Añjela Duval

(Adkaset eus Anjela Duval)

Añjela Duval, Marie-Angèle Duval ent-ofisiel e galleg, «Dual» pe «Dualenn»[1] an anv-familh-mañ e brezhoneg, a zo ur varzhez hag a skrive e brezhoneg, bet ganet d'an 3 a viz Ebrel 1905 er C'houerc'had, e-tal kichen Plouared (Aodoù-an-Arvor), hag aet da Anaon d'ar 7 a viz Du 1981, en Lannuon.

Añjela Duval
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs, Breizh Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAñjela Duval (breton) Kemmañ
Anv ganedigezhMarie Angèle Duval Kemmañ
Anv-bihanMarie-Angèle Kemmañ
Anv-familhDuval Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Ebr 1905 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAr C'houerc'had Kemmañ
Deiziad ar marv7 Du 1981 Kemmañ
Lec'h ar marvLannuon Kemmañ
Lec'h douaridigezhQ110336096 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Micherbarzh, skrivagner, politiker lec'hel Kemmañ
Diellaouet gantQ105839860 Kemmañ

He buhez

kemmañ

Añjela Duval 'zo bet ganet e 1905, merc'h da Erwan Duval ha da vMari-Soaz an Olier. E-kreiz maezioù Bro-Dreger e oa he zud o terc'hel ur menaj bihan, e Traoñ-an-Dour, e parrez ar C'houerc'had. Eürus eo bloavezhioù kentañ ar plac'hig, daoust ma n'eus bugel all ebet nag en ti, nag er gêriadenn. Al loened hag ar plant eo he mignoned kentañ. Ar skol, "ur bed kriz", a laka un harz d'ar mare eürus-se. Er skol e chom betek he daouzek vloaz.

Da bemzek vloaz, e 1920, e wisk Añjela ar c'hoef. Ur plac'h yaouank eo bremañ. Gant merc'hed en oad ganti e vez gwelet er pardonioù hag er frikoioù. Ur goantenn, pe ur bleumpenn an hini eo. Plijout a ra da baotred an terouer. Lizheroù a skrivont dezhi evit goulenn an "aotre da zaremprediñ" pennhêrez Traoñ-an-Dour. Ne blij hini ebet d'ar vamm. Tud Añjela o deus ezhomm eus o merc'h e-barzh er menaj. Aet int war an oad : an tad zo bet ganet e 1861 hag ar vamm e 1867. Labour a-walc'h zo : start eo ar bloavezhioù 30-36 evit ar gouerien rak ar prizioù zo aet d'an traoñ... Hag e 1939 e tarzh ar brezel. N'he devez ket Anjela kalz amzer da soñjal en dimeziñ. Labourat a ra kement hag ur mevel. Degas a ra yaouankiz e-barzh he zi ivez.

E 1941 ez a an tad da Anaon. Ar vaouez yaouank a gemer penn ar menaj. Bez' e plij al labour-douar dezhi. Desket he deus ar vicher digant he zad. Heuliet he doa kentelioù labour-douar dre lizher ivez. Pounner eo ar samm avat. E 1951 e varv ar vamm. Pa zeu an noz e vez Añjela hec'h-unan ouzh taol. Ur vaouez 46 vloaz eo, merket he c'horf gant al labour. Pell emañ koantenn Traoñ-an-Dour.

 
Dedi war he maen bez e Plouared

Goude ar brezel e cheñch al labour-douar. Adalek 1954 e vez prenet traktorioù ha goroerezed. E 1958 e kroger da adlodennañ an douaroù... Implijad "ar bank a gemer, tamm-ha-tamm, plas ar person". Mestrez Traoñ-an-Dour a gompren ne vo ket a blas eviti el labour-douar nevez. Lenn brezhoneg a rae-hi abaoe yaouank, met ne oa ket bet gouest da skrivañ anezhañ kent ar bloavezhioù 1960. D'ar mare-se, ma oa-hi o klask ur gelaouenn vrezhonek, e oa bet roet anv Ar Bed Keltiek dezhi.

Ar skrivagnerez

kemmañ

Emsaverez ha broadelourez e oa-hi, ar pezh a oa dibaot a-walc'h evit ur beizantez. Difenn a rae ivez an natur, hag ur gristenez gredus e oa ivez.

Deuet e oa-hi da vezañ anavezet e-maez bed ar brezhoneg goude un abadenn-dele, Les Conteurs, e 1971.

Skrivet he deus bet e-barzh Al Liamm, Barr-Heol, Ar Bed Keltiek hag Hor Yezh.
Hec'h Oberenn glok zo bet embannet er bloaz 2000. 1 000 skouerenn a oa bet tennet eus ar levr ; gwerzhet int bet buan. Un embannadur all a zo bet e 2005.

Oberennoù

kemmañ

Troidigezhioù

kemmañ

Kanaouennoù

kemmañ

Meur a wech eo bet kanet he barzhonegoù gant arzourien liesseurt. Gwelet : Kanaouennoù savet diwar barzhonegoù Anjela Duval.

Diwar he fenn

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. A. Duval, Tad-kozh Roperz-Huon, Hor Yezh, 1993, p.10 («Tad va zad (...) e oa Charlez Dualenn (Duval)»).