Charles Le Goffic

skrivagner brezhonek
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Charles Le Goffic (pe Charlez ar Govig), bet ganet d'ar 14 a viz Gouere 1863 e Lannuon (Bro-Dreger), e-lec'h m'eo bet marvet d'an 12 a viz C'hwevrer 1932, a oa ur barzh, ur skrivagner hag un emsaver breizhat.

Poltred Charles Le Goffic (1934)
gant Louis Henri Nicot

Mouller ha levrier e Lannuon oa e dad. Studiet en deus e skolaj Lannuon, e lise Naoned hag el lise Charlemagne e Pariz. Resevet eo bet e kenstrivadeg an agregadur e 1887. Kelenn a reas e Nevers, en Evreux en Havr-Nevez.

Kregiñ a reas da skrivañ e-keit-se. Reiñ a reas buhez d'ar gelaouenn Chroniques gant e vignon Barrès. Embann a reas un dastumad barzhonegoù e 1889 : Amour Breton. E gentañ romant Le Crucifié de Keraliès a voe enoret gant Akademiezh Frañs e 1891. Adalek 1896 e tilezas an deskadurezh evit bevañ diwar e labour skrivagner. Bevañ a rae e Pariz e-kerzh ar goañv hag e Tregastell e-pad an hañv.

Skrivet en deus kalz. E romantoù pouezusañ zo : Passé l'amour, La Payse, Morgane, L'Erreur de Florance, Croc d'argent, Le Pirate de l'île Lerne ha L'Abesse de Guérande, gwelet gant tud zo evel e romant gwellañ. Skrivet en deus levrioù o tanevelliñ darvoudoù istorel o tennañ da Vreizh (Les Bonnets Rouges ha La Tour d'Auvergne) pe a-zivout ar brezel bed kentañ (Dixmude, Le Marais de Saint Gond ha La Victoire de la Marne).

Brudet eo evit bezañ skrivet L'Âme bretonne, peder levrenn a istorioù, prizius evel deskrivadur eus stad Vreizh d'e vare.

Skrivet en deus pezhioù-c'hoari ivez : Le Sortilège, Dernière bataille, Sans nouvelle, Le Pays, Marie-Reine, hag un toullad studiadennoù evel Racine, La Versification, La Littérature du XIXe siècle ha Les Poètes de la mer.

Enorioù

kemmañ

Bet eo bet graet marc'hg Lejion a enor Frañs e 1900 hag ofisour goude.

Dilennet eo bet prezidant ar "Société des Gens de Lettres" e 1922.

Dilennet eo bet ezel Akademiezh Frañs e 1930.

Oberennoù

kemmañ

Mammennoù

kemmañ
  1. Critiques