Leger
Al Leger a zo ur stêr a red en hanternoz Breizh, a-hed 59.8 km eus hec'h andon betek Lannuon, hag en un aber 8.6 km betek ar mor, ar pezh a ra 68.4 km en holl[1]. Eieniñ a ra e "Penn Leger" etre Boulvriag ha Bulad. En em deurel a ra e Mor Breizh e Belleger. Treuziñ a ra kêrioù Benac'h ha Lannuon. He diazad doureier a ya d'ober 495 km² en holl. 5.08 m³ eo he fonnder etre[2].
Leger | |
---|---|
![]() Aber al Leger | |
Statud | stêr |
Hirder | 68,4 km |
Uhelder an eienenn | 131 m |
Kas keitat | 5,08 m³/s |
Gorread an diazad | 495 km² |
Bro(ioù) douret | Kerne (div gumun) ha Treger |
Diazad stêrioù |
? |
En em daol e | Mor Breizh e Belleger |
Ledander er genoù | 495 |
Andon | "Penn Leger" etre Boulvriag ha Bulad |
Adstêrioù | Ar Gwig e Benac'h |
stêr - hidrologiezh |
AnvAozañ
Ouzhpenn an anv boas Leger, testeniet-mat, e kaver ivez ar stumm Gwer evit envel ar stêr[3]. Ar stumm-se a gaver ivez e galleg, Guer[4]
AdstêrioùAozañ
Kumunioù douretAozañ
- Div gumun hepken a zo treuzet gant ar stêr: Benac'h ha Lannuon.
- Bevenniñ a ra ar c'humunioù amañ dindan:
- Mael-Pestivien / Boulvriag
- Lannuon: aber, etre Trebeurden ha Tredraezh-Lokemo
Red-dourAozañ
LennegezhAozañ
- Hiboud al Leger gant Anjela Duval.
LevrlennadurAozañ
- Niverenn 19 "Taboulin" gouestlet d'al Leger, embannet gant TES.
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ Teuliad Eaux et rivières de Bretagne [1] (pdf)
- ↑ Teuliad "Eaux et Rivières", ibid.
- ↑ "Klevet em eus tud o lavarout ar Gwer evit ar stêr a zo anavezetoc’h dindan an anv Leger", Frañsez Kervella, e-barzh Hor Yezh niv. 136, p. 35, 1980
- ↑ "Le Léguer est désigné à Lannion seulement sous le nom de Guer", J. Rigaud : Géographie historique des Côtes du Nord, 1890