Riwanon Kervella
Riwanon Kervella (Landreger, miz Kerzu 1950) zo prezidantez Kuzul ar Brezhoneg goude bezañ bet renerez Skol Ober.
Skrivet uhe deus un toullad traoù ha troet kalz a bennadoù hag a zanevelloù. Oberiant eo ivez e kevredigezh ar C'hendalc'h Keltiek.
BuhezAozañ
Ganet eo bet e Landreger, met bevet he deus he bugaleaj e Lannuon. Merc'h eo d'ar yezhadurour Frañsez Kervella ha d'e bried Ivetig an Dred-Kervella. Emañ o vevañ bremañ en ur bourkig a Vro-Dreger.
Studiet he deus saozneg ha brezhoneg e Roazhon ha bet eo e Kembre e-pad bloaz, m'he doa labouret. Bet he deus ivez ur vestroniezh war ar brezhoneg. Kelennet he deus brezhoneg e skol-veur Gaillimh en Iwerzhon e-pad bloaz.
Abaoe 1977 e ra war-dro Skol Ober, koshañ skol dre lizher e Breizh evit deskiñ brezhoneg. Hizive ez eus 400 den a laka o anv bep bloaz e Skol Ober ha 42 gelenner a-youl-vat a vez ouzh o sikour da zeskiñ pe da beurzeskiñ yezh ar vro.
Gant ur mignon, Maoris Joubin, he deus savet an ti-embann An Alarc'h e 2003 hag embannet e vez ganto meur a levr brezhonek bep bloaz.
Labourat a ra memestra gant meur a di-embann brezhonek dre he c'harg e Kuzul ar Brezhoneg, un digarez da gejañ gant tud a bep seurt, danvez skrivagnerien en o zouez.
AtersadennAozañ
- Peseurt sell zo ganeoc'h war al lennegezh vrezhonek ?
- RK : "Al lennegezh vrezhonek zo fonnus a-walc’h, n’eus bet koulz lavaret troc’h ebet en istor ar yezh skrivet a-hed ar c’hantvedoù. Dre al lennegezh e komprener istor Breizh ha hini ar bobl, an darvoudoù a zo bet c’hoarvezet ha temz-spered an dud da vareoù resis. Gwerzioù kozh sant Telo pe sant Ronan, koulz hag ar Rannoù a gaver er Barzhaz Breizh, pe c’hoazh kalz tostoc’h ouzhimp, skridoù Jakez Riou pe Jarl Priel a chomo bev da viken hag a vo lennet bepred gant ar memes plijadur."
- Eus pelec'h e teu deoc'h an dedenn evit ar brezhoneg ? Hag evit ar skridoù e brezhoneg ?
- RK : "Pa oan bihan e oa levrioù tro-dro din ha lennet em eus bet a bep seurt traoù disheñvel e brezhoneg hag e galleg. Brezhoneg e oa yezh an ti setu e oa un dra naturel komz, lenn ha skrivañ e yezh ar vro. Chañs am eus bet d’anavezout meur a skrivagner ha skrivagnerez e brezhoneg ha pa anavezer an dud e vez muioc’h a c’hoant da lenn o skridoù."
OberennoùAozañ
- Troidigezhioù
- Gwerz ar Guardia Civil Espanola diwar Federico García Lorca
- Kontadennoù gant Musaeus
- Breizh Thriller, ul levr skrivet gant skolajidi eus Roazhon.
- Pennadoù en Al Liamm
- Niv. 131, p. 424 : pennad studi, Ar romantoù polis
- Niv. 153, p. 284 : barzhoneg Skrivañ 'reer ur varzhoneg... troet diwar Roberto Fernandez Retamar
- Niv. 157, p. 110 : barzhoneg Gwerz ar Guardia Civil Espanola"" troet diwar Federico García Lorca
- Niv. 161, p. 413 : barzhoneg Ma soudardez, troet diwar Roberto Fernandez Retamar
- Niv. 169, p. 88 : danevell, Glav ha daeroù
- Niv. 175, p. 99 : danevell, Taolennig iwerzhonat.
- Niv. 177, p. 235 : barzhoneg Selaou, breur gwenn, troet diwar Atahualpa Yupanqui
- Niv.356, p. 53 : danevell Plac'h al lenn, troet diwar Robin Gwyndaf
- Niv.359, p. 19 : barzhoneg Barzhonegoù Glenmor, troet diwar Glenmor
- Levrioù
- (fr) La Cuisine des pays celtes, Des dessins et des mots, 2008 (ISBN 978-2-915050-31-8)
- Pennadoùigoù a-zivout he beajoù e Skandinavia hag en Europa ar Reter (Daveoù a vank)
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |