2011
Bloavezhioù: ../.. 2005 2006 2007 2008 2009 2010 - 2011 - 2012 2013 2014 2015 2016 2017 ../.. | |
Dekvedoù: 1990 2000 - Bloavezhioù 2010 - 2020 2030 | |
Kantvedoù: XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : |
- Diwar-benn bloavezh 2011 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
- Sellit ivez ouzh 2011 e Breizh.
Deiziadurioù all
kemmañKlotañ a raio bloavezh 2011 an deiziadur gregorian gant ar bloavezhioù-mañ :
- Deiziadur hebraek : 5771 – 5772
- Deiziadur muzulman : 1432 - 1433
- Deiziadur pers : 1389 – 1390
- Deiziadur hindou :
- Deiziadur juluan :
- Bloaz nevez sinaat : d'an 3 a viz C'hwevrer e vo deroù bloavezh ar c'honikl.
Darvoudoù
kemmañGenver
kemmañ- 1añ: Estonia zo bremañ e takad an euro, ar 17vet ezel eo.
- 14: tec'hel a ra Zine el-Abidine Ben Ali, prezidant Tunizia abaoe 23 bloaz, diouzh e vro.
C'hwevrer
kemmañMeurzh
kemmañ- Sul 20 a viz Meurzh ha Sul 27 a viz Meurzh : votadeg da zilenn an hanter eus izili ar c'huzulioù-departamant en departamantoù gall.
- 31 a viz Meurzh: dont a ra Mayotte da vezañ unan eus departamantoù Bro-C'hall.
Ebrel
kemmañMae
kemmañ- Yaou 5 a viz Mae : votadegoù e broioù ar Rouantelezh Unanet, evit dilenn izili parlamantoù Kembre, Bro-Skos ha Hanternoz Iwerzhon koulz ha dilennidi kuzulioù lec'hel Bro-Saoz. Mont a ra ar maout gant broadelourien ar Scottish National Party er vouezhiadeg evit Parlamant Bro-Skos, gant 69 sez diwar 129.
- Gwener 20 a viz Mae : disklêriañ a ra Kuzul Bonreizhel Bro-C'hall n'eus talvoudegezh ebet gant mellad 75-1 ar Vonreizh c'hall a embann ez eo ar "yezhoù rannvro" un tamm eus glad Bro-C'hall ha n'eus roet gwir ebet d'an dud gant ar mellad-se.
- Lun 30 a viz Mae : divizet en deus gouarnamant Alamagn, renet gant ar gañsellerez Angela Merkel, serriñ holl greizennoù nukleel ar vro a-benn 2022.
Mezheven
kemmañ- Meurzh 7 a viz Mezheven : skignet eo ar chadenn ouezelek BBC Alba dre ar reizhiad Freeview (TNT) evit ar wech kentañ.
- Sadorn 11 a viz Mezheven : en Highland Games Milngavie (e-kichen Glasgow, Bro-Skos), Lorne Coltart zo kampion ar bed an Haggis Hurling ; bannet en deus an haggis da 66,14 m, o pulluc'hañ gourc'hoù Alan Pettigrew, a oa kampion abaoe 1984 gant ur bann a 55,11 m.
- Gwener 24 a viz Mezheven : asantiñ a ra gouarnamantoù Unaniezh Europa degemer Kroatia en o zouez. Dont a ray da vezañ ezel da vat eus an Unaniezh d'ar 1añ a viz Gouere 2013.
- Lun 28 a viz Mezheven : degemeret o deus kuzulierien rannvro Akitania ur steuñv evit an okitaneg.
- Yaou 30 a viz Mezheven : votiñ a ra an darn vrasañ eus kannaded ar Bundestag, kambr izelañ parlamant Alamagn, a-du gant ar c'hinnig da zilezel tamm-ha-tamm an energiezh nukleel.
Gouere
kemmañ- Merc'her 1añ a viz Gouere : dre ur referendom eo bet aprouet ar raktres bonreizh nevez evit Maroko kinniget gant ar roue Mohammed VI hag a roio un tammig muioc'h a c'halloud d'ar c'hentañ ministr ha d'ar parlamant hag a raio eus an tamazight ur yezh ofisiel er vro, e-kichen an arabeg.
- Sadorn 9 a viz Gouere : dont a ra Soudan ar Su da vezañ ur stad emveliek, distag diouzh Soudan. D'ar 14 a viz Gouere eo bet degemeret Soudan ar Su en Aozadur ar Broadoù Unanet.
Eost
kemmañGwengolo
kemmañ- 25 a viz Gwengolo : dilennadeg senedourien ar Sened gall. Mont a ra ar maout gant an tu-kleiz gant 178 sez diwar 348.
Here
kemmañ- 20 a viz Here: embann a ra ar strollad euskarat ETA e paouez gant e stourm armet.
- 27 a viz Here : dilennet eo bet Michael D. Higgins da brezidant Republik Iwerzhon.
Du
kemmañKerzu
kemmañ- Gwener 16 a viz Kerzu: ar sammlestr TK Bremen a sko war traezhenn Kerminic'hi en Ardeven.
Marvioù pennañ
kemmañ- Gwelit ivez : Rummad:Marvioù 2011
C'hwevrer
kemmañ- 3 : Édouard Glissant, skrivagner gallek ha kreolek eus Martinik.
Mae
kemmañ- 2 : Ousama ben Laden.
- 19 : Garret FitzGerald, bet Kentañ ministr pe Taoiseach Republik Iwerzhon.
- 25 : Pierre Bernard, politikour breizhat (PS).
- 27 : Gil Scott-Heron, soner ha kaner stadunanat.
Mezheven
kemmañ- 7 : Jorge Semprún, skrivagner ha politikour spagnol.
Gouere
kemmañ- 9 : Facundo Cabral, sonaozer ha kaner arc'hantinat.
- 16 : Geraint Bowen, barzh kembraek.
- 30 : Pêr Denez, kelenner ha skrivagner brezhonek.
Eost
kemmañ- 17 : Michel Mohrt, skrivagner gallek.
- 27 : Heribert Barrera, broadelour katalan, bet prezidant Parlamant Katalonia.
Gwengolo
kemmañ- 20 : Burhanuddin Rabbani, bet prezidant Afghanistan
Here
kemmañ- 5 : Yann Desbordes, kelenner ha yezhadurour brezhonek.
- 21: Yann Fouéré, emsaver broadelour breton.
Kerzu
kemmañ- 17 : Kim Jong-il, penn-stad eus Norzhkorea.
- 17 : Cesária Évora, kanerez eus ar C'hab Glas.
- 18 : Václav Havel, politikour tchek.