Bro-Dreger
Bro-Dreger pe Treger (e galleg : Trégor pe Trégor(r)ois pe Tréguier) a zo unan eus nav bro diazez Breizh, hag a glot dre-vras gant an nav eskopti a oa bet e Breizh betek an Dispac'h gall, war-bouez un dek parrez bennak eus Bro-Dreger hag a oa stag ouzh eskopti Dol. Koshoc'h eo ar vro eget an departamantoù, a zo bet savet e 1790.


Douaroniezh Aozañ
E Gwalarn Breizh emañ Treger. Hiziv ec'h endalc'h e diriad lodenn Gornôg departamant Aodoù-an-Arvor hag ur bastellig-vro e biz departamant Penn-ar-Bed ("Treger Izel"). Teir dourredenn a yae d'ober an harzoù anezhi,
- ar C'hevleud ha Rinier Montroulez er C'hornôg
- al Leñv, ha goude-se aber an Trev goude ar c'hember gant hemañ diwezhañ.
Stêrioù Aozañ
A gornôg da reter:
A-hend-all, ouzhpenn Treger Izel, etre Kefleud ha Leger, e komzer ivez eus
- Treger Vras etre Leger ha Treñv ;
- Treger Vihan etre Treñv ha Leñv .
Menezioù Aozañ
Bevennet eo Bro-Dreger, er c'hreisteiz, gant Menez Are, eus eienenn ar C'hefleud da hini al Leñv (Kerchouan).
Ar menezioù se a ra an disparti gant Bro-Gernev.
Bro Dreger bremañ Aozañ
127 kumun a-vremañ a ya d'ober Bro-Dreger istorel.
Hervez niveradeg 2010 e oa 205 023 annezad[1] hag ur gorread a 2 251 km². Lannuon, Montroulez (glann dehou) ha Gwengamp eo ar c'hêrioù pennañ.
Anv Aozañ
Dont a rafe an anv eus Tri+*kor = Tri bagad.
Gwelout breutadenn war bajenn Landreger.
Istor eskopti Treger Aozañ
Kêr-benn a-gozh Bro-Dreger eo Landreger, sez diazezer an eskopti.
- Gwelet Eskopti Treger
Diazezer an eskopti a zo bet, hervez an hengoun, sant Tudwal (Tugdual dre fazi), anvet ivez Pabu (Tad). P'eo unan eus ar seiz sant diazezer Breizh e oa Landreger war hent ar birc'hinrided a rae Tro Breizh. Bevañ a rae sant Tudwal er VIvet kantved hag eus Kembre e oa deuet. Roet e vije bet, gant e eontr Riwal, roue Domnonea, pe gant e genderv Derrog, un tamm douar evit ma vije savet un abati, hini Landreger. Daoust ma vije bet dilennet sant Tudwal da eskob e 532, ne gaver ket roud eus an eskopti a-raok an Xvet kantved. Er XIIIvet kantved e tap sant Erwan, barner-Iliz ha person, ganet er Vinic'hi, e-kichen Landreger, ur vrud a santelezh ken buan m'eo santelaet daou-ugent vloaz goude e varv e 1303.
An eskob a zo staliet e Sant-Brieg bremañ a zo eskob Sant-Brieg ha Landreger diouzh e ditl ofisiel.
Brezhoneg Aozañ
E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 896 skoliad (10,6% eus skolidi ar vro evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].
Rannyezh Aozañ
- Gwelet Brezhoneg Treger
Giz Treger Aozañ
Koef Treger, an doukenn, a veze kavet e-maez Treger a-wechoù, evel e kanton Kallag, e Kerne[3].
Liammoù diavaez Aozañ
Notennoù ha daveennoù Aozañ
- ↑ http://www.geobreizh.com/breizh/bre/sifrou-broiou.asp Sifroù Geobreizh (br)]
- ↑ Ofis Publik Ar Brezhoneg
- ↑ Marikavel
Nav bro gozh Breizh | |
---|---|
Bro-Zol – Bro-Gwened – Bro-Gerne – Bro-Leon – Bro-Naoned – Bro-Roazhon – Bro-Sant-Brieg – Bro Sant-Maloù – Bro-Dreger |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |