc'h (Kemper, 22 a viz C'hwevrer 1865 – Pariz, 1añ a viz Ebrel 1940) a oa un ofiser a vor ag ar Morlu gall. Brudet eo evit bezañ bet penn ur vrigadenn fuzuilherien-vor a zalc'has kreñv he lec'hiadur dindan ar bombezadegoù hag an tagadennoù diehan e-doug ar Brezel-bed kentañ.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Pierre |
Anv-familh | Ronarc'h |
Deiziad ganedigezh | 22 C'hwe 1865 |
Lec'h ganedigezh | Kemper |
Deiziad ar marv | 1 Ebr 1940 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Lec'h douaridigezh | Vault of Governors |
Kar | Pierre-Jean Ronarc'h |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | milour |
Karg | Chief of Staff of the French Navy |
Bet war ar studi e | École Navale |
Grad milourel | amiral |
Brezel | Brezel-bed kentañ, talbenn an Ijzer, Battle of Diksmuide |
Diellaouet gant | Servij istorel an Difenn |
D'he 15 vloaz hanter e voe degemeret e Skol ar Morlu gall e Brest hag anvet e voe da letanant a vor en e 24 bloaz.
Perzh a gemeras e brezeliadenn Sina e 1900 evel eilkomandant eus un unvezh a 160 martolod a zalc'has penn ouzh Emsavadeg ar Vokserion.
Kabiten a vor e voe d'e 42 vloaz, an hini yaouankañ ag ar morlu gall.
E miz Mezheven 1914 e voe anvet da isamiral ha lakaet e penn ar Vrigadenn Ronarc'h, 6 400 fuzuilher enni, edod o sevel. Chom a reas en he fenn betek ma voe divodet d'an 9 a viz Du 1915.
E 1915, ar fuzuilherien-vor a c'houzañvas kalz dindan ar bombezadegoù hag an tagadennoù e Diksmuide, Nieuwpoort ha Ieper e Flandrez Belgia, met ne fiñvjont ket eus o lec'hiadur pa voe lazhet an hanter eus ar soudarded.
Lakaet e voe Pierre-Alexis Ronarc'h da benn nerzhioù mor Norzh Bro-C'hall. Da vestr pennlu ar Morlu gall ec'h eas e 1919.
Skrivañ a reas e eñvorennoù-brezel a voe embannet e 1921. Ijinet en deus ur ravanell-lestr nevez a dalvoudegezh vras evit kavout ar minoù-mor ha mont da anaout lec'hiadurioù ar c'herreg. E niz Pierre-Jean Ronarc'h (1892-1960 a yeas war e roudoù ken ec'h eas da amiral.
-
Plakenn ar straed Amiral Ronarc'h e Diksmuide
Levrlennadur
kemmañ- Charles Le Goffic, Dixmude, un chapitre de l'histoire des fusiliers marins, Librairie Plon, 1915
- Isamiral Ronarc'h, Souvenirs de la guerre, Embannadurioù Payot, 1921
- Roger Laouenan, Des demoiselles au feu : l'épopée des fusiliers marins, Embannadurioù Coop Breizh, 2004.