Lannuon
Lannuon | ||
---|---|---|
Plasenn ar c'hreiz-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Lannion | |
Bro istorel | Bro Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor (isprefeti) |
|
Arondisamant | Lannuon ([pennlec'h) | |
Kanton | Lannuon (pennlec'h) | |
Kod kumun | 22113 | |
Kod post | 22300 | |
Maer Amzer gefridi | Paul Le Bihan 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 20 451 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 466 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 54 m bihanañ 0 m — brasañ 107 m | |
Gorread | 43,91 km² | |
kemmañ ![]() |
Lannuon (distaget [lã'nyˑõn]) a zo ur gumun eus Breizh e Bro-Dreger e departamant Aodoù-an-Arvor. He stumm hirie-an-deiz he deus abaoe 1961 pa oa bet staget outi Servel, Brelevenez, Logivi ha Bulien. Kêr-benn ekonomikel Bro-Dreger eo.
DouaroniezhAozañ
Dre Lannuon e tremen ar stêr Leger, hag ur porzh a oa gwechall. E Lannuon e krog an aber a ya betek Belleger, ul lodenn eus Servel, e-lec'h ma'z eus traezhennoù dibar. War lez ar stêr Gindi emañ Lannuon (Bulien).
Kumunioù amezek : Trebeurden; Pleuveur-Bodoù; Sant-Ke-Perroz; Louaneg; Rospezh; Tonkedeg; Ploubêr; Ploulec'h
AnvAozañ
B. Tanguy : Eccl. S. Marie de Lannion, 1163; eccl. S. Mariae de Castello, 1188; S. Maria de Lannyon, fin XIIvet; Lannyon, 1212; Lannuion, 1235; Lannion, 1262; Lannyon, 1278; par. de Lannuyon, 1283; Lannion, 1294, 1296; Lanyon, Lannyon, 1330; Lannion, c. 1330; Lannyon, 1341, fin XIVvet; Lannuyon, 1372, 1391, 1438, 1479
E. Vallerie : Lannion, 1163; Lannyon, 1199; Lannuyon, Lanuyon, 1235; Lannuyon, 1283; Lanion, Lanyo, Lannuyon, 1330; Lanion, 1371; Lannuyon, 1390; Lannuyon, 1414; Lennuyon, 1417; Lannuyon, 1420; Lanion, 1452; Lannuyon, 1479; Lannion, 1516; Larnio-, 1630
ArdamezioùAozañ
Lannuon | En glazur e oan-fask gourvezet en argant, o tougen ur groaz-trec'h en aour e spararouez en gul merket "Laus deo" warnañ en aour.[2] ger-ardamez : War-sao-atao Ardamezioù 'kanus' kontelezh Lannuon, adalek 1625. war ar stumm da lenn "l'agneau" = an oan, e galleg. |
IstorAozañ
XVIIvet kantvedAozañ
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Lannuon, Mariau e anv, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3].
Dispac'h GallAozañ
- Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Lannuon da benn ur bann[4].
- Emgann Lannuon e 1792
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 190 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,08 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5].
Eil Brezel-bedAozañ
- D'an 9 a viz Gwengolo 1941 e kouezhas un nijerez (Hurricane II marilhet BD832 ha kodet ZY-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Lannuon. An nijour a voe serret d'an Alamaned[6].
- D'an 8 a viz Ebrel 1941 e voe kaset un nijerez Messerschmitt Bf 109 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) d'ar strad e Lannuon[7].
- D'an 23 a viz Here 1943 e kouezhas daou garr-nij Focke Wulf Fw 190 A eus an aerlu alaman (Luftwaffe) er mor nepell eus Lannuon; unan eus an daou sturier a varvas, ne voe ket adkavet e gorf[7].
- Mervel a reas 69 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Indez-Sina: mervel a reas unnek milour.
- Brezel Aljeria: mervel a reas daou soudard.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz Sant Yann ar Vali (kreiskêr)
- Iliz Logivi
- Chapel skolaj Sant-Jozef
- Chapel Sant-Mark
- Leandi Santez Anna
- Ar Blasenn kreiz Kêr (tier kozh).
Monumant ar re varv.
- Al Leger
- Stad kaiak war al Leger.
Bez ar C'hommonwealth e bered ServelAozañ
Bro | Niver a dud |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 1 (morlu) |
Hollad | 1 |
Marvet eo e miz Here 1944, e-pad an Eil brezel-bed[8].
DeskadurezhAozañ
Bezañ 'zo tri skolaj, daou lise, un IUT (skiantoù, kazetennerezh), ur skol-ijinour, ur skol-glañvdiourezed.
MaeredAozañ
Listenn maered Lannuon abaoe krouidigezh "Lannuon Vras"
Prantad | Anv | Strollad | Dileuriadur all |
---|---|---|---|
Here 2014-bremañ | Paul Le Bihan | PS | |
2008- Here 2014 | Christian Marquet | PS | Kuzulier rannvro |
1989-2008 | Alain Gouriou | PS | Kannad |
1983-1989 | Yves Nédélec | RPR | Kuzulier rannvro |
1977-1983 | Pierre Jagoret | PS | |
1971-1977 | Pierre Marzin | Gauche Démocratique | Senedour |
1961-1971 | Henri Blandin | Radikalour dizalc'h | Senedour |
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- 1757 : Coupé de Kervennou, gwiraour ha politikour, bet meur a wech kannad Lannuon
- 1828 : Louis-Marie Baader, livour
- 1833 : Henri Raison du Cleuziou, arkeologour, tresour ha buruteller war dachenn an arz
- 1862 : Yves-Marie Gabriel Laouenan, ofiser er morlu, barner a beoc'h, skrivagner brezhonek, ganet e Logivi
- 1863 : Charlez ar Govig, barzh ha romantour
- 1870 : Pierre Le Damany, kelenner a vezekniezh
- 1905 : Pierre Marzin, ijinour, diazezer ar CNET e Lannuon, maer
- 1906 : Maria Prat, skrivagnerez vrezhonek, ganet e Bulien
- 1907 : Per Bourdellez, skrivagner hag emsaver
- 1918 : Pierre Sabbagh, kelaouenner hag aozer abadennoù skinwel
- 1921 : Édouard Ollivro, kelenner, skrivagner ha politikour
- 1937 : Yann-Ber Piriou, skrivagner ha barzh brezhonek
- 1962 : Jean-Efflam Bavouzet, pianoour
- 1969 : Jean-Cyril Robin, marc'hhouarner
- 1974 : Pierre-Yves André, melldroader
- 1980 : Christophe Le Mevel, marc'hhouarner
- 1990 : Johan Le Bon, marc'hhouarner
- 1995 : Franck Bonnamour, marc'hhouarner
Tud bet marvet enoAozañ
- 1932 : Charlez ar Govig, barzh ha romantour
- 1943 : Léon Warenghem, strilher
- 1945 : Juluen Sklison, beleg ha skrivagner brezhonek
- 1972 : Armañs ar C'halvez, beleg, kelennour hag emsaver
- 1981 : Añjela Duval, barzhez vrezhonek
- 1984 : Erwan Kervella, skrivagner brezhonek
- 1985 : Ivona Galbrun, emsaverez
- 1988 : Gwilherm Dubourg, beleg ha skrivagner brezhonek
- 1990 : Geneviève Prigent, stourmerez evit an endro ha gwirioù mab-den
- 1992 : Frañsez Kervella, douarour, barzh, skrivagner ha yezhadurour brezhonek
- 1992 : Jules Gros, yezhour brezhonek
- 2006 : Maria Prat, skrivagnerez vrezhonek
- 2009 : Ivet an Dred
- 2015 : Pierre Jagoret, politikour, maer etre 1977 ha 1983
Tud o deus bevet enoAozañ
- Yves-Marie Omnès, mestr-skol; en eus kemeret perzh ouzh dilestradeg Kiberen e 1795; barnet eo bet an 12 thermidor en Alre.
- Jorj ar Rumeur, barzh Mathaliz, emsaver, a dremenas e vugaleaj eno.
- Félix Le Dantec, biologour ha prederour, bet skoliad e skolaj Lannuon, roet eo bet e anv d'al Lise.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Louis Barazer,
alouer Lannuon e 1690 |
En gul e wifrell en erminoù heuliet gant div ruilhenn en argant | |
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[10].
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D’an 23 a viz Here 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun
- D'ar 16 a viz Du 2006 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- D'an 10 a viz Genver 2014 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
DeskadurezhAozañ
- Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1978.
- Ur skol Diwan a zo e Lannuon (e Logivi-Lannuon ent-resis).
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 459 skoliad (19,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Ti-embannAozañ
Darempredoù etrebroadelAozañ
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Bavaria | Günzburg | 1986 |
Kembre | Caerffili | 1990 |
Galiza | Viveiro | 1995 |
KeveleriñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Niger | Tchirozérine |
MelestradurezhAozañ
SportAozañ
Tro Bro-C'hall war varc'h-houarnAozañ
- 2 a viz Gouere 1995: 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinan ha Lannuon; trec'h eo Fabio Baldato (Italia).
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kontelezh Lannuon, 1625.
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
- ↑ 5,0 ha5,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes RAF
- ↑ 7,0 ha7,1 Pertes Luftwaffe
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936