Frañsez Kervella
Frañsez Kervella | |
---|---|
![]() Golo-tal al levr « Skridoù Frañsez Kervella Dastumet ha kinniget gant Pêr Denez » Al Liamm, 1993 | |
Anv ofisiel | François-Marie Kervella |
Anv pluenn | Kenan Kongar |
Obererezh | Douarour Skrivagner, kazetenner, barzh, yezhadurour |
Ganedigezh | 31 a viz Genver 1913 e Dirinonn, ![]() |
Marv | 10 a viz C'hwevrer 1992 e Lannuon, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Oberennoù pennañ | |
kemmañ ![]() |
Frañsez Kervella, François-Marie Kervella e marilh ar boblañs, ganet e Dirinonn (Kerne - Penn-ar-Bed) d'an 31 a viz Genver 1913, marvet e Lannuon d'an 10 a viz C'hwevrer 1992. Anavezet eo ivez dre e anv-pluenn "Kenan Kongar". Douarour eo, skrivagner, barzh brezhonek, hogen anavezet dreist-holl evel yezhadurour brezhonek. Er gelaouenn Gwalarn e kemeras perzh, ha goude ar brezel e Barr-Heol hag el Liamm.
(Taolit evezh : Un den all ar memes anv gantañ a oa o vevañ en amzer-se ha kemeret en deus perzh en Emsav ivez : Frañsez Kervella-Kernu a reer eus hennezh evit ma ne vefe ket kemmesket an daou. Daoust da se e vezont kemmesket alies el levrioù savet diwar-benn an amzer-se.)
Bugaleaj ha yaouankizAozañ
Savet eo bet en ur familh baour o chom war ribl an Elorn e Dirinonn, war harzoù Loperc'hed, ha brezhoneg a veze komzet er gêr. Goude marv e dad er brezel-bed kentañ, pa oa pevar bloaz, e voe disklêriet ar bugelig minor Stad ha desavet gant e vamm hag e dud-kozh. E bennad kentañ a skrivas evit Feiz ha Breiz an aotrou Yann-Vari Perrot pa oa c'hwezek vloaz. Skoliataet eo bet e Brest ha bet en doa Roparz Hemon da gelenner. E studioù war an douarouriezh pe ar c'heologiezh a reas e Roazhon etre 1931 ha 1936.
Buhez micherelAozañ
Ijinour war ar c'heologiezh hag ar maengleuzierezh e oa. Goude bezañ graet e studioù e teuas da vezañ douarour hag ez eas d'ober enklaskoù evit kavout eoul-maen en Afrika, e (Gabon hag en Aod an Olifant). Diwezhatoc'h e labouras evit ar CEA da glask kailh uraniom ha mineraloù skinoberiant ha kement-se betek bezañ war e leve-kozhni.
Eil brezel bedAozañ
Da heul an dekred kemenn da zivodañ ar Parti National Breton, Strollad Broadel Breizh, d'an 20vet a viz Here 1939 eo preizhet e levraoueg. En 1940 e kemer perzh er Bretonische Regierung e Berlin.
Kemer a reas perzh en adreizh an doare-skrivañ peurunvan en emglev a zeuio diwar se e 1941. Ezel eo bet eus Framm Keltiek Breizh en 1942.
Ur skoazell vras eo bet da Yann Gerlann a-benn sevel ha derc'hel en he sav skol vrezhonek Plistin, ar skol vrezhonek kentañ.
Goude ar brezelAozañ
Eurediñ a ra gant Yvette Le Dret (Ivetig an Dred-Kervella) en 1947. Asambles gant e bried eo en em lakajont da gas ar brezhoneg war-raok dre genlabourat gant lies kelaouenn. Skrivañ a reas e-barzh Barr-Heol hag Al Liamm, met ivez en Hor Yezh.
OberennoùAozañ
Studiadennoù war ar yezhAozañ
- Penaos niveriñ ha kontañ e brezhoneg, 1943, eil emb. Skol, 1965, niv. 31
- Yezhadur bras ar brezhoneg Skridoù Breizh - Ar Baol. 1947, Al Liamm, 1976, 1995.
- Sellet e vez ouzh an oberenn-mañ evel unan eus gwellañ yezhadurioù brezhonek bet skrivet biskoazh, abalamour ma'z eo displeget ar brezhoneg dre ar munud hag e brezhoneg.
- Krennlavarioù, Skol, 1959.
- Evezhiadennoù war c'heriadur Roparz Hemon, Skol, 1962-3.
- Diazezoù ar sevel gwerzioù, Al Liamm, 1965.
- Notennoù yezh war zigarez lenn, Hor Yezh niv.58 pp.2-20, 1968.
- Gerioù diazez ar brezhoneg, Hor Yezh, 1969.
- Méthode nouvelle de breton / Hent nevez d'ar brezhoneg, Hor Yezh & Al Liamm, 1971.
- Nouvelle méthode de breton = Hent nevez d'ar brezhoneg. Ouest-France - Roazhon, 1984.
- Skeudennet gant Erwan Kervella (mab an oberour), 1993, 1997.
- Kentelioù an trede derez, Ober, moullet gant Hor yezh, 1978.
- Yezhadur gant Jean-Yves Urien ha Yann Desbordes, Hor Yezh,1979.
- An den etre an anken hag an ankoù, etre an neñv hag an ifern, gwelet a-dreuz darn eus ar c'hantikoù, Hor Yezh, 1981.
- Geriadur krenn ar brezhoneg, diembann.
- Ur sell nevez war istor ar vro, diembann.
Lennegezh, eñvorennoùAozañ
- Gant blaz an avaloù ruz, romant bet kollet.
- Barzhonegoù, Al Liamm, 1982.
- Dindan gouriz ar bed (e Bro an okoume), Mouladurioù Hor Yezh, 1985.
- An ti e traoñ ar c'hoad : eñvorennoù bugaleaj, Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
- Skridoù Frañsez Kervella, Al Liamm, 1993.
- Notennoù ha pennadoù skrivet gant Frañsez Kervella etre 1930 ha 1941, dastumet ha kinniget gant Pêr Denez.
Levrioù evit ar vugaleAozañ
TroidigezhioùAozañ
- Ar c'havr hag he givri bihan, hervez Jacob ha Wilhelm Grimm, Al Liamm, 1961.
- Pêrig hag ar briñsez, Al Liamm, 1962.
- Bleiz noz Nedeleg, Al Liamm, 1962.
- An nadozig vurzhudus, gant Roger Judrin, troet gant Kenan Kongar, Al Liamm, 1976.
- Luky Luke, Pare paotred Dalton, Skol an Emsav, 1977.
- Troidigezhioù, Ober, 1983.
KenlabourAozañ
Sellit ouzh Geriadur ar Skrivagnerien hag ar Yezhourien, pajenn 172-173.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |